Romaned 9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR IX. 1 Me a lavar ar wirionez er C’hrist, na lavaran gaou e‐bed; ha va c’houstians a ro testeni d’in dre ar Spered‐Santel, 2 penaos em euz eun dristidigez vraz, ha ne baouez ket va c’halon da veza tourmantet. 3 Rag karoud a rajen beza va‐unan milliget, pell diouz ar C’hrist, evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig; 4 pere a zo Israelited, euz a bere ec’h apparchant an adoption, ar gloar, an alliansou, al lezen, ar servich divin hag ar promessaou; 5 pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen! 6 N’eo ket m’hen defe ger Doue faziet; rag ar re holl a zo deuet euz a lignez Israel, n’int ket euz a Israel; 7 hag evithe da veza lignez Abraham, n’int ket holl he vugale; mes scrivet eo: En Isaac e vezo eul lignez hag a zougo da hano; 8 da lavaret eo, n’e ket bugale ar c’hig eo a zo bugale da Zoue; mes bugale ar bromessa eo ar re a zo countet da veza al lignez. 9 Rag, setu aman geriou ar bromessa: D’ar poent‐man ar bloaz e teuin adare, ha Sara he devezo eur mab. 10 Ha n’eo ket a‐walc’h kement‐se; mes gant Rebecca e c’hoarvezaz kement‐all, pa he doe concevet daou vab assambles, euz a Isaac, hon tad. 11 Rag ne oant ket ganet c’hoas, ha n’ho doa great na droug na vad, ha koulskoude, evit ma choumje stard ar choaz a Zoue, nann abalamour d’an œuvrou, mes abalamour d’an hini a c’halv, e oe lavaret dezhi: 12 Ar c’hossa a vezo lakeat dindan ar yaouanka. Evel ma’z eo scrivet: 13 Karet em euz Jacob, mes kas em euz bet euz Esaü. 14 Petra eta a livirimp‐ni? Ha bez’ a zo injustis en Doue? E feçon e‐bed. 15 Rag lavaret hen deuz da Voises: Me em bezo trugarez euz an hini a behini em bezo trugarez, hag em bezo truez euz an hini a behini em bezo truez. 16 Kement‐se ne deu ket eta euz a volontez an den, nag euz an hini a red; mes euz a Zoue pehini a ra trugarez. 17 Rag ar Scritur a lavar da Pharaon: Evit kement‐man em euz da zavet, evit diskouez enoud va galloud, ha ma vezo discleriet va hano dre ar bed holl. 18 Ober a ra eta trugarez d’an neb ma plij dezhan, hag e laka da galedi an neb a fell dezhan. 19 Hogen te a lavaro d’in: Perag e teu Doue c’hoas d’en em glem? Rag piou a hell enebi ouz he volontez? 20 Mes kentoc’h, O den, piou oud‐de, evit disput ouz Doue? Daoust hag ar pod‐pri a lavaro d’an hini hen deuz great anezhan: Perag ec’h euz‐te va great evel‐hen? 21 Daoust ha n’hen deuz ket ar poder ar galloud da ober euz ar memeus tolzen‐bri, eur vessel evit usachou henorabl, hag unan all evit usachou disterroc’h? 22 Ha petra da lavaret, mar hen deuz Doue, o felloud dezhan diskouez he goler ha rei da anaoud he c’halloud, anduret gant eur batianted vraz vesseliou ar goler, great evit ar gollidigez? 23 Evit rei da anaoud ive ar pinvidigeziou euz he c’hloar var ar vesseliou a drugarez, great ganthan en avans evit ar gloar, da lavaret eo, 24 var‐n’omp‐ni pere a zo bet galvet ganthan, nann euz a‐douez ar Judevien hep‐ken, mes ive euz adouez ar Jentiled? 25 Hervez m’hen lavar ive er profet Osee: Me a c’halvo va fobl, ar re ne oant ket va fobl, ha va muiakaret, an hini ne oa ket va muia‐karet; 26 hag e c’hoarvezo penaos el leac’h memeus ma oa bet lavaret dezhe: N’oc’h ket va fobl, eno e vezint galvet bugale an Doue beo. 27 Isaias ive a zav he vouez, da lavaret divarben Israel: Ha pa vez an niver euz a vugale Israel ker braz hag hini an treaz euz ar mor, eul loden vihan hep‐ken a zilerc’h a vezo salvet. 28 Rag an Aotrou a echuo hag a zivero an affer gant justis; an Aotrou a rai eun diminu vraz var an douar. 29 Isaias hen devoa lavaret ive araog: Ma n’hen divije Aotrou an armeou lezet ganeomp unan‐benag euz hon raç, e vijemp deuet da veza evel Sodom, hag e vijemp bet rentet henvel ouz Gomor. 30 Petra eta a livirimp‐ni? Penaos ar Jentiled, pere ne glaskent ket ar justis, ho deuz kavet ar justis, da lavaret eo, ar justis a zo dre ar feiz; eleac’h Israel, 31 pehini a glaske eul lezen a justis, n’eo ket deuet aben da gavoud al lezen‐ze a justis. 32 Perag? Abalamour n’ho deuz ket he c’hlasket dre ar feiz, mes dre œuvrou al lezen: rag en em stropet int ouz ar mean a laka da gweza; 33 evel ma’z eo scrivet: Setu e lakaan en Sion eur mean a wall‐lam hag eur roc’h a scandal; ha: Piou‐benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society