1 Danevelloù 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 19 1 Goude-se e varvas Nakash roue mibien Ammon, hag e vab a renas war e lerc'h. 2 David a lavaras: Madelezhus e vin e-keñver Hanun mab Nakash, rak e dad a zo bet madelezhus em c'heñver. David a gasas kannaded evit e frealziñ diwar-benn e dad. Servijerien David a zeuas da vro mibien Ammon da gavout Hanun, evit e frealziñ. 3 Met pennoù mibien Ammon a lavaras da Hanun: Ha soñjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriñ da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiñ, distrujañ ha spiañ ar vro ez eo deuet e servijerien da'z kavout? 4 Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas anezho, a droc'has o dilhad dre ar c'hreiz betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit. 5 Hag e teujod da lavarout da Zavid ar pezh a oa bet graet d'an den-se, hag e kasas tud en arbenn dezho, rak mezhek-tre e oa an dud-se. Ar roue a lavaras dezho: Chomit e Jeriko ken na vo bountet ho parv, ha neuze e tistroiot. 6 Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas mil talant arc'hant evit goprañ kirri ha marc'hegerien e-kichen ar Siriz eus Mezopotamia hag ar Siriz eus Maaka ha Zoba. 7 Hag e c'hoprjont daou vil karr ha tregont, ha roue Maaka hag e bobl a zeuas hag a gampas dirak Medeba. Mibien Ammon en em zastumas eus o c'hêrioù hag a zeuas evit ober brezel. 8 David, o vezañ klevet kement-se, a gasas Joab hag e holl arme, tud kadarn. 9 Mibien Ammon a yeas er-maez hag en em renkas evit an emgann a-dal da zor kêr. Ar rouaned a oa deuet a oa a-du war ar maez. 10 Joab, o welout e oa an arme troet a-enep dezhañ a-dreñv hag a-raok, a zibabas soudarded a-douez holl re wellañ Israel, hag o renkas a-enep ar Siriz, 11 hag e roas renerezh an nemorant eus ar bobl da Abishai e vreur, hag o renkas a-enep mibien Ammon. 12 Hag e lavaras: Mar bez kreñvoc'h egedon ar Siriz, e teui da'm sikour, ha mar bez kreñvoc'h egedout mibien Ammon, me a zeuio da'z sikour. 13 Bez kreñv, diskouezomp kalon evit hor pobl hag evit kêrioù hon Doue. Ra vo graet gant an AOTROU evel ma kavo mat. 14 Neuze Joab hag ar bobl a oa gantañ a dostaas evit stourm a-enep ar Siriz, met ar re-mañ a dec'has kuit dirazañ. 15 Mibien Ammon, o welout e tec'he ar Siriz, a dec'has kuit int ivez dirak Abishai breur Joab, hag ez ejont e kêr. Joab a zistroas da Jeruzalem. 16 Ar Siriz, o welout e oant bet trec'het gant Israel, a gasas kannaded da lakaat da zont ar Siriz a oa en tu all d'ar stêr. Shofak penn arme Hadarezer a rene anezho. 17 Kement-se a voe lavaret da Zavid, a zastumas holl Israel, a dremenas ar Jordan, a yeas etrezek enno, hag en em renkas en o enep. David en em renkas a-enep ar Siriz, hag e stourmjont en e enep. 18 Hag ar Siriz a dec'has dirak Israel. David a zistrujas seizh mil karr siriat, daou-ugent mil troadeg a voe lazhet, ha Shofak penn an arme. 19 Servijerien Hadarezer, o welout e oant bet pilet gant Israel, a reas peoc'h gant David, hag e voent sujet dezhañ. Hag ar Siriz ne fellas ken dezho skoazellañ mibien Ammon. |