Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Danevelloù 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 28

1 David a zastumas e Jeruzalem holl bennoù Israel, pennoù ar meuriadoù, pennoù ar c'hevrennoù a servije ar roue, ar pennoù a vilieroù, ar pennoù a gantoù, ar re a velestre holl vadoù hag holl dropelloù ar roue, e vibien, ar spazhidi, an dud kadarn hag ar vrezelourien galonek.

2 Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.

3 Met Doue en deus lavaret din: Ne savi ket un ti da'm anv, dre ma'z out un den a vrezel ha gwad ac'h eus skuilhet.

4 An AOTROU Doue Israel en deus va dibabet a-douez holl di va zad evit bezañ roue war Israel da viken. Rak dibabet en deus Juda evel rener, hag a-douez ti Juda, dibabet en deus ti va zad, hag a-douez mibien va zad, kemeret en deus plijadur ennon, evit va lakaat da ren war holl Israel.

5 Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.

6 Hag en deus lavaret din: Salomon da vab eo a savo va zi ha va leurennoù, rak e zibabet em eus evidon evel mab, ha me a vo evitañ un tad.

7 Ha me a startaio e rouantelezh da viken, ma en em stag d'ober hervez va gourc'hemennoù ha va barnedigezhioù evel hiziv.

8 Bremañ eta, dirak daoulagad holl Israel, bodadeg an AOTROU , ha dirak hon Doue a glev, mirit ha klaskit holl c'hourc'hemennoù an AOTROU ho Toue, evit ma perc'hennot ar vro vat-mañ, ha ma roiot anezhi da hêrezh d'ho mibien war ho lerc'h da viken.

9 Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.

10 Taol evezh bremañ, an AOTROU en deus da zibabet evit sevel un ti evel santual. En em galoneka, ha dit da labourat.

11 David a roas da Salomon e vab skouer ar porched, ar savadurioù, ar c'hambroù-teñzor, ar c'hambroù uhel, ar c'hambroù-diabarzh hag al lec'h-a-drugarez;

12 reiñ a reas ar skouer eus an holl draoù en doa bet dre ar Spered, evit leurennoù ti an AOTROU , evit an holl gambroù tro-dro, evit teñzorioù ti an AOTROU , evit teñzorioù an traoù santel,

13 evit kevrennoù an aberzhourien hag al Levited, evit holl labour ar servij e ti an AOTROU , evit holl listri ar servij e ti an AOTROU ;

14 reiñ a reas an traoù-aour gant ar pouez a aour evit holl listri a bep servij, an traoù-arc'hant gant ar pouez evit holl listri a bep servij;

15 reiñ a reas ar pouez eus ar c'hantolorioù aour hag eus o lampoù aour gant pouez pep kantolor hag e lampoù, pouez ar c'hantolorioù arc'hant gant pouez pep kantolor hag e lampoù, hervez implij pep kantolor;

16 reiñ a reas an aour dre bouez evit taolioù baraoù a ginnig, evit pep taol, an arc'hant evit an taolioù arc'hant,

17 aour glan evit ar fourchetezioù, ar c'hirinoù, an hanafoù, hag evit al listri aour gant pouez pep lestr, ha gant pouez pep lestr arc'hant;

18 aour puraet dre bouez evit aoter an ezañs; reiñ a reas skouer ar c'harr hag ar cherubined aour a astenne o eskell hag a c'holoe arc'h emglev an AOTROU .

19 Kement-se holl a zo dre skrid eus dorn an AOTROU , ha roet en deus din da gompren holl labourioù ar skouer-se.

20 David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .

21 Ha setu kevrennoù an aberzhourien hag al Levited a zo evit holl servij ti Doue. Ha bez' e vo ganit evit an holl labour-se an holl dud a-youl-vat, ampart evit servijoù a bep seurt, hag ar pennoù hag an holl bobl prest d'ober kement a lavari.

Lean sinn:



Sanasan