1 Danevelloù 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 25 1 David ha pennoù an arme a lakaas a-du, evit ar servij, a-douez mibien Azaf, Heman ha Jedutun, ar re a oa profeded gant telennoù, gant lourennoù ha gant simbalennoù. Ha setu niver an dud implijet evit ar servij-se, hervez o c'harg: 2 eus mibien Azaf: Zakkur, Jozef, Netania, Asharela, mibien Azaf, dindan urzh Azaf a brofede dindan urzh ar roue; 3 eus Jedutun: mibien Jedutun: Gedalia, Zeri, Izaia, Hashabia, Matitia, Shimei, c'hwec'h anezho, dindan urzh o zad Jedutun a brofede gant an delenn evit trugarekaat ha meuliñ an AOTROU ; 4 eus Heman: mibien Heman: Bukkija, Matania, Uziel, Shebuel, Jerimod, Hanania, Hanani, Eliata, Giddalti, Romamti-Ezer, Joshbekasha, Maloti, Hothir, Makaziod; 5 an holl re-se a oa mibien Heman, gwelour ar roue evit ober seniñ ar c'horn hervez urzh Doue. Doue en doa roet da Heman pevarzek mab ha teir merc'h. 6 An holl re-se a oa dindan urzh o zadoù evit ar c'han e ti an AOTROU , gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, evit servij ti Doue. Azaf, Jedutun hag Heman a oa dindan urzhioù ar roue. 7 Hag e oa o niver, gant o breudeur desket da ganañ d'an AOTROU , holl anezho ampart: daou c'hant eizh ha pevar-ugent. 8 Hag e tennjont d'ar sord evit o c'hargoù, re vihan ha re vras, mistri ha diskibien. 9 Ar sord kentañ a zegouezhas evit Azaf da Jozef; an eil da C'hedalia, eñ gant e vreudeur hag e vibien, daouzek; 10 an trede da Zakkur, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 11 ar pevare da Jizri, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 12 ar pempvet da Netania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 13 ar c'hwec'hvet da Vukkija, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 14 ar seizhvet da Jesarela, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 15 an eizhvet da Izaia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 16 an navet da Vatania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 17 an dekvet da Shimei, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 18 an unnekvet da Azareel, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 19 an daouzekvet da Hashabia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 20 an trizekvet da Shubael, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 21 ar pevarzekvet da Vatitia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 22 ar pemzekvet da Jeremod, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 23 ar c'hwezekvet da Hanania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 24 ar seitekvet da Joshbekasha, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 25 an triwec'hvet da Hanani, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 26 an naontekvet da Valoti, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 27 an ugentvet da Elijata, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 28 an unanvet warn-ugent da Hotir, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 29 an eil warn-ugent da C'hildatti, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 30 an trede warn-ugent da Vakaziod, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; 31 ar pevare warn-ugent da Romamti-Ezer, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek; |