Romaned 8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VIII. 1 N’euz ket eta breman a gondaonation evit ar re pere a zo en Jesus‐Christ, hag a vale, nann hervez ar c’hig, mes hervez ar spered; 2 rag lezen ar Spered a vuez, pehini a zo en Jesus‐Christ, he deuz va delivret euz a lezen ar pec’hed hag ar maro. 3 Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet di‐c’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great: o tigas he Vab he‐unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig; 4 evit ma vije accomplisset ar justis euz al lezen enomp‐ni, pere na valeomp ket hervez ar c’hig, mes hervez ar Spered. 5 Rag ar re a vev hervez ar c’hig, a laka ho c’harantez en traou ar c’hig; mes a re a vev hervez ar Spered, a gar an traou euz ar Spered. 6 Rag ar garantez euz ar c’hig eo ar maro; mes ar garantez euz ar Spered eo ar vuez hag ar peoc’h; 7 rag ar garantez euz ar c’hig a zo kassoni ouz Doue; rag ne bleg ket da lezen Doue; hag evit‐gwir na hell ket hen ober. 8 Hogen, ar re a zo er c’hig na hellont ket plijoud da Zoue. 9 Evidoc’h‐choui, n’ez oc’h ket er c’hig, mes er Spered, gant ma vezo Spered Doue o choum enoc’h. Hogen, mar d’euz unan‐benag ha n’hen deuz ket Spered ar C’hrist, hennes n’eo ket dezhan. 10 Mes mar ema ar C’hrist enoc’h, ar c’horf evit‐gwir a zo maro abalamour d’ar pec’hed, mes ar spered a zo beo abalamour d’ar justis. 11 Ha mar ema Spered an hini hen deuz savet Jesus a‐douez ar re varo o choum enoc’h, an hini hen deuz savet ar C’hrist a‐douez ar re varo a rento ive ar vuez d’ho corfou marvel, dre he Spered, pehini a choum enoc’h. 12 Evel‐se eta, breudeur, n’omp ket dleourien d’ar c’hig, evit beva hervez ar c’hig. 13 Rag, mar bevit hervez ar c’hig, e varvfot; mes mar lakit, dre ar Spered, oberou ar c’horf da vervel, c’houi a vevo. 14 Rag ar re holl a zo cunduet gant Spered Doue, a zo bugale da Zoue. 15 Rag n’hoch euz ket recevet eur spered a esclavach, evit kaoud aoun c’hoas; mes recevet hoc’h euz eur Spered a adoption, dre behini e criomp: Abba, Tad. 16 Rag ar Spered he‐unan a rent testeni d’hor spered‐ni, penaos ez omp bugale da Zoue. 17 Ha mar d’omp bugale, ez omp ive heritourien; heritourien da Zoue, ha kenheritourien gant ar C’hrist; gant ma teuimp da c’houzanv koulskoude assambles ganthan, evit ma vezimp ive glorifiet assambles ganthan. 18 Rag me a gav d’in penaos souffransou an amzer prezantman n’int netra e‐kichen ar gloar da zond, a dle beza diskouezet enomp‐ni. 19 Rag an holl grouadurien a zo o c’hortoz, gant eun hast braz, ma vezo diskouezet bugale Doue, 20 (rag n’e ket dre ho bolontez ho‐unan eo ar grouadurien lakeat da blega d’ar vanite, mes abalamour d’an Hini hen deuz ho lakeat da blega,) 21 en esperans ma vezint delivret ive euz a esclavach ar vreinadurez, evit beza el liberte glorius euz a vugale Doue. 22 Rag ni a oar penaos, bete vreman, an holl grouadurien a zo oc’h huanadi assambles, hag a zo assambles en poan ar goentrou; 23 ha n’e ket ar re‐man hep‐ken, mes ive ni hon‐unan pere hon euz ar c’henta frouez euz ar Spered, huanadi a reomp ive enomp hon‐unan, en eur c’hortoz an adoption, ar redemption euz hor c’horf. 24 Rag en esperans eo ez omp salvet. Hogen, pa veler ar pez a esperer, kement‐se n’eo ken eun esperans; rag, penaos ec’h heller esperoud ar pez a veler? 25 Mes ma c’hesperomp ar pez na velomp ket, ez omp ouz he c’hortoz gant patianted. 26 Hag ouz‐pen‐ze ive ar Spered a zicour ac’hanomp en hor sempladureziou; rag na ouzomp ket petra a dleomp da c’houlen evit pidi evel ma’z eo dleet; mes ar Spered he‐unan a zeu da intercedi evidomp dre huanadou ha na heller ket ho rei da gompren. 27 Koulskoude an hini a vel bete fons ar c’halonou, a oar petra eo karantez ar Spered, pehini a bed hervez Doue evit ar zent. 28 Hogen, gouzoud a reomp ive penaos pep tra a dro da vad gant ar re a gar Doue, gant ar re a zo galvet hervez he volontez. 29 Rag ar re a zo bet anavezet ganthan a‐ziagent, hen deuz ive ho merket a‐ziagent, evit beza henvel ouz imach he Vab, evit ma vije he‐man ar c’henta‐ganet e‐touez kalz a vreudeur; 30 hag ar re a zo bet merket ganthan a‐ziagent, ar re‐ze hen deuz ive galvet; hag ar re hen deuz galvet, ar re‐ze hen deuz ive justifiet; hag ar re hen deuz justifiet, ar re‐ze hen deuz ive glorifiet. 31 Petra a livirimp‐ni eta var gement‐man? Mar ema Doue evidomp, piou a vezo a‐enep deomp? 32 Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he‐unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp‐ni holl, penaos na roi‐hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan? 33 Piou a zavo evit tamal ar re choazet gant Doue? Doue eo an hini a justifi anezhe. 34 Piou a gondaono anezhe? Ar C’hrist a zo marvet, hag ouzpen‐ze resussitet eo, azezet eo memeus en tu‐deo da Zoue, hag intercedi a ra ive evidomp. 35 Piou a zispartio ac’hanomp euz a garantez ar C’hrist? Pe an affliction, pe an enkrez, pe ar bersecution, pe an naoun, pe an noazder, pe an danger, pe ar c’hleze? 36 Evel ma’z eo scrivet: Bemdez ez omp livret d’ar maro abalamour d’id, ha kemeret omp evel denved, pere a zo merket evit beza lazet. 37 Er c’hontrol, en holl draou‐ze e c’hounezomp ar victoar ha muioc’h c’hoas, dre an hini hen deuz karet ac’hanomp. 38 Rag assur oun penaos, nag ar maro, nag ar vuez, nag an elez, nag ar brinselezou, nag ar puissansou, nag an traou avreman, nag an traou da zond, nag an huelder, 39 nag an dounder, na crouadur all e‐bed, na hello dispartia ac’hanomp euz a garantez Doue, diskouezet en Jesus‐Christ hon Aotrou. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society