Romaned 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 Rag‐se, piou‐benag ez oud, O den, hag en em laka barner, n’euz escus e‐bed evidoud; rag en eur varn ar re‐all en em gondaonez da‐unan, pa’z eo gwir, te pehini a varn, a ra ive an traou a reont. 2 Rag gouzoud a reomp penaos barnedigez Doue, a‐enep ar re a ra ar seurt trou‐ze, a zo hervez ar wirionez. 3 Ha te a sonj d’id, O den, pehini a varn ar re a ra ar seurt traou‐ze, hag ho gra da‐unan, e tec’hi diouz barn Doue? 4 Pe otramant, ha disprijoud a rez‐te pinvidigeziou he vadelez, he batianted hag he hir‐c’houzanvedigez, hep gouzoud e c’halv madelez Doue ac’hanoud d’ar gonversion? 5 Mes dre da galeder ha da galon dizent ouz Doue, e tastumez eun tenzor a goler evit an deiz a goler, an deiz ma vezo discleriet ar varnedigez just a Zoue, 6 pehini a rento da bep hini hervez he oberou, 7 da lavaret eo, ar vuez eternel d? ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite; 8 mes kassoni ha coler d’ar re a zo touellet gant eur spered a zisput ha d’ar re a stourm ouz ar wirionez, hag a zent ouz an injustis; 9 trubuil ha gwallenkrez da gement den a ra ar pez a zo fall; d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek; 10 mes gloar, hag henor ha peoc’h da gement hini a ra ar mad; d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek; 11 rag Doue na zell ket ouz apparans an dud. 12 Ar re holl ho devezo pec’het heb al lezen, a berisso ive heb al lezen; hag ar re holl ho devezo pec’het, o kaoud al lezen, a vezo barnet dre al lezen; 13 rag n’e ket ar re a zelaou al lezen, eo a zo just dirag Doue; mes ar re a vir al lezen eo a vezo justifiet. 14 Hogen, pa deu ar Jentiled, pere n’ho deuz ket al lezen, da ober, dre natur, an traou commandet gant al lezen, int, pere n’ho deuz ket al lezen, a zalc’h leac’h a lezen dezhe ho‐unan; 15 diskouez a reont ema scrivet en ho c’halon ar pez a zo commandet gant al lezen; ho c’houstians a rent testeni dezhe, hag ho zonjezonou a damal pe a zifen anezhe; 16 kement‐man a vezo gwelet en deiz ma teui Doue, hervez va Aviel, da varna, dre Jesus‐Christ, an oberou secret euz an dud. 17 Te eta, pehini a zoug an hano a Judeo, hag a fiz var al lezen, hag en em c’hlorifi en Doue; 18 pehini a anavez he volontez, hag o veza desket dre al lezen, a oar mad petra a zo a‐nep al‐lezen; 19 pehini a gred beza rener ar re dall, sclerijen ar re a zo en devalijen, 20 doctor ar re diwiziec, mestr‐scol an dud simpl, o kaoud ebarz al lezen ar reglen euz ar skiant hag euz ar wiriionez; 21 te eta, pehini a zesk ar re all, n’en em zeskez ket da‐unan! Prezeg a rez na dleer ket laerez, hag e ez laeronsiou! 22 Lavaret a rez na dleer ket ober avoultriach, hag e rez avoultriach! Detesti a rez an idolou, hag e laerez au traou sacr! 23 Te, pehini a denn gloar euz al lezen, a zizhenor Doue, o terri al lezen! 24 rag hano Doue a zo blasphemet abalamour deoc’h e‐touez ar Jentiled, evel ma’z eo scrivet. 25 Ar circoncision a zo talvoudus, ia, mar mirez al lezen; mes mar d’oud eun torer euz al lezen, euz a circonciset e teuez da veza dicirconcis. 26 Rag‐se, mar deu an den, pehini n’eo ket bet circonciset, da viret gourc’hemenou al lezen, daoust ha na vezo ket tremenet evit eun den circonciset, petra‐benag ma’z eo dicirconcis? 27 Ha mar deu an den a zo dicirconcis adaleg he c’hinivelez, da viret al lezen, condaonet e vi ganthan, te pehini, gant al lizeren euz al lezen hag euz ar circonsision, na zentez ket oouz al lezen. 28 Rag ar gwir Judeo n’eo ket an hini hen deuz an apparans a‐ziaveaz hep‐ken, hag ar gwir circoncision n’eo ket an hini a vez great er c’hig a‐ziaveaz; 29 mes euz an diabarz eo e vezer Judeo, hag ar gwir circoncision eo hini ar galon, an hini a zo hervez ar spered, ha nann hervez al lizeren; ha meulodi ar Judeo‐ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society