Romaned 6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VI 1 Petra eta a livirimp‐ni? Ha choum a raimp‐ni er pec’hed, evit ma teui ar c’hras da greski? 2 Doue d’hon preservo! Penaos ni, pere a zo maro d’ar pec’hed, ec’h halfemp‐ni c’hoas beva enhan? 3 Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos kement hini ac’hanomp a zo bet badezet en Jesus‐Christ, a zo bet badezet en he varo? 4 Sebeliet omp bet eta assambles ganthan en he varo, dre ar vadiziant, evit, evel ma’z eo savet ar C’hrist a‐douez ar re varo dre c’hloar an Tad, ma valeimp, ni ive, en eur vuez nevez. 5 Rag, mar d’omp deuet da veza eur memeus planten ganthan, o tond da veza henvel outhan en he varo, e vezimp ive henvel outhan en he resurrection; 6 o c’houzoud an dra‐man, penaos hon den koz a zo bet crucifiet assambles ganthan, evit ma vezo distrujet corf ar pec’hed, hag evit na vezimp mui servicherien ar pec’hed. 7 Rag an hini a zo maro, a zo delivret euz ar pec’hed. 8 Hogen, mar d’omp bet marvet gant ar C’hrist, e credomp penaos e vevimp ive assambles ganthan, 9 o c’houzout penaos ar C’hrist, o veza savet euz a‐douez ar re varo, na varv mui, ha penaos ar maro n’hen deuz ken a c’halloud varnezhan. 10 Rag en eur vervel, eo bet marvet eur vech hep‐ken evit ar pec’hed; mes o veza beo, e vev evit Doue. 11 Deuit ive c’houi d’en em gonsideri evel maro d’ar pec’hed, mes beo da Zoue en Jesus‐Christ hon Aotrou. 12 Na lezit ket eta ar pec’hed da ren en ho corf mortel, evit senti outhan en he wall‐ioulou; 13 na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed, evit servichoud da instrumanchou a fallentez; mes en em roit hoc’h‐unan da Zoue, evel tud varo, deuet d’ar vuez, ha grit euz hoc’h izili instrumanchou a justis da Zoue. 14 Rag ar pec’hed n’hen devezo ket a c’halloud varnoc’h, rag n’emoc’h ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras. 15 Petra eta? ha pec’hi a raimp‐ni abalamour n’emomp ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras? Doue d’hon preservo! 16 Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos, n’euz fors dindan piou en em lakit da zervichoud evel esclav, ez oc’h esclav d’an hini a zentit outhan; pe d’ar pec’hed evit ar maro, pe d’ar zentidigez evit ar justis? 17 Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, abalamour, goude beza bet esclav d’ar pec’hed, ma hoc’h euz sentet a galon ouz reglen an doctrin a zo bet roet deoc’h. 18 Hogen, o veza bet delivret euz ar pec’hed, c’houi a zo deuet da veza esclav d’ar justis. 19 Hervez giz an dud e komzan, abalamour d’ar zempladurez euz ho kig. Evel eta ma hoc’h euz lakeat izili ho corf da zervicha d’an impurete ha d’ar fallentez evit an droug, grit dezhe breman servichoud evel esclaved d’ar justis evit ar zantelez. 20 Rag pa edoc’h esclaved d’ar pec’hed, e oac’h libr e‐kenver ar justis. 21 Pe seurt frouez a dennac’h‐hu neuze euz an traou a bere hoc’h euz mêz breman? Rag ar fin euz an traou‐ze eo ar maro. 22 Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel; 23 rag recompans ar pec’hed eo ar maro; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus‐Christ hon Aotrou. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society