1 Danevelloù 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 1 Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, Joab a gasas al lod brasañ eus an arme da zistrujañ bro mibien Ammon, hag ez eas da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem, ha Joab a bilas Rabba hag a zistrujas anezhi. 2 David a gemeras ar gurunenn diwar benn o roue, hag e voe kavet e poueze un talant aour, hag e oa enni mein prizius. Lakaet e voe war benn David, a gasas gantañ eus kêr un diwisk bras-meurbet. 3 Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hañ ha da heskennat gant ogedoù-houarn, bouc'hili hag heskennoù. David a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl. 4 Goude-se e voe ur brezel e Gezer a-enep ar Filistined. Sibbekai an Hushaiad a lazhas Sippai, unan eus mibien Rafa, hag e voent izelaet. 5 Bez' e voe c'hoazh ur brezel a-enep ar Filistined. Elkanan mab Jair a lazhas Lakmi eus Gad, breur Goliad, a oa koad e c'hoaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader. 6 Bez' e voe c'hoazh ur brezel e Gad, e-lec'h ma en em gavas un den a vent bras, en doa c'hwec'h biz war bep dorn ha war bep troad, pevar warn-ugent en holl. Eñ ivez a oa ganet eus Rafa. 7 Dismegañsiñ a reas Israel, ha Jonatan mab Shimea, breur David, a lazhas anezhañ. 8 Ar re-se a oa ganet eus Rafa e Gad, hag e kouezhjont dre zorn David ha dre zorn e servijerien. |