1 Danevelloù 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Setu amañ mibien David a zo bet ganet dezhañ en Hebron: ar c'hentañ-ganet Amnon eus Akinoam eus Jizreel, an eil Daniel eus Abigail eus Karmel, 2 an trede Absalom mab Maaka merc'h Talmai roue Geshur, ar pevare Adonija eus Agid, 3 ar pempvet Shefatia eus Abital, ar c'hwec'hvet Jitream eus Egla e wreg. 4 Ar c'hwec'h-se a voe ganet dezhañ en Hebron, e-lec'h ma renas seizh vloaz ha c'hwec'h miz. Goude e renas e Jeruzalem tri bloaz ha tregont. 5 Setu amañ a re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shimea, Shobab, Natan, Salomon, o fevar eus Bath-Shua merc'h Amiel, 6 Jibhar, Elishama, Elifeled, 7 Noga, Nefeg, Jafia, 8 Elishama, Eliada, Elifeled, nav. 9 Ar re-se a voe holl vibien David, hep mibien ar serc'hed ha Tamar o c'hoar. 10 Mab Salomon a voe: Roboam, en doe ur mab: Abija, en doe ur mab: Asa, en doe ur mab: Jozafad, 11 en doe ur mab: Joram, en doe ur mab: Akazia, en doe ur mab Joaz, 12 en doe ur mab: Amazia, en doe ur mab: Azaria, en doe ur mab: Jotam, 13 en doe ur mab: Achaz, en doe ur mab: Ezekia, en doe ur mab: Manase, 14 en doe ur mab: Amon, en doe ur mab: Jozia. 15 Mibien Jozia a voe: ar c'hentañ-ganet Johanan, an eil Jojakim, an trede Sedesia, ar pevare Shallum. 16 Mibien Jojakim a voe: Jekonia e vab ha Sedesia e vab. 17 Mibien Jekonia a voe: Asir, Shealtiel e vab, 18 Malkiram, Pedaja, Shenazar, Jekamia, Hoshama, Nedabia. 19 Mibien Padaja a voe: Zorobabel ha Shimei. Mibien Zorobabel a voe: Meshullam, Hanania, Shelomid o c'hoar, 20 hag ivez: Hashuba, Ohel, Berekia, Hasadia, Jushab-Hesed, pemp. 21 Mibien Hanania a voe: Pelatia, Izaia, mibien Refaja, mibien Arnan, mibien Abdia, mibien Shekania. 22 Mab Shekania a voe: Shemaja. Mibien Shemaja a voe: Hattush, Jigal, Bariak, Nearia, Shafad, c'hwec'h. 23 Mibien Nearia a voe: Eljoenai, Ezekia, Azrikam, tri. 24 Mibien Eljoenai a voe: Hodaia, Eliashib, Pelaja, Akkub, Johanan, Delaja, Anani, seizh. |