1 Danevelloù 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 29 1 Hag ar roue David a lavaras d'an holl vodadeg: Va mab Salomon, an hini hepken dibabet gant Doue, a zo yaouank ha tener, hag al labour a zo bras, rak ar palez n'eo ket evit un den, met evit an AOTROU Doue. 2 Kempennet em eus gant va holl c'halloud, evit ti va Doue, aour evit ar pezh a vo en aour, arc'hant evit ar pezh a vo en arc'hant, arem evit ar pezh a vo en arem, houarn evit ar pezh a vo en houarn, koad evit ar pezh a vo e koad, mein-oniks, mein da ensterniañ, mein-skarboukl, mein a lies liv, mein prizius a bep seurt, marbr gwenn e-leizh. 3 Ha c'hoazh, em c'harantez evit ti va Doue, e roan evit ti va Doue, ouzhpenn an holl draoù am eus kempennet evit ti ar santual, aour hag arc'hant eus va zeñzor din va-unan: 4 tri mil talant aour, aour eus Ofir, ha seizh mil talant arc'hant puraet, evit goleiñ speurioù an ti, 5 an aour evit ar pezh a vo en aour, an arc'hant evit ar pezh a vo en arc'hant, evit pep labour a vo graet dre zaouarn ar vicherourien. Piv a fell dezhañ kinnig hiziv profoù a-youl-vat d'an AOTROU? 6 Ar pennoù tadoù, pennoù meuriadoù Israel, pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, hag ar re a rene labourioù ar roue, a reas profoù a-youl-vat. 7 Reiñ a rejont evit servij ti Doue pemp mil talant ha dek mil drakm aour, dek mil talant arc'hant, triwec'h mil talant arem, kant mil talant houarn. 8 Ar mein prizius en doa pep hini, a lakajont e teñzor ti an AOTROU , etre daouarn Jehiel ar Gershonad. 9 Ar bobl a voe laouen gant ar profoù a-youl-vat-se, rak ober a raent a-greiz o c'halon o frofoù a-youl-vat d'an AOTROU . Hag ar roue David a voe laouen-kenañ ivez. 10 David a vennigas an AOTROU dirak an holl vodadeg, ha David a lavaras: Benniget ra vi, AOTROU , Doue Israel hon tad, a gantved da gantved! 11 Dit-te, AOTROU , eo ar vrasted, an nerzh, ar c'hloar, ar beurbadelezh hag ar veurdez, rak kement a zo en neñvoù ha war an douar a zo dit. Dit-te, AOTROU , eo ar rouantelezh, ha te en em sav e pennroue dreist pep tra. 12 Ar binvidigezh hag an enor a zeu ac'hanout, mestr ez out war bep tra, an nerzh hag ar galloud a zo ez torn, ha da zorn eo a gresk hag a starta an holl draoù. 13 Bremañ, hon Doue, e trugarekaomp ac'hanout hag e veulomp da anv glorius. 14 Rak piv on ha petra eo va fobl evit kaout ar galloud da brofañ a-youl-vat evel-se? Rak pep tra a zeu ac'hanout, hag eus da zorn e teu ar pezh a ginnigomp dit. 15 Diavaezidi ez omp dirazout, hag ostizidi, evel hon tadoù. Hon deizioù war an douar a zo evel ar skeud, ha n'eus esperañs ebet. 16 AOTROU hon Doue, eus da zorn e teu an holl fonnusted-se hon eus kempennet evit sevel un ti da'z anv santel, ha pep tra a zo dit. 17 Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat. 18 AOTROU , Doue Abraham, Izaak hag Israel, hon tadoù, mir da viken doug ar soñjoù-se e kalon da bobl, ha starta o c'halon ennout. 19 Ro ivez ur galon eeun da Salomon va mab, evit mirout da c'hourc'hemennoù, da destenioù ha da lezennoù, evit seveniñ an holl draoù-se, hag evit sevel ar palez am eus kempennet. 20 Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue. 21 An deiz war-lerc'h ec'h aberzhjont aberzhoù d'an AOTROU , hag e kinnigjont loskaberzhoù d'an AOTROU: mil kole, mil tourz, mil oan, gant o evadkinnigoù, hag aberzhoù e-leizh evit holl Israel. 22 Debriñ hag evañ a rejont en deiz-se dirak an AOTROU gant ul levenez vras. Hag ec'h embannjont roue evit an eil gwech Salomon mab David. E oleviñ a rejont dirak an AOTROU evel rener, ha Zadok evel aberzhour. 23 Salomon a azezas eta war dron an AOTROU evel roue, e lec'h David e dad, hag e reas berzh, hag holl Israel a sente outañ. 24 An holl bennoù, hag an dud kadarn, hag holl vibien ar roue David zoken a asantas da blegañ d'ar roue Salomon. 25 Hag an AOTROU a savas Salomon uhel-tre dirak holl Israel, hag a roas dezhañ ur splannder roueel, evel n'o doa bet a-raok dezhañ roue ebet en Israel. 26 Evel-se, David mab Jese en doa renet war holl Israel. 27 An amzer en doa renet war Israel a voe daou-ugent vloaz. Ren a reas seizh vloaz en Hebron, ha tri bloaz ha tregont e Jeruzalem. 28 Mervel a reas en ur gozhni vras, gwalc’het a zeizioù, a binvidigezhioù hag a c'hloar. Ha Salomon e vab a renas en e lec'h. 29 Diwar-benn oberoù ar roue David, ken ar re gentañ evel ar re ziwezhañ, setu, emaint skrivet e levr Samuel an diouganer, e levr Natan ar profed, hag e levr Gad ar gwelour, 30 gant e holl ren ha galloud, hag ar pezh a c'hoarvezas en e amzer, ken en Israel evel en holl rouantelezhioù ar broioù all. |