Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

S. Jud 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jud, servicher Jesus‐Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus‐Christ.

2 Trugarez, ha peoc’h ha karantez ra vezo cresket deoc’h.

3 Breudeur muia‐karet, o veza ma em boa eur c’hoant braz da scriva deoc’h divarben ar zilvidigez a zo commun etrezomp, em euz sonjet e oa red d’in hen ober, evit hoc’h exhorti da gombatti evit ar feiz a zo bet roet eur vech d’ar zent.

4 Rag eat ez euz en ho touez hinienou, a bere ar gondaonation a zo scrivet abaoe pell amzer; tud impi, hag a dro gras hon Doue en diroll, hag a nac’h Doue, pehini a zo Mestr souveren, ha n’euz nemerthan, ha Jesus‐Christ hon Aotrou.

5 Hogen me a fell d’in digas da sonj deoc’h‐c’houi pere hoc’h euz hen klevet eur vech, penaos an Aotrou o veza saveteed ar bobl euz a zouar an Egypt, a zistrujaz goude‐ze ar re na gredjont ket;

6 ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e‐kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho‐unan.

7 Evel Sodom ha Gomorrh, hag ar c’heariou divar dro, pere a oa en em roet d’ar memeus impurete evelthe, ha da bec’hejou enep an natur, a zervich da exempl, o c’houzanv ar boan euz a eun tan eternel;

8 ar re‐ze ive, sebeliet en ho hunvreou, a zeu da zaotri ho c’hig, da zisprijout an otorite ha da wall‐gomz divarben ar c’hargou huel.

9 Hogen, Mikeal, an arc’heal, pa zispute gant an diaoul divarben corf Moises, na gredaz ket rei eur setans a valloz; mes lavaret a reaz: Ra zeui an Aotrou da repren ac’hanoud.

10 Mes ar re‐man a zroug‐prezeg euz a gement na anavezont ket; hag en traou a ouzont dre natur, en em gorrompont evel loened privet a rezon.

11 Malheur dezhe! rag heulliet ho deuz hent Caïn; rag en em roet int d’ar pez hen deuz dallet Balaam, ar garantez direiz euz an arc’hant; hag en em gollet int dre eur revolt henvel ouz hini Core.

12 Tarchou int en ho prejou a garantez, o vaga ho c’horf hep damanti, pa zeuont da zebri assambles ganeoc’h; ar re‐ze a zo goabrennou hep dour, taolet ha distaolet gant an avel; gwez erruet da fin an diskar‐amzer, difrouez, diou wech maro ha dic’hriziennet;

13 ar re‐ze a zo tarzou‐mor spountus, hag a daol an eonen euz ho louzdoni; steredred evit pere an devalijen a zo destinet da virviken.

14 Divarben ar re‐ze eo hen deuz profetizet Enoch ar seizved den adaleg Adam, en eur lavaret:

15 Setu, an Aotrou a zo deuet gant he viriadou santel evit ober eur varn a‐enep an holl, hag evit kendrec’hi an holl dud impi, euz an holl oberou a impiete ho deuz great, hag euz an holl draou noazuz ho deuz lavaret ar bec’herien impi a‐enep dezhan.

16 Tud int ha ne reont nemed murmuri, hag en em glem bepred, pere a gerz hervez ho c’hoantou diroll; ho genou a gomz gant ourgouil, ha dre interest e reont stad euz an dud a galite.

17 Mes c’houi, breudeur karet meurbed, dalc’hit memor euz ar c’homzou a zo bet lavaret araog gant ebestel hon Aotrou Jesus‐Christ:

18 pere a lavare deoc’h e vije goaperien en amzer diveza, pere a valeje hervez ho c’hoantou diroll hag impi.

19 Ar re‐man a zo tud hag en em disparti ho‐unan, tud douget d’ho c’horf, ha n’ema ket ar Spered ganthe.

20 Mes c’houi, breudeur ker, oc’h en em edifia hoc’h‐unan var ho feiz santel meurbed, hag en eur bedi dre ar Spered‐Santel,

21 en em dalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jesus‐Christ evit ar vuez eternel.

22 Kemerit truez ouz darn hag a zo en douetans,

23 sovetait ar re all dre ar spount, o tenna anezhe euz an tan, kaout kas beteg ouz an dillad a zo bet saotret gant ho c’horf.

24 Hogen d’an hini a zo galloudec d’ho tiwall a bep lam, ha d’ ho lakaad dinam ha leun a joa e prezans he c’hloar,

25 da Zoue, hor Zalver, en pehini hep‐ken ema ar furnez, ra vezo ar gloar, an henor, an nerz hag ar galloud, breman ha da virviken! Amen.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan