1 Danevelloù 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 1 Degas a rejont eta arc'h Doue, hag e lakajont anezhi e-kreiz an deltenn en doa savet David. Hag e voe kinniget loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak Doue. 2 P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv an AOTROU . 3 Hag e lodennas d'an holl Israeliz, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin. 4 Hag e lakaas Levited evit ober ar servij dirak arc'h an AOTROU , evit eñvoriñ, trugarekaat ha meuliñ an AOTROU Doue Israel: 5 Azaf ar penn, Zakaria an eil, Jeiel, Shemiramod, Jehiel, Matitia, Eliab, Beneja, Obed-Edom, Jeiel. Ganto e oa binvioù, lourennoù ha telennoù, hag Azaf a sone gant simbalennoù. 6 An aberzhourien Benaja ha Jakaziel a sone dalc'hmat gant trompilhoù dirak arc'h emglev Doue. 7 En deiz-se, evit ar wech kentañ, David a roas da Azaf ha d'e vreudeur ar garg eus meuliñ an AOTROU , evel-henn: 8 Meulit an AOTROU , pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras! 9 Kanit dezhañ, salmit dezhañ, komzit eus e holl vurzhudoù! 10 Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio kalon ar re a glask an AOTROU! 11 Klaskit an AOTROU hag e nerzh, klaskit dalc'hmat e zremm! 12 Ho pet soñj eus ar burzhudoù en deus graet, eus e virakloù hag eus barnedigezhioù e c'henoù, 13 lignez Israel e servijer, mibien Jakob e zibabet! 14 Eñ eo an AOTROU hon Doue, e varnedigezhioù a zo war an douar holl. 15 Ho pet soñj da viken eus e emglev, eus e bromesa a reas evit mil rummad, 16 eus an emglev a reas gant Abraham, eus al le a reas da Izaak, 17 hag a startaas e Jakob evit bezañ ur reol, evit bezañ da Israel un emglev peurbadus, 18 o lavarout: Me a roio dit bro Ganaan, lod ho hêrezh eo. 19 Pa ne oant nemet un dornad tud, nebeut anezho ha diavaezidi er vro, 20 o vont a vroad da vroad hag a rouantelezh d'ur rouantelezh all, 21 ne lezas den d'o gwaskañ, hag e kastizas rouaned abalamour dezho, 22 o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na rit ket a zroug da'm frofeded! 23 Kanit d'an AOTROU , tud an douar holl! Embannit e silvidigezh a zeiz da zeiz! 24 Disklêriit e c'hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù! 25 Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioù uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoù, 26 rak holl zoueoù ar pobloù a zo idoloù, met an AOTROU a reas an neñvoù. 27 Ar gaerded hag ar veurded a zo dirazañ, an nerzh hag al levenez a zo en e chomlec'h. 28 Roit d'an AOTROU , tiegezhioù ar pobloù, rentit d'an AOTROU gloar ha nerzh! 29 Rentit d'an AOTROU ar c'hloar dleet d'e anv. Degasit ar profoù, ha deuit dirazañ. Stouit dirak an AOTROU en ur c'haerder santel! 30 Krenit dirazañ, tud an douar holl! Start eo ar bed ha ne vrañsell ket. 31 Ra laouenaio an neñvoù ha ra drido an douar gant levenez! Ra vo lavaret e-touez ar broadoù: An AOTROU a ren! 32 Ra dregerno ar mor gant kement a zo ennañ, ra laouenaio ar maezioù ha kement a zo enno, 33 ra gano a levenez holl wez ar c'hoadoù dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. 34 Kinnigit trugarekadennoù d'an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken! 35 Lavarit: Salv-ni, o Doue hor silvidigezh, hag hon dastum hag hon tenn a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù. 36 Benniget ra vo an AOTROU , Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU! 37 Hag e voe lezet eno, dirak arc'h emglev an AOTROU , Azaf hag e vreudeur, evit ober dalc'hmat ar servij dirak an arc'h, hervez ar pezh a zo d'ober bemdez; 38 hag Obed-Edom gant e vreudeur, eizh ha tri-ugent, Obed-Edom mab Jedutun hag Hosa evel porzhierien; 39 ha Zadok an aberzhour gant e vreudeur aberzhourien, dirak tabernakl an AOTROU , war an uhellec'h a oa e Gabaon, 40 evit kinnig dalc'hmat loskaberzhoù d'an AOTROU war aoter al loskaberzhoù, da vintin ha d'abardaez, hag evit ober hervez kement a zo skrivet e lezenn an AOTROU , a zo bet urzhiet gantañ da Israel; 41 ha ganto e oa Heman ha Jedutun, hag ar re all a oa bet dibabet ha merket dre o anv evit meuliñ an AOTROU , rak e vadelezh a bad da viken; 42 ganto e oa Heman ha Jedutun, gant trompilhoù ha simbalennoù evit ar re a lakae anezho da seniñ, ha gant binvioù evit Doue; mibien Jedutun a oa porzhierien. 43 Hag an holl bobl a yeas kuit, pep hini d'e di. David a zistroas da vennigañ e di. |