1 Danevelloù 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 27 1 Mibien Israel hervez o niveradur, pennoù-tadoù, pennoù a vilieroù hag a gantoù, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c'hevrennoù, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioù ar bloaz, pep kevrenn o vezañ pevar mil den warn-ugent. 2 War ar gevrenn gentañ, evit ar miz kentañ, e oa Jashobeam mab Zabdiel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent; 3 eus mibien Perez e oa, ha penn holl gabitened an arme er miz kentañ. 4 War gevrenn an eil miz e oa Dodai an Akokiad; Miklod a oa ivez ur rener eus e gevrenn; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 5 Penn an deirvet arme, evit an trede miz, a oa Benaja mab ar penn-aberzhour Jehojada; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent; 6 ar Benaja-mañ a oa kalonek e-touez an tregont, hag a-us d'an tregont; en e gevrenn e oa Amizadab e vab. 7 Ar pevare, evit ar pevare miz, a oa Asael breur Joab, ha Zebadia e vab war e lerc'h; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 8 Ar pempvet, evit ar pempvet miz, a oa ar penn Shamhud eus Jizrak; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 9 Ar c'hwec'hvet, evit ar c'hwec'hvet miz, a oa Ira mab Ikkesh; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 10 Ar seizhvet, evit ar seizhvet miz, a oa Helez ar Peloniad, eus mibien Efraim; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 11 An eizhvet, evit an eizhvet miz, a oa Sibbekai an Hushaiad, eus tiegezh ar Zerakiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 12 An navet, evit an navet miz, a oa Abiezer eus Anatod, eus ar Venjaminiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 13 An dekvet, evit an dekvet miz, a oa Maharai eus Netofa, eus tiegezh ar Zerakiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 14 An unnekvet, evit an unnekvet miz, a oa Benaja ar Piratoniad, eus mibien Efraim; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 15 An daouzekvet, evit an daouzekvet miz, a oa Heldai eus Netofa, eus tiegezh Otniel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent. 16 Ha setu amañ ar re a oa war veuriadoù Israel. Rener ar Rubeniz a oa Eliezer mab Zikri; eus ar Simeoniz, Shefatia mab Maaka; 17 eus al Levited, Hashabia mab Kemuel; eus re Aaron, Zadok; 18 eus Juda, Elihu eus breudeur David; eus Isakar, Omri mab Mikael; 19 eus Zabulon, Jishmaeja mab Abdia; eus Neftali, Jerimod mab Azriel; 20 eus mibien Efraim, Hoshea mab Azazia; eus hanter-veuriad Manase, Joel mab Pedaja; 21 eus hanter-veuriad all Manase e Galaad, Jiddo mab Zakaria; eus Benjamin, Jaasiel mab Abner; 22 eus Dan, Azareel mab Jerokam. Ar re-se a voe renerien meuriadoù Israel. 23 David ne reas ket niveradeg an Israeliz adalek an oad a ugent vloaz hag izeloc'h, rak an AOTROU en doa lavaret e kreskfe Israel evel stered an neñvoù. 24 Joab mab Zeruja en doa staget gant o niveradeg, met n'echuas ket rak ar gounnar a zeuas war Israel en abeg da-se. Hag o niver ne oa ket kontet e niveradeg Danevelloù ar roue David. 25 Azmaved mab Adiel a oa lakaet war deñzorioù ar roue; Jonatan mab Ozia war an tiez-dastum a oa war ar maez, er c'hêrioù, er c'hêriadennoù hag er c'hreñvlec'hioù; 26 Ezri mab Kelub war oberourien ar parkeier o labourat an douar; 27 Shimei eus Rama war ar gwini; Zabdi eus Shefam war broduerezh ar gwini evit an tiez-dastum a win; 28 Baal-Hanan eus Geder war an olived hag ar sikamor a oa er blaenenn; Joaz war an tiez-dastum a eoul; 29 Shitrai eus Saron war ar saout o peuriñ e Saron; Shafad mab Adlai war ar saout o peuriñ en traoniennoù; 30 Obil an Ismaelad war ar c'hañvaled; Jekdia ar Meronotiad war an azenezed; 31 Jaziz an Hagareniad war an deñved. An holl re-se a oa melestrourien ar madoù a oa d'ar roue David. 32 Jonatan, eontr David, a oa kuzulier, den poellek ha skrib; Jehiel mab Hakmoni a oa tost da vibien ar roue; 33 Akitofel a oa kuzulier ar roue; Hushai an Arkian a oa mignon ar roue; 34 goude Akitofel e voe Jehojada mab Benaja, hag Abiatar; Joab a oa pennjeneral arme ar roue. |