1 Danevelloù 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 17 1 Pa voe staliet David en e di, e lavaras da Natan ar profed: Setu emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h emglev an AOTROU a zo dindan pallinier. 2 Natan a lavaras da Zavid: Gra kement a zo ez kalon, rak Doue a zo ganit. 3 Ha setu en noz-se e voe disklêriet komz Doue da Natan o lavarout: 4 Kae ha lavar da Zavid va servijer: Evel-henn e komz an AOTROU: N'eo ket te a savo un ti din evit chom ennañ. 5 Rak n'on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet Israel da bignat betek hiziv, met bet on eus teltenn da deltenn, hag eus un tabernakl d'egile. 6 E pep lec'h ma em eus kerzhet gant holl Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus barnerien Israel am boa gourc'hemennet dezho peuriñ va fobl, o lavarout: Perak n'hoc'h eus ket savet din un ti? 7 Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel, 8 bet on ganit dre holl lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv evel anv ar re vras a zo war an douar, 9 reiñ a rin ul lec'h da'm fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec'h-se, ha ne vint ken dilec'hiet; mibien an direizhder ne wastint ken anezho evel diagent, 10 abaoe an deizioù ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Izelaet em eus da holl enebourien, hag e kemennan dit penaos an AOTROU a savo un ti dit. 11 Pa vo peurechu da zeizioù hag ez i kuit gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, unan eus da vibien, ha me a startaio e ren. 12 Eñ eo a savo din un ti, ha me a startaio e dron da viken. 13 Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab, ha ne lamin ket digantañ va gras, evel ma em eus he zennet digant an hini a oa ez raok. 14 Me a ziazezo anezhañ em zi hag em rouantelezh da viken, hag e zron a vo startaet da viken. 15 Natan a gomzas ouzh David hervez an holl gomzoù-se hag hervez an holl weledigezh-se. 16 Neuze ar roue David a zeuas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU , hag a lavaras: Piv ez on, AOTROU Doue? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ? 17 Met nebeut a dra eo da'z taoulagad, o Doue! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell, hag ec'h eus sellet ouzhin evel ouzh un den a renk uhel, o AOTROU Doue! 18 Petra a c'hellfe David lavarout dit diwar-benn an enor a rez da'z servijer? Anavezout a rez da servijer. 19 O AOTROU! Abalamour da'z servijer, hag hervez da galon, ec'h eus graet an holl draoù bras-se, evit reiñ da anavezout an holl draoù bras-se. 20 O AOTROU! Nikun n'eo heñvel ouzhit, ha n'eus Doue all ebet nemedout, hervez kement hon eus klevet gant hon divskouarn. 21 Ha bez' ez eus war an douar ur vroad heñvel ouzh da bobl Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, hag evit ober dit un anv dre draoù bras ha spontus, en ur gas kuit broadoù dirak da bobl ac'h eus dasprenet eus an Ejipt? 22 Lakaet ec'h eus da bobl Israel evit bezañ da bobl da viken, ha te, AOTROU , te a zo deuet o Doue. 23 Ha bremañ, AOTROU , ra vo start da viken an traoù ac'h eus disklêriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec'h eus lavaret! 24 Ra vo startaet, ra vo meuraet da anv da viken, evit ma vo lavaret: AOTROU an armeoù, Doue Israel, a zo Doue evit Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout! 25 Rak te da-unan, va Doue, te ac'h eus disklêriet da'z servijer e savfe un ti dezhañ. Setu perak en deus kredet da servijer pediñ dirazout. 26 Ha bremañ, AOTROU , te a zo Doue, ha prometet ec'h eus da'z servijer an eurvad-se. 27 Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak ar pezh a vennigez, AOTROU , a zo benniget da viken. |