Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Danevelloù 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Setu amañ mibien Israel: Ruben, Simeon, Levi, Juda, Isakar, Zabulon,

2 Dan, Jozef, Benjamin, Neftali, Gad, Aser.

3 Mibien Juda a voe: Er, Onan, Shela, an tri a voe ganet dezhañ eus merc'h Shua ar Gananeadez. Er, kentañ-ganet Juda, a voe drouk dirak an AOTROU , a reas anezhañ mervel.

4 Tamar, e verc'h-kaer, a c'hanas dezhañ: Perez ha Zerak. Holl vibien Juda: pemp.

5 Mibien Perez a voe: Hezron hag Hamul.

6 Mibien Zerak a voe: Zimri, Etan, Heman, Kalkol, Darah. Holl anezho: pemp.

7 Mab Karmi a voe: Akar, a drubuilhas Israel o pec'hiñ diwar-benn an traoù lakaet da verz.

8 Mab Etan a voe: Azaria.

9 Ar vibien bet ganet da Hezron a voe: Jerakmeel, Ram, Kelubai.

10 Ram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Nashon, priñs mibien Juda.

11 Nashon a voe tad da Salma. Salma a voe tad da Voaz.

12 Boaz a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.

13 Jese a voe tad da Eliab e gentañ-ganet, Abinadab an eil, Shimea an trede,

14 Natanael ar pevare, Raddai ar pempvet,

15 Ozem ar c'hwec'hvet, David ar seizhvet.

16 O c'hoarezed a voe: Zeruja hag Abigail. Mibien Zeruja a voe: Abishai, Joab, Asael, tri anezho.

17 Abigail a c'hanas Amasa; tad Amasa a voe Jeter an Ismaelad.

18 Kaleb mab Hezron a voe tad da vibien eus Azuba e wreg hag eus Jeriod. He mibien a voe: Jesher, Shobab, Ardon.

19 Azuba a varvas ha Kaleb a gemeras Efrad, a c'hanas dezhañ Hur.

20 Hur a voe tad da Uri, hag Uri a voe tad da Vezaleel.

21 Goude-se Hezron a yeas etrezek merc'h Makir tad Galaad, hag he c'hemeras en oad a dri-ugent vloaz; hi a c'hanas dezhañ Segub.

22 Segub a voe tad da Jair, en doe teir c'hêr warn-ugent e bro C'halaad.

23 Geshur hag Aram a gemeras dezho bourc'h Jair hag hini Kenad gant he c'hêriadennoù tro-dro, tri-ugent kêr. An holl re-se a voe mibien Makir tad Galaad.

24 Goude marv Hezron e Kaleb-Efrata, Abija gwreg Hezron a c'hanas dezhañ Ashur tad Tekoa.

25 Mibien Jerakmeel kentañ-ganet Hezron a voe: Ram e gentañ-ganet, Buna, hag Oren hag Ozem ganet eus Akija.

26 Jerakmeel en doe ur wreg all anvet Atara, a voe mamm da Onam.

27 Mibien Ram kentañ-ganet Jerakmeel a voe: Maaz, Jamin, Eker.

28 Mibien Onam a voe: Shammai ha Jada. Mibien Shammai a voe: Nadab hag Abishur.

29 Anv gwreg Abishur a voe Abihail, a c'hanas dezhañ: Akban ha Molid.

30 Mibien Nadab a voe: Seled hag Appaim. Seled a varvas hep mibien.

31 Mab Appaim a voe: Jishei. Mab Jishei a voe: Sheshan. Mab Sheshan a voe: Aklai.

32 Mibien Jada breur Shammai a voe: Jeter ha Jonatan. Jeter a varvas hep mibien.

33 Mibien Jonatan a voe: Peled ha Zara. Ar re-se a voe mibien Jerakmeel.

34 Sheshan n'en doe ket a vab met merc'hed. Sheshan en doa ur servijer Ejipsian anvet Jarka.

35 Sheshan a roas e verc'h da wreg da Jarka e servijer, hag e c'hanas dezhañ Atai

36 Atai a voe tad da Natan. Natan a voe tad da Zabad.

37 Zabad a voe tad da Eflal. Eflal a voe tad da Obed.

38 Obed a voe tad da Jehu. Jehu a voe tad da Azaria.

39 Azaria a voe tad da Halez. Halez a voe tad da Elasa.

40 Elasa a voe tad da Sismai. Sismai a voe tad da Shallum.

41 Shallum a voe tad da Jekamia. Jekamia a voe tad da Elishama.

42 Mibien Kaleb breur Jerakmeel a voe: Mesha e gentañ-ganet, a voe tad da Zif, ha mibien Maresha tad Hebron.

43 Mibien Hebron a voe: Kora, Tappuak, Rekem, Shema.

44 Shema a voe tad da Raham tad Jorkeam. Rekem a voe tad da Shammai.

45 Mab Shammai a voe: Maon. Maon a voe tad da Vet-Zur.

46 Efa serc'h Kaleb a c'hanas: Haran, Moza, Gazez. Haran a voe tad da C'hazez.

47 Mibien Jahdai a voe: Regem, Jotam, Geshan, Peled, Efa, Shaaf.

48 Maaka serc'h Kaleb a c'hanas: Sheber ha Tirhana.

49 Genel a reas ivez: Shaaf tad Madmana, Sheva tad Makbena ha tad Gibea. Merc'h Kaleb a voe: Aksa.

50 Ar re-mañ a voe mibien Kaleb: Shobal mab Hur kentañ-ganet Efrata tad Kirjad-Jearim,

51 Salma tad Betlehem, Haref tad Bet-Gader.

52 Mibien Shobal tad Kirjad-Jearim a voe: Haroe hag Hazi-Menuod.

53 Kerent Kirjad-Jearim a voe: ar Jetrianed, ar Butianed, ar Shumatiz, ar Vishraiz. Eus ar re-se eo deuet ar Zoreatiz hag an Estaoliz.

54 Mibien Salma a voe: Betlehem, an Netofatiz, Atrod, tiegezh Joab, Hazi-Menuod, ar Zoreianed.

55 Kerent ar skribed a oa o chom e Jabez a voe: an Diratiz, ar Shimeatiz, ar Sukatiz. Ar re-se a voe ar Genianed deuet eus Hamad tad tiegezh Rekab.

Lean sinn:



Sanasan