1 Danevelloù 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 1 Mibien Juda a voe: Farez, Hezron, Karmi, Hur, Shobal. 2 Reaja mab Shobal a voe tad da Jakad. Jakad a voe tad da Akumai ha Lahad. Ar re-se a voe tigezhioù ar Zoreatiz. 3 Setu amañ ar re a zo deuet eus tad Etam: Jizreel, Jishma, Jidbash, anv o c'hoar a oa Hazelelponi. 4 Penuel a voe tad da C'hedor, hag Ezer da Husha. Ar re-se a oa mibien Hur, kentañ-ganet Efrata tad Betlehem. 5 Ashur tad Tekoa en doe div wreg: Helea ha Naara. 6 Naara a c'hanas dezhañ: Akuzam, Hefer, Temeni, Akashtari. Ar re-se a voe mibien Naara. 7 Mibien Helea a voe: Zered, Zokar, Etnan. 8 Koz a voe tad da Anub, da Hazobeba, da diegezhioù Akarkel mab Harum. 9 Jabez a oa enoretoc'h eget e vreudeur, e vamm he doa e anvet Jabez o lavarout: Er boan eo em eus ganet anezhañ. 10 Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet. 11 Kelub breur Shuak a voe tad da Veir, a voe tad da Eshton. 12 Eshton a voe tad da diegezh Rafa, da Baseak, da Dekinna tad kêr Nakash. Ar re-se a voe tud Reka. 13 Mibien Kenaz a voe: Otniel ha Seraja. Mab Otniel a voe: Hatad. 14 Meonotai a voe tad da Ofra. Seraja a voe tad da Joab, tad traonienn ar vicherourien, rak micherourien e oant. 15 Mibien Kaleb mab Jefune a voe: Iru, Ela, Naam. Mab Ela a voe: Kenaz. 16 Mibien Jehaleleel a voe: Zif, Zifa, Tirja, Asareel. 17 Mibien Ezra a voe: Jeter, Mered, Efer, Jalon. Gwreg Mered a c'hanas: Miriam, Shammai, Jishbak tad Eshtemoa. 18 E wreg Jehudija a c'hanas: Jered tad Gedor, Heber tad Soko, Jekutiel tad Zanoak. Ar re-se a voe mibien Bitja merc'h Faraon, a gemeras Mered da wreg. 19 Mibien gwreg Hodija, c'hoar Nakam, a voe: tad Keila ar Garmad hag Eshtemoa ar Maakatian. 20 Mibien Simon a voe: Amnon, Rinna, Ben-Hanan, Tilon. Mibien Jishei a voe: Zoked ha Ben-Zoked. 21 Mibien Shela mab Juda a voe: Er tad Leka, Laada tad Maresha, tiegezh kêr an oberourien a lin fin eus ti Ashbea, 22 Jokim, tud Kozeba, Joaz ha Saraf a renas war Voab, Jashubi-Lekem. Kement-se a zo traoù kozh. 23 Poderien e oant, hag en em zalc'hent er plantadegoù hag er parkeier, o vezañ o chom eno e-kichen ar roue, evit e labour. 24 Mibien Simeon a voe: Nemuel, Jamin, Jarib, Zerak, Saol, 25 Shallum e vab, Mibsam e vab, Mishma e vab. 26 Mibien Mishma a voe: Hamuel e vab, Zakkur e vab, Shimei e vab. 27 Shimei en doe c'hwezek mab ha c'hwec'h merc'h. E vreudeur n'o doe ket kalz a vibien, hag o holl diegezhioù ne liesaas ket kement ha mibien Juda. 28 Edont o chom e Beer-Sheba, e Molada, en Hazar-Shual, 29 e Bilha, en Ezem, e Tolad, 30 e Betuel, en Horma, e Ziklag, 31 e Bet-Markabod, en Hazar-Suzim, e Bet-Birei, e Shaaraim. Ar re-se a voe o c'hêrioù betek ma renas David. 32 Hag o c'hêriadennoù a voe: Etam, Ain, Rimmon, Token, Ashan, pemp kêr anezho, 33 hag o holl gêriadennoù en-dro d'ar c'hêrioù-se, betek Baal. Ar re-se a voe o chomlec'hioù hag o lignez. 34 Meshobab, Jamlek, Josha mab Amazia, 35 Joel, Jehu mab Joshibia mab Seraja mab Aziel, 36 Eljoenai, Jaakoba, Jeshokaja, Asaja, Adiel, Jesimiel, Benaja, 37 Ziza mab Shifei mab Allon mab Jedaja mab Shimri mab Shemaja, 38 ar re-se, dileuriet dre o anvioù, a oa priñsed en o ziegezhioù. Ha tiez o zadoù a greskas kalz. 39 Mont a rejont etrezek Gedor, betek sav-heol an draonienn, o klask peurvanoù evit o loened. 40 Hag e kavjont peurvanoù druz ha mat, hag ur vro ledan a bep tu, sioul hag e peoc'h, rak ar re a oa bet o chom eno diagent a ziskenne eus Cham. 41 Ar re-se, merket dre o anvioù, a zeuas en amzer Ezekia roue Juda hag a ziskarjont o zeltennoù hag ar Vaoniz a oa eno. Lakaat a rejont anezho da verz betek hiziv, hag ec'h annezjont en o lec'h, rak peurvanoù a oa eno evit o loened. 42 En o zouez, pemp kant den, mibien Simeon, a yeas da Venez Seir. Ouzh o fenn e oa Palatia, Nearia, Refaja hag Uziel, mibien Jishei. 43 Hag e skojont war nemorant tec'hidi Amalek, hag ec'h annezjont eno betek hiziv. |