Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Titus 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR III.

1 Digas sonj dezhe da blega d’ar brinsed ha d’an otoriteou, da zenti outhe, da veza prest da bep œuvr vad;

2 da ziwall euz an droug‐prezegerez divarben den, hag euz ar chican, da veza moderet, da ziskouez eun dousder barfet e‐kenver an holl.

3 Rag ni ive, a oa gwech‐all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall‐ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a‐enep egile.

4 Mes pa eo bet diskouezet madelez ha karantez Doue hor Zalver e‐kenver an dud, hen hen deuz hor zaveteet,

5 n’e ket abalamour d’an oberou a justis hor bije great, mes hervez he drugarez, dre ar vadiziant euz an eil c’hinivelez, hag en eur renevezi ac’hanomp dre ar Spered‐Santel,

6 hen deuz skulliet varnomp en abondans, dre Jesus‐Christ hor Zalver;

7 evit, o veza justifiet dre he c’hras, ma vijemp great, hervez hon esperans, heritourien euz ar vuez eternel.

8 Ar gomz‐man a zo gwir, hag e fell d’in e teufez da assuri stard an traou‐man, evit ma teui ar re ho deuz credet en Doue da lakaad evez, ha d’en em rei d’an oberou mad; setu aze an traou a zo mad ha talvoudec d’an dud.

9 Mes diwall ouz ar c’histionou foll, al lignezou, an disputou hag ar c’hontestationou divarben al lezen; rag kement‐se a zo vên ha n’eo mad da netra.

10 Pella diouz an den a zo heretic, goude ma’z pezo exhortet anezhan eur vech pe diou;

11 o c’houzout penaos eun hevelep den a zo troet fall, ha penaos e pec’h, oc’h en em gondaoni he‐unan.

12 Pa gassin d’id Artemas, pe Tychikus, hast‐affo dond d’am c’havoud da Nicopolis; rag decidet oun da dremen ar goanv eno.

13 Bez aketus da ziambrouga en hent Zenas, an doctor euz al lezen, hag Apollos, evit na vanko netra dezhe.

14 Ha ra zesko ive hon re‐ni d’en em rei d’an oberou mad, pa c’hoarvez dienez, evit na choumint ket hep frouez.

15 Ar re holl a zo ganen a zalud ac’hanoud. Salud ive ar re a gar ac’hanomp er feiz. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h holl! Amen.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan