S. Jakes 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR III. 1 Va breudeur, arabad eo e vez kalz a gelennerien en ho touez, rag dond a raio varnomp eur varnedigez rustoc’h. 2 Hogen, holl e kwezomp var meur a dra. Mar d’euz unan‐benag ha na deu ket da fazia en he gomzou, hennes a zo eun den parfet, hag a zo capabl da zerc’hel he gorf‐holl bridet. 3 Setu aman, lakaad a reomp eur c’habestr e genou ar c’hezec, evit ober dezhe senti, hag ec’h hellomp trei du‐man ha du‐hont ho c’horf‐holl. 4 Setu aman c’hoas, ar batimanchou, pere, petrabenag ma’z int ker braz, ha ma’z int kasset gant an avel grenv, a vez troet du‐man ha du‐hont gant eur stur gwall vihan, el leac’h ma fell d’ar sturier. 5 An teod ive a zo eun ezel bihan, ha pretanti a ra beza capabl a draou braz. Setu aman eun tammic bihan a dan; nag a goat na hell‐hen ket da lakaad da gregi? 6 An teod a zo ive eun tan, eur bed a fallentez. Evel‐se ez eo lakeat an teod e‐touez hon izili, o souilla ar c’horf holl, hag oc’h entana ar vuez holl, entanet he‐unan gant an ifern. 7 A bep seurt loened gwez ha lapoused, a bep seurt amprevaned ha loened‐mor a vez donveet hag a zo bet donveet gant an den; 8 mes den e‐bed na hell donvaad an teod; eur gwall‐dra eo ha na heller ket beza mestr dezhan; leun eo a vulum hag a ro ar maro. 9 Gant an teod e vennigomp Doue an Tad, ha gant an teod e taolomp malloz var an dud, pere a zo bet great ouz henveledigez Doue. 10 Euz ar memeus genou e teu bennoz ha malloz. Va breudeur, arabad eo e vez count evel‐se. 11 Daoust hag eur feunteun a daol euz ar memeus toull dour dous, ha dour c’hoero? 12 Va breudeur, eur vezen‐fiez, hag hi a hell rei olivez; pe eur winien, rei fiez? Evel‐se feunteun e‐bed na hell rei dour sall ha dour dous. 13 Ha beza ez euz en ho touez eun den fur ha gwiziec‐benag? Ra ziskouezo he oberou dre eur gundu vad gant an dousder euz ar furnez; 14 mes mar d’euz en ho calon santimanchou c’hoero a jalouzi, hag eur spered a zisput, diwallit d’en em c’hlorifia ha da lavaret gevier a‐enep ar wirionez. 15 N’e ket honnes eo ar furnez a zisken euz an env, mes beza ez eo eur furnez euz an douar, euz ar c’hig hag a‐berz an diaoul. 16 Rag dre‐holl, el leac’h ma ema ar jalouzi hag an disput, eno ez euz direizted hag a bep seurt drouk. 17 Evit ar pez a zell ar furnez euz an env, da genta ez eo pur, ha neuze sioul, moderet, gouzoud a ra plega, leun eo a drugarez hag a frouez mad, douget evit an eil kerkoulz hag evit egile, hag heb hipocrizi. 18 Hogen, frouez ar justis a vez hadet er peoc’h, evit ar re en em ro d’ar peoc’h. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society