1 Danevelloù 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 1 Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec'has dirak ar Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa. 2 Ar Filistined a redas war-lerc'h Saül hag e vibien, hag e lazhjont Jonatan, Abinadab ha Malkishua, mibien Saül. 3 Nerzh an emgann a gouezhas war Saül. Ar waregerien a dizhas anezhañ, hag e voe gloazet gant ar waregerien. 4 Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ. 5 Hag an hini a zouge e armoù, o welout e oa marvet Saül, en em daolas, eñ ivez, war e gleze hag a varvas. 6 Evel-se e varvas Saül hag e dri mab, hag e holl di a varvas a-gevret. 7 Holl dud Israel eus an draonienn, o welout e tec'hed hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c'hêrioù hag a dec'has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno. 8 An deiz war-lerc'h, ar Filistined a zeuas da ziwiskañ ar re varv, hag e kavjont Saül hag e vibien astennet war venez Gilboa. 9 E ziwiskañ a rejont, hag e kasjont ganto e benn hag e armoù. Hag ec'h embannjont dre vro ar Filistined ar c'heloù, d'o idoloù ha d'ar bobl. 10 Lakaat a rejont e armoù e ti o doue, hag a stagjont e glopenn e ti Dagon. 11 Holl Jabez e Galaad a glevas kement o doa graet ar Filistined da Saül, 12 hag holl dud kadarn a savas hag a gemeras korf Saül ha korfoù e vibien d'o degas da Jabez. Sebeliañ a rejont o eskern dindan un dervenn e Jabez, hag e yunjont seizh deiz. 13 Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU , a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, ha dre m'en doa goulennataet ur spered evit goulenn ali. 14 N'en doa ket klasket kuzul e-kichen an AOTROU , hag an AOTROU a lakaas anezhañ d'ar marv, hag a roas ar rouantelezh da Zavid mab Jese. |