Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Danevelloù 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14

1 Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, benerien ha kilvizien evit sevel un ti dezhañ.

2 David a ouezas e oa bet startaet gant an AOTROU evel roue war Israel, rak e rouantelezh a oa bet savet uhel abalamour d'e bobl Israel.

3 David a gemeras c'hoazh gwragez e Jeruzalem, hag e voe tad c'hoazh da vibien ha da verc'hed.

4 Setu amañ anvioù ar re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shammua, Shobab, Natan, Salomon,

5 Jibar, Elishua, Elpeled,

6 Noga, Nefeg, Jafia,

7 Elishama, Beeliada, Elifeled.

8 Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war holl Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a yeas er-maez a-enep dezho.

9 Ar Filistined a zeuas hag en em strewas e traonienn ar Refaim.

10 David a c'houlennatas Doue o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras: Pign, o lakaat a rin etre da zaouarn.

11 Hag e pignjont da Vaal-Perazim, ha David a bilas anezho eno, hag e lavaras: Doue en deus stlabezet va enebourien dre va dorn evel doureier o tic'hlannañ. Setu perak e voe anvet al lec'h-se Baal-Perazim.

12 Lezel a rejont eno o doueoù, ha David a urzhias deviñ anezho.

13 Hag ar Filistined en em strewas a-nevez en draonienn.

14 David a c'houlennatas c'hoazh Doue, ha Doue a lavaras: Na bign ket war o lerc'h, kae hebiou dezho, hag e teui a-enep dezho a-dal d'ar mouarennoù.

15 Pa glevi trouz kammedoù war-lein ar mouarennoù, neuze ez i d'an emgann en o enep, rak Doue a vo aet er-maez dirazout evit skeiñ war gamp ar Filistined.

16 David a reas evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ Doue, hag e skojont war gamp ar Filistined abaoe Gabaon betek Gezer.

17 Ha brud David en em skuilhas dre an holl vroioù. An AOTROU a lakaas ar spont anezhañ war an holl vroadoù.

Lean sinn:



Sanasan