Romaned 7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VII. 1 Ha na ouzoc’h‐hu ket, Va breudeur, (rag komz a ran da dud hag a anavez al lezen,) ha na ouzoc’h‐hu ket penaos al lezen n’he deuz galloud var an den nemed keit ha ma ema en buez? 2 Rag ar vaouez pehini a zo dimezet, a zo ereet ouz he ozac’h dre al lezen, keit ha ma choum beo; mes mar deu an ozac’h da vervel, hi a zo dizereet euz a lezen he ozac’h. 3 Evel‐se eta, mar deu, e‐pad ma’z eo beo he goaz, da zimezi da eur goaz all, e vezo galvet avoultrez; mes mar deu he ozac’h da vervel, hi a zo liberet euz al lezen, en hevelep doare ma n’eo ket avoultrez, mar deu da zimezi da eur goaz all. 4 Evel‐se, va breudeur, c’houi ive a zo maro d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all, da lavaret eo, d’an hini a zo resussitet a‐douez ar re varo, evit ma tougimp frouez da Zoue. 5 Rag pa edomp er c’hig, gwall‐ioulou ar pec’hejou, o kemer nerz dre al lezen, a laboure en hon izili, en hevelep doare ma tougent frouez d’ar maro. 6 Mes breman pa’z omp delivret euz al lezen, o veza ma’z omp maro d’al lezen gant pehini e oamp dalc’het, e servichomp Doue en eur spered nevez, ha nann hervez al lizeren, a zo deuet da veza koz. 7 Petra eta a livirimp‐ni? Ez eo al lezen pen‐caoz d’ar pec’hed? Doue ra viro! Koulskoude n’am euz anavezet ar pec’hed nemed dre al lezen; rag n’am bije ket anavezet ar gwall‐ioul, ma n’hen divije ket lavaret al lezen: Na c’hoantai ket. 8 Mes ar pec’hed, o veza kemeret occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz lakeat enoun a bep seurt gwall‐ioulou. Rag anez al lezen, ar pec’hed a zo maro. 9 Rag me a oa beo, pa oann gwech‐all heb lezen; mes pa eo deuet ar gourc’hemen, ar pec’hed hen deuz kemeret buez adare, hag ez oun deuet da vervel; 10 hag ez eo c’hoarvezet ma eo deuet ar gourc’hemen a dlie rei d’in ar vuez, da rei d’in ar maro. 11 Rag ar pec’hed, o kemer occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz touellet ac’hanoun, hag hen deuz va lazet dreizhan. 12 Al lezen eta a zo santel, hag ar gourc’hemen a zo santel, just ha mad. 13 Daoust eta hag ar pez a zo mad hen deuz roet d’in ar maro? E giz e‐bed! mes ar pec’hed, evit diskouez eo pec’hed, hen deuz roet d’in ar maro dre eun dra vad, evit ma teuje ar pec’hed dre ar gourc’hemen da veza gwall‐bec’hedus. 14 Rag ni a oar penaos al lezen a zo spirituel; mes me a zo kigus, gwerzet d’ar pec’hed. 15 Rag ne gavan ket e vez mad ar pez a ran, ne ran ket ar pez a fell d’in, mes ober a ran ar pez em euz kassoni outhan. 16 Hogen, mar gran ar pez na fell ket d’in, ec’h anzavan dre eno ez eo mad al lezen. 17 Ha breman n’eo mui me a ra kement‐se, mes ar pec’hed pehini a choum enoun. 18 Rag gouzoud a ran penaos ar mad na choum ket enoun, da lavaret eo, em c’hig, rag bolontez em euz da ober ar pez a zo mad; mes ne deuan ket a‐ben d’hen ober. 19 Rag ne ran ket ar mad a fell d’in; mes ober a ran an droug ne fell ket d’in da ober. 20 Hogen mar gran ar pez ne fell ket d’in, n’e ket me eo her gra eta, mes ar pec’hed eo, pehini a choum enoun. 21 Kavoud a ran eta enoun va‐unan al lezen‐man: pa fell d’in ober ar mad, an droug a chom stag ouzin. 22 Rag kemer a ran plijadur el lezen Doue, hervez an den a‐ziabarz; 23 mes gwelet a ran eul lezen all em izili, pehini a stourm ouz lezen va spered hag am dalc’h ereet dindan lezen ar pec’hed, pehini a zo em izili. 24 Den maleürus ma’z oun! piou a zelivro ac’hanoun euz ar c’horfman a varo? . . . . 25 Trugarekaad a ran Doue dre Jesus‐Christ hon Aotrou! Evel‐se eta, dre ar spered, ez oun stag ouz lezen Doue, mes dre ar c’hig, ouz lezen ar pec’hed. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society