1 Danevelloù 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 1 Goude-se, David a drec'has ar Filistined hag a izelaas anezho, hag e tapas Gad hag he c'hêrioù eus dorn ar Filistined. 2 Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. 3 David a drec'has Hadarezer roue Zoba war-zu Hamad, pa'z eas da astenn e harzoù etrezek ar stêr Eufratez. 4 David a gemeras digantañ mil karr, seizh mil marc'heger hag ugent mil troadeg. Troc'hañ a reas jaritelloù ar c'hezeg eus an holl girri, met mirout a reas kant karr. 5 Ar Siriz eus Damask a zeuas da skoazellañ Hadarezer roue Zoba, ha David a drec'has daou vil Siriad warn-ugent. 6 David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae. 7 David a gemeras ar skoedoù aour a oa gant servijerien Hadarezer, hag a zegasas anezho da Jeruzalem. 8 Degas a reas ivez eus Tibkad hag eus Kun, kêrioù Hadarezer, arem e-leizh. Salomon a reas gantañ ar mor arem, ar c'holonennoù hag al listri arem. 9 Tohu roue Hamad a ouezas en doa trec'het David holl arme Hadarezer roue Zoba, 10 hag e kasas Hadoram e vab etrezek ar roue David evit saludiñ anezhañ hag e veuliñ eus m'en doa graet brezel a-enep Hadarezer hag e drec'het. Rak Hadarezer a oa bet en ur brezel kendalc'hus gant Tohu, hag e kasas a bep seurt listri aour, arc'hant hag arem. 11 Ar roue David a gensakras anezho d'an AOTROU , gant an arc'hant hag an aour en doa degaset eus an holl vroadoù, eus Edom, eus Moab, eus mibien Ammon, eus ar Filistined hag eus Amalek. 12 Abishai mab Zeruja a drec'has triwec'h mil Edomad e traonienn an Holen, 13 hag e lakaas gwarnizonoù en Edom, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae. 14 David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl. 15 Joab mab Zeruja a oa penn an arme, Jozafad mab Akilud a oa teuliour, 16 Zadok mab Akitub hag Abimelek mab Abiatar a oa aberzhourien, Shavsha a oa skrib, 17 Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa ar re gentañ e-kichen ar roue. |