1 Danevelloù 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 1 David a lavaras: Amañ e vo ti an AOTROU Doue, hag amañ e vo aoter al loskaberzhoù evit Israel. 2 David a c'hourc'hemennas dastum an diavaezidi a oa e bro Israel, hag e kemeras en o zouez benerien da gizellañ mein-ben evit sevel ti Doue. 3 David a gempennas ivez houarn e-leizh evit tachoù stalafioù an dorojoù hag evit ar c'hraponoù, hag arem e-leizh na c'helled ket pouezañ, 4 ha koad sedrez diniver rak kaset o doa ar Sidoniz hag an Diriz koad sedrez e-leizh da Zavid. 5 Ha David a lavare: Va mab Salomon a zo yaouank ha tener, hag an ti a zo da sevel d'an AOTROU a zle bezañ savet uhel-meurbet, evit kaout brud ha gloar en holl vroioù. Fellout a ra din eta kempenn evitañ an holl draoù. Hag e kempennas David traoù e-leizh a-raok e varv. 6 Hag e c'halvas Salomon e vab, hag e c'hourc'hemennas dezhañ sevel un ti d'an AOTROU , Doue Israel. 7 David a lavaras da Salomon: Va mab, c'hoant am boa me va-unan da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue. 8 Met komz an AOTROU a voe disklêriet din evel-henn: Skuilhet ec'h eus gwad e-leizh, graet ec'h eus brezelioù bras, ne savi ket un ti da'm anv, rak gwad e-leizh ac'h eus skuilhet war an douar dirazon. 9 Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon, hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad. 10 Eñ eo a savo un ti da'm anv. Eñ a vo evidon ur mab, ha me a vo evitañ un tad, hag e startain tron e rouantelezh war Israel da viken. 11 Bremañ, va mab, ra vo an AOTROU ganit, evit ma ri berzh ha ma savi ti an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret diwar da benn. 12 Ra roio hepken an AOTROU dit furnez ha skiant, ha ra lakaio ac'hanout da ren war Israel, en ur virout lezenn an AOTROU da Zoue. 13 Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na'z pez ket aon. 14 Setu, em zrubuilhoù em eus kempennet evit ti an AOTROU kant mil talant aour hag ur milion a dalantoù arc'hant, hag arem hag houarn e-leizh, na c'heller ket pouezañ. Kempennet em eus ivez koad ha mein, hag e lakai ouzhpenn. 15 Ganit ez eus kalz a vicherourien, a venerien, a gilvizien, hag a bep seurt tud ampart e kement seurt a labourioù. 16 An aour, an arc'hant, an arem hag an houarn a zo diniver. Sav ha gra! Ha ra vo an AOTROU ganit! 17 David a urzhias ivez da holl bennoù Israel skoazellañ Salomon e vab, o lavarout: 18 Ha n'emañ ket an AOTROU ho Toue ganeoc'h? Ha n'en deus ket roet deoc'h diskuizh a bep tu? Rak roet en deus etre va daouarn tud ar vro, hag ar vro a zo sujet dirak an AOTROU ha dirak e bobl. 19 Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU . |