1 Danevelloù 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 1 Ha David en em guzulias gant pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, ha gant holl renerien ar bobl. 2 Ha David a lavaras da holl vodadenn Israel: Mar kavit mat, ha mard eo a-berzh an AOTROU hon Doue, kasomp etrezek hor breudeur all a zo o chom en holl rannvroioù Israel, hag ivez etrezek an aberzhourien hag al Levited en o c'hêrioù hag o fabourzioù, evit ma en em zastumint ganeomp, 3 ha degasomp arc'h hon Doue davedomp, rak n'hon eus ket klasket anezhi en amzer Saül. 4 Hag an holl vodadenn a lavaras ober kement-se, rak an dra-se a voe kavet mat gant an holl bobl. 5 David a zastumas eta holl Israel, adalek ar Shihor en Ejipt betek digor Hamad, evit degas arc'h Doue eus Kirjad-Jearim. 6 Ha David a bignas gant holl Israel da Vaala, e Kirjad-Jearim hag a zo e Juda, evit lakaat da bignat ac'hane arc'h Doue, an AOTROU a zo o chom etre ar cherubined, e-lec'h ma vez galvet e anv. 7 Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, o vont kuit eus ti Abinadab. Uzza hag Akjo a rene ar c'harr. 8 David hag holl Israel a zañse dirak Doue a holl nerzh, gant kanaouennoù, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant simbalennoù ha gant trompilhoù. 9 Pa voent erruet betek leur Gidon, Uzza a astennas e zorn evit derc'hel an arc'h, rak an ejened o doa strebotet. 10 Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, hag e skoas gantañ, dre m'en doa astennet e zorn war an arc'h. Hag e varvas eno dirak Doue. 11 Ha David a voe glac'haret rak an AOTROU en doa graet un toull-freuz war Uzza. Hag eo bet anvet betek hiziv al lec'h-se: Perez-Uzza. 12 David en doe aon rak Doue en deiz-se, hag e lavaras: Penaos e kasin arc'h Doue da'm zi? 13 Ha David ne zegasas ket an arc'h d'e di e kêr David, met da di Obed-Edom eus Gad e tistroas anezhi. 14 Arc'h Doue a chomas tri miz gant tiegezh Obed-Edom, en e di. Hag an AOTROU a vennigas ti Obed-Edom ha kement a oa dezhañ. |