1 Danevelloù 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 24 1 Setu amañ kevrennoù mibien Aaron. Mibien Aaron a voe: Nadab, Abihu, Eleazar, Itamar. 2 Met Nadab hag Abihu a varvas a-raok o zad, ha n'o doe mab ebet. Hag Eleazar hag Itamar a voe aberzhourien. 3 David, gant Zadok a-douez mibien Eleazar hag Akimelek a-douez mibien Itamar, a rannas anezho hervez o c'hargoù en o servij. 4 En em gavout a reas e-touez mibien Eleazar muioc'h a bennoù eget e-touez mibien Itamar, hag e voent rannet evel-se: pennoù tiez o zadoù evit mibien Eleazar, c'hwezek; pennoù tiez o zadoù evit mibien Itamar, eizh. 5 Rannet e voent dre ar sord, an eil re gant ar re all, rak bez' e oa gouarnourien ar santual ha gouarnourien ti Doue a-douez mibien Eleazar hag a-douez mibien Itamar. 6 Shemaja mab Natanael, ar skrib, eus meuriad Levi, a verkas anezho dirak ar roue hag ar briñsed, dirak Zadok an aberzhour, Akimelek mab Abiatar, ha dirak pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Un ti tadel a voe tennet d'ar sord evit Eleazar, hag unan all a voe tennet evit Itamar. 7 Ar sord kentañ a zegouezhas da Jehojarib, an eil da Jedaja, 8 an trede da Harim, ar pevare da Seorim, 9 ar pempvet da Valkija, ar c'hwec'hvet da Vijamin, 10 ar seizhvet da Hakkoz, an eizhvet da Abija, 11 an navet da Jozue, an dekvet da Shekania, 12 an unnekvet da Eliashib, an daouzekvet da Jakim, 13 an trizekvet da Huppa, ar pevarzekvet da Jeshebeab, 14 ar pemzekvet da Vilga, ar c'hwezekvet da Immer, 15 ar seitekvet da Hezir, an triwec'hvet da Hapizez, 16 an naontekvet da Betakja, an ugentvet da Ezekiel, 17 an unanvet warn-ugent da Jakin, an eil warn-ugent da C'hamul, 18 an trede warn-ugent da Zelaja, ar pevare warn-ugent da Vaazia. 19 Evel-se e voent renket evit o servij, evit mont da di an AOTROU , hervez ar reolenn lakaet gant Aaron o zad, evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ an AOTROU Doue Israel. 20 Setu amañ an nemorant eus mibien Levi. Eus mibien Amram: Shubael; eus mibien Shubael: Jekdia; 21 eus Rekabia, eus mibien Rekabia: Jishija ar penn; 22 eus ar Jizehariz: Shelomod; eus mibien Shelomod: Jakad; 23 eus mibien Hebron: Jerija, Amaria an eil, Jakaziel an trede, Jekameam ar pevare; 24 eus mibien Uziel: Mika; eus mibien Mika: Shamir; 25 breur Mika: Jishija; eus mibien Jishija: Zakaria; 26 eus mibien Merari: Makli, Mushi; eus mibien Jaazija e vab, 27 mibien Merari dre Jaazija e vab: Shoham, Zakkur, Ibri; 28 eus Makli: Eleazar ha n'en doe mab ebet; 29 eus Kish: mab Kish Jerakmeel; 30 eus mibien Mushi: Makli, Eder, Jerimod. Ar re-se a voe mibien al Levited hervez tiez o zadoù. 31 Int ivez, evel o breudeur mibien Aaron, a dennas d'ar sord dirak ar roue David, Zadok, Akimelek, ha pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Hag evel-se e voe, evit ur penn tadoù hag evit an disterañ eus e vreudeur. |