1 Danevelloù 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 1 Setu amañ ar re a yeas da gavout David da Ziklag, pa oa c'hoazh pellaet a-zirak Saül mab Kish. Int a oa e-touez an dud kadarn a skoazellas anezhañ er brezel, 2 armet gant gwaregi, e c'hellent teurel mein gant o dorn dehou ha gant o dorn kleiz, ha tennañ biroù gant o gwareg. Eus Benjamin e oant, a-douez breudeur Saül: 3 Akiezer ar penn ha Joaz, mibien Shemaa eus Gibea; Jeziel ha Peled mibien Azmaved; Beraka; Jehu eus Anatod, 4 Jishmaeja ar Gabaoniad, kadarn e-touez an tregont, ha dreist an tregont; Jeremiaz; Jakaziel; Jokanan; Jozabad ar Gederatad; 5 Eluzai; Jerimod; Bealia; Shemaria; Shefatia an Harufian; 6 Elkana; Jishija; Azareel, Joezer ha Jashobeam, ar Gorahiz; 7 Joela ha Zebadia mibien Jerokam eus Gedor. 8 A-douez ar C'hadiz, tud kadarn en em dennas e-kichen David d'ar c'hreñvlec'h er gouelec'h, tud a vrezel evit an emgann, ampart da embregañ ar skoed hag ar goaf, heñvel o dremmoù ouzh dremmoù leoned, herrek evel gazeled war ar menezioù: 9 Ezer ar penn, Abdia an eil, Eliab an trede, 10 Mishmanna ar pevare, Jeremiaz ar pempvet, 11 Atai ar c'hwec'hvet, Eliel ar seizhvet, 12 Jokanan an eizhvet, Elzabad an navet, 13 Jeremiaz an dekvet, Makbanai an unnekvet. 14 Ar re-se, a-douez mibien Gad, a voe ofiserien an arme. Unan a-douez ar re zisterañ a dalveze kant, hag an hini brasañ mil. 15 Ar re-se eo a dreuzas ar Jordan er miz kentañ, pa zic'hlanne dreist d'e ribloù. Hag e lakajont da dec'hout holl dud an traoniennoù, eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol. 16 Reoù eus mibien Benjamin ivez a zeuas da gavout David er c'hreñvlec'h. 17 David a yeas er-maez war arbenn dezho hag a gemeras ar gomz o lavarout: Mard oc'h deuet e peoc'h etrezek ennon, evit va skoazellañ, va c'halon a vo unanet ganeoc'h, met mard eo evit va zouellañ evit mad va enebourien, pa n'on kablus eus feulster ebet, ra vo gwelet ha dinac'het kement-se gant Doue hon tadoù. 18 Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù. 19 Reoù eus Manase ivez a yeas da Zavid, pa zeuas gant ar Filistined d'ober brezel a-enep Saül mab Kish. Met ne sikourjont ket anezho, rak priñsed ar Filistined, goude bezañ en em guzuliet, en kasas kuit en ur lavarout: Tremen a raio d'e aotrou Saül, war-var hor pennoù. 20 Pa zistroas da Ziklag, ar re-mañ eus Manase a yeas gantañ: Adnak, Jozabad, Jediael, Mikael, Jozabad, Elihu ha Ziltai, pennoù milieroù Manase. 21 Ar re-se a skoazellas David a-enep bandennoù, rak brezelourien gadarn e oant holl, hag e voent ofiserien en arme. 22 Ha bemdez e teue tud da Zavid evit e skoazellañ, betek ober ur c'hamp bras evel kamp Doue. 23 Setu amañ niveradeg an dud harnezet evit an arme a zeuas da gavout David da Hebron, evit reiñ dezhañ rouantelezh Saül, hervez urzh an AOTROU: 24 mibien Juda o tougen ar skoed hag ar goaf: c'hwec'h mil eizh kant, harnezet evit ar brezel; 25 mibien Simeon: soudarded kadarn, seizh mil kant; 26 mibien Levi: pevar mil c'hwec'h kant, 27 ha Jehojada, priñs Aaron, ha tri mil seizh kant gantañ, 28 ha Zadok, den yaouank kreñv ha kalonek, ha daou benn-brezel warn-ugent eus ti e dad; 29 mibien Benjamin, breudeur Saül: tri mil, rak betek neuze an darn vuiañ anezho a oa manet stag ouzh ti Saül; 30 mibien Efraim: ugent mil eizh kant den kreñv ha kalonek, brudet e ti o zadoù; 31 eus hanter-veuriad Manase: triwec'h mil, a voe anvet dre o anvioù evit mont da lakaat David da roue; 32 mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh; 33 eus Zabulon: hanter-kant mil o vont er-maez d'al lu, doareet evit an emgann, gant armoù ar brezel, evit derc'hel o renk, gant ur galon youlek; 34 eus Neftali, mil penn-brezel, ha seizh mil ha tregont ganto, o tougen ar skoed hag ar goaf; 35 eus Dan, eizh mil warn-ugent c'hwec'h kant, doareet evit an emgann; 36 eus Aser, daou-ugent mil o vont d'an arme ha doareet evit an emgann; 37 eus an tu all d'ar Jordan, eus ar Rubeniz , eus ar C'hadiz hag eus hanter-veuriad Manase, kant ugent mil, gant holl armoù ul lu e brezel. 38 An holl re-se, tud a vrezel, o terc'hel o renk, a zeuas gant ur galon youlek da Hebron, evit lakaat David da roue war holl Israel. Hag holl nemorant Israel a oa ivez a-unvan evit lakaat David da roue. 39 Hag e voent eno gant David, o tebriñ hag oc'h evañ e-pad tri devezh, rak o breudeur o doa aozet bevañs evito. 40 Hag ar re zoken a oa tost dezho, betek Isakar, Zabulon ha Neftali, a gasas bevañs war ezen, war gañvaled, war vuled ha war ejened. Kas a rejont boued, bleud, fiez sec'h, rezin sec'h, gwin, eoul, saout ha deñved e-leizh, rak levenez a oa en Israel. |