Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Danevelloù 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Adam, Sed, Enoz,

2 Kenan, Mahalaleel, Jered,

3 Enok, Metushela, Lemek,

4 Noe, Sem, Cham, Jafed.

5 Mibien Jafed a voe: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek, Tiraz.

6 Mibien Gomer a voe: Ashkenaz, Difad, Togarma.

7 Mibien Javan a voe: Elisha, Tarsisa, Kitim, Rodanim.

8 Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud, Kanaan.

9 Mibien Kush a voe: Saba, Havila, Sabta, Raema, Sabteka. Mibien Raema a voe: Seba ha Dedan.

10 Kush a voe tad da Nimrod, a zeuas da vezañ galloudek war an douar.

11 Mizraim a voe tad d'al Ludim, d'an Ananim, d'al Lehabim, d'an Naftuhim,

12 d'ar Batruzim, d'ar Gasluhim, ma'z eo deuet diouto ar Filistined, ha d'ar Gaftorim.

13 Kanaan a voe tad da Sidon e gentañ-ganet, da Hed,

14 d'ar Jebuziz, d'an Amoreaned, d'ar C'hirgazianed,

15 d'an Hevianed, d'an Arkianed, d'ar Sinianed,

16 d'an Arvadianed, d'ar Zemarianed, d'an Hamatianed.

17 Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud, Aram, Uz, Hul, Geter, Meshek.

18 Arpaksad a voe tad da Shelak. Shelak a voe tad da Eber.

19 Ganet eo bet daou vab da Eber: Unan a voe anvet Peleg, rak en e amzer e voe rannet an douar, hag e vreur a voe anvet Joktan.

20 Joktan a voe tad da Almodad, Shelef, Hazarmaved, Jerak,

21 Hadoram, Uzal, Dikla,

22 Ebal, Abimael, Seba,

23 Ofir, Havila, Jobab; an holl re-se a voe mibien Joktan.

24 Sem, Arpaksad, Shelak,

25 Eber, Peleg, Rehu,

26 Serug, Nakor, Terak,

27 Abram, hag a zo Abraham.

28 Mibien Abraham a voe: Izaak hag Ismael.

29 Setu amañ o lignez: Kentañ-ganet Ismael a voe Nebajod, ha goude Kedar, Adbeel, Mibsam,

30 Mishma, Duma, Masa, Hadad, Tema,

31 Jetur, Nafish, Kedma; ar re-se a voe mibien Ismael.

32 Ketura, serc'h Abraham, a c'hanas mibien: Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak, Shuak. Mibien Jokshan a voe: Sheba ha Dedan.

33 Mibien Madian a voe: Efa, Efer, Abida, Eldaa. An holl re-se a voe mibien Ketura.

34 Abraham a voe tad da Izaak. Mibien Izaak a voe: Ezaü hag Israel.

35 Mibien Ezaü a voe: Elifaz, Reuel, Jeush, Jaelam, Kora.

36 Mibien Elifaz a voe: Teman, Omar, Zefi, Gaetam, Kenaz, Timna, Amalek.

37 Mibien Reuel a voe: Nahad, Zerak, Shamma, Mizza.

38 Mibien Seir a voe: Lotan, Shobal, Zibeon, Ana, Dishon, Ezer, Dishan.

39 Mibien Lotan a voe: Hori hag Homam. Timna a voe c'hoar Lotan.

40 Mibien Shobal a voe: Aljan, Manahad, Ebal, Shefi, Onam. Mibien Zibeon a voe: Aya hag Ana.

41 Mab Ana a voe: Dishon. Mibien Dishon a voe: Hamram, Eshban, Jitran, Keran.

42 Mibien Ezer a voe: Bilhan, Zaavan, Jaakan. Mibien Dishan a voe: Uz hag Aran.

43 Setu amañ ar rouaned o deus renet e bro Edom, a-raok ma renas ur roue war vibien Israel: Bela mab Beor, hag anv e gêr a oa Dinhaba.

44 Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec'h.

45 Jobab a varvas, hag Husham eus bro an Demaniz a renas en e lec'h.

46 Husham a varvas, hag Hadad mab Bedad a renas en e lec'h. Eñ eo a faezhas Madian e maezioù Moab; anv e gêr a oa Avid.

47 Hadad a varvas, ha Samla eus Masreka a renas en e lec'h.

48 Samla a varvas, ha Saül eus Reobod-war-ar-Stêr a renas en e lec'h.

49 Saül a varvas, ha Baal-Hanan mab Akbor a renas en e lec'h.

50 Baal-Hanan a varvas, hag Hadad a renas en e lec'h, hag anv e gêr a oa Pai, hag anv e wreg a oa Mehetabeel merc'h Matred merc'h Mezahab.

51 Hag Hadad a varvas. Ha pennoù-bras Edom a voe: ar penn-bras Timna, ar penn-bras Alja, ar penn-bras Jeted,

52 ar penn-bras Oholibama, ar penn-bras Ela, ar penn-bras Pinon,

53 ar penn-bras Kenaz, ar penn-bras Teman, ar penn-bras Mibzar,

54 ar penn-bras Magdiel, ar penn-bras Iram. Ar re-se a voe pennoù-bras Edom.

Lean sinn:



Sanasan