Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Danevelloù 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 26

1 Setu amañ kevrennoù ar borzhierien. Eus ar Gorahiz e voe Meshelemia mab Kora, a-douez mibien Azaf.

2 Mibien Meshelemia a voe: Zakaria ar c'hentañ-ganet, Jediael an eil, Zebadia an trede, Jatniel ar pevare,

3 Elam ar pempvet, Jokanan ar c'hwec'hvet, Eljoenai ar seizhvet.

4 Mibien Obed-Edom a voe: Shemaja ar c'hentañ-ganet, Jozabad an eil, Joak an trede, Sakar ar pevare, Nataneel ar pempvet,

5 Amiel ar c'hwec'hvet, Isakar ar seizhvet, Peultai an eizhvet, rak Doue en doa e venniget.

6 Da Shemaja e vab e voe ganet mibien a renas e ti o zad, rak tud kreñv ha kalonek e oant.

7 Mibien Shemaja a voe: Otni, Refael, Obed, Elzabad hag e vreudeur, tud kadarn, Elihu ha Semakia.

8 An holl re-se a oa eus mibien Obed-Edom. Int, o mibien hag o breudeur a oa tud kadarn, leun a nerzh evit ar servij; bez' e oant daou ha tri-ugent eus Obed-Edom.

9 Mibien Meshelemia gant e vreudeur, tud kadarn, a oa triwec'h.

10 Mibien Hosa, a-douez mibien Merari, a voe: Shimri ar penn, lakaet da benn gant e dad daoust ma ne oa ket ar c'hentañ-ganet,

11 Hilkija an eil, Tebalia an trede, Zakaria ar pevare. Holl vibien ha breudeur Hosa a oa trizek.

12 D'ar c'hevrennoù-se a borzhierien, da bennoù an dud-se ha d'o breudeur, e voe roet kargoù evit servij ti an AOTROU .

13 Hag e tennjont d'ar sord, re vihan ha re vras, hervez tiez o zadoù, evit pep dor.

14 Tu ar sav-heol a zo kouezhet gant Shelemia dre ar sord. Tennañ a rejont d'ar sord evit Zakaria e vab, a oa ur c'huzulier fur, hag eo kouezhet gantañ tu an hanternoz dre ar sord.

15 Tu ar c'hreisteiz a zo kouezhet gant Obed-Edom, ha ti-dastum gant e vibien.

16 Gant Shuppim hag Hosa eo kouezhet tu ar c'huzh-heol, gant dor Shalleked war an hent a bign, ur gward dirak egile.

17 Bez' e oa ouzh ar sav-heol c'hwec'h Leviad, ouzh an hanternoz bemdez pevar, ouzh ar c'hreisteiz bemdez pevar, e pep hini eus an daou di-dastum daou,

18 ouzh ar c'huzh-heol war-zu Parbar pevar etrezek an hent ha daou e Parbar.

19 Ar re-se e voe kevrennoù ar borzhierien evit mibien ar Gorahiz hag evit mibien Merari.

20 Hag a-douez al Levited, Akija a oa lakaet war deñzorioù ti Doue ha war deñzorioù a traoù santel.

21 A-douez mibien Laadan, mibien ar C'hershonited o tont eus Laadan, a-douez pennoù-tadoù eus Laadan ar Gershonad, Jehieli,

22 ha mibien Jehieli, Zetam ha Joel e vreur, a oa lakaet war deñzorioù ti an AOTROU

23 A-douez an Amramited, ar Jizehariz, an Hebronited hag an Uzielited,

24 Shebuel mab Gershom, mab Moizez, a oa lakaet war an teñzorioù.

25 E-touez e vreudeur dre Eliezer, a oa Rekabia e vab, hag Izaia e vab, ha Joram e vab, ha Zikri e vab, ha Shelomid e vab,

26 Shelomid hag e vreudeur eo ar re hag a oa lakaet war deñzorioù an traoù santel en doa gouestlet ar roue David, ar pennoù-tadoù, pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, hag ofiserien an arme;

27 gouestlet o doa an traoù-se a zeue eus ar brezelioù hag eus ar preizhoù evit kenderc'hel ti an AOTROU .

28 Ha kement en doa gouestlet Samuel ar gwelour, Saül mab Kish, Abner mab Ner, ha Joab mab Zeruja, an holl draoù gouestlet a oa etre daouarn Shelomid hag e vreudeur.

29 A-douez ar Jizehariz, Kenania hag e vreudeur a oa karget eus al labour a-ziavaez en Israel, evel skribed ha barnerien.

30 A-douez an Hebronited, Hashabia hag e vreudeur, tud kadarn en niver a vil seizh kant, a eveshae war Israel en tu-mañ d'ar Jordan, ouzh ar c'huzh-heol, evit holl labour an AOTROU hag evit servij ar roue.

31 Diwar-benn an Hebronited, Jerija a oa o fenn. En daou-ugentvet bloaz eus ren David, e voe graet un enklask diwar-benn an Hebronited hervez o rummadoù ha tiez o zadoù, hag e voe kavet en o zouez tud kadarn e Jaezer e Galaad.

32 E vreudeur, tud kadarn, a voe daou vil seizh kant penn tadoù. Ar roue David a lakaas anezho war ar Rubeniz, ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, evit holl labour Doue hag evit servij ar roue.

Lean sinn:



Sanasan