1 Danevelloù 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 1 David a savas tiez evitañ e-unan e kêr David, hag e kempennas ul lec'h evit arc'h Doue, hag e savas un deltenn eviti. 2 Lavarout a reas: Arc'h Doue ne zle bezañ douget nemet gant al Levited, rak an AOTROU en deus dibabet anezho evit ober he servij da viken. 3 David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi. 4 David a zastumas mibien Aaron hag al Levited: 5 eus mibien Kehad, Uriel ar penn hag e vreudeur, kant ugent; 6 eus mibien Merari, Asaja ar penn hag e vreudeur, daou c'hant ugent; 7 eus mibien Gershon, Joel ar penn hag e vreudeur, kant tregont; 8 eus mibien Elizafan, Shemaja ar penn hag e vreudeur, daou c'hant; 9 eus mibien Hebron, Eliel ar penn hag e vreudeur, pevar-ugent; 10 eus mibien Uziel, Aminadab ar penn hag e vreudeur, kant daouzek. 11 David a c'halvas Zadok hag Abiatar an aberzhourien, hag al Levited Uriel, Asaja, Joel, Shemaja, Eliel hag Aminadab, 12 hag e lavaras dezho: C'hwi hag a zo pennoù tadoù al Levited, en em santelait, c'hwi hag ho preudeur, ha degasit arc'h an AOTROU Doue Israel betek al lec'h ma em eus kempennet dezhi. 13 Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp. 14 An aberzhourien hag al Levited en em santelajont, evit degas arc'h an AOTROU Doue Israel. 15 Mibien al Levited a zougas arc'h Doue war o skoazioù, gant ar barrennoù, evel m'en doa gourc'hemennet Moizez, hag hervez komz an AOTROU . 16 David a lavaras da bennoù al Levited dibab o breudeur, ar ganerien, gant o binvioù, lourennoù, telennoù ha simbalennoù, evit seniñ hag ober klevout o mouezhioù gant levenez. 17 Al Levited a zibabas: Heman mab Joel; a-douez e vreudeur, Azaf mab Berekia; a-douez mibien Merari o breudeur, Etan mab Kushaja; 18 ha ganto, o breudeur evit an eil renk, Zakaria, Ben, Jaaziel, Shemiramod, Jehiel, Unni, Eliab, Benaja, Maaseja, Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel, ar borzhierien. 19 Ar ganerien Haman, Azaf hag Etan o doa simbalennoù arem a lakaent da seniñ. 20 Zakaria, Aziel, Shemiramod, Jeiel, Unni, Eliab, Maaseja ha Benaja o doa lourennoù war "Alamod" 21 Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel hag Azazia o doa telennoù gant eizh kordenn, evit ren ar c'han. 22 Kenania, penn al Levited evit an dougen, a rene an dougen, rak ampart e oa. 23 Berekia hag Elkana a oa porzhierien evit an arc'h. 24 Shebania, Jozafad, Netanael, Amasai, Zakaria, Benaja hag Eliezer, aberzhourien, a sone gant an trompilhoù dirak arc'h Doue. Obed-Edom ha Jekija a oa porzhierien evit an arc'h. 25 David, henaourien Israel ha pennoù ar milieroù a yeas da gerc'hat arc'h emglev an AOTROU eus ti Obed-Edom, gant levenez. 26 E-pad ma skoazelle Doue al Levited a zouge arc'h emglev an AOTROU , e voe aberzhet seizh kole ha seizh tourz. 27 David a oa gwisket gant ur vantell lin fin, kenkoulz hag an holl Levited a zouge an arc'h, hag ar ganerien. Ha Kenania penn an dougen a oa gant ar ganerien. David en doa un efod lin warnañ. 28 Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù. 29 Evel ma teue arc'h emglev an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon. |