Romaned 16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XVI. 1 Recommandi a ran deoc’h Phœbe, hor c’hoar, ha servicherez euz an Iliz a Genchrea; 2 evit ma tigemerot anezhi en Aotrou, evel ma tere ouz ar Zent; ha ma sicourot anezhi en kement tra ma c’halfe kaoud ezom ac’hanoc’h; rag honnes he deuz recevet en he zi meur a hini, hag ac’hanoun‐me dreist holl. 3 Saludit Priscilla hag Akilas, va c’hen‐labourerien en Jesus‐Christ, 4 pere ho deuz exposet ho buez evit va hinime; ha n’e ket me hep‐ken a deu d’ho zrugarekaad, mes ive holl Ilizou ar Jentiled. 5 Saludit ive an Iliz a zo en ho zi. Saludit Epaïnetus, va muia‐karet, ar c’henta a zo bet en eni gonvertisset d’ar C’hrist en Akaia. 6 Saludit Mari, pehini he deuz kemeret kalz a boan evidomp. 7 Saludit Andronicus ha Junia, va c’herent, ha va c’hompagnunez er prizon. Braz int e‐touez an ebestel, hag ouz‐pen, credet ho deuz er C’hrist araog d’in. 8 Saludit Amplias, va muia‐karet en Aotrou. 9 Saludit Urbanus, compagnon euz hon labouriou er C’hrist; ha Stachys, va muia‐karet. 10 Saludit Appelles, pehini a zo bet amprouvet er Christ. Saludit ar re euz a di Aristobolus. 11 Saludit Herodion, a zo euz va c’herent. Saludit ar re euz a di Narcissus, pere a zo en Aotrou. 12 Saludit Tryphina ha Tryphosa, pere ho deuz labouret evit an Aotrou. Saludit Persid, ar muia‐karet, pehini he deuz labouret kalz evit an Aotrou. 13 Saludit Rufus, choazet gant an Aotrou, hag he vam, pehini a zo ive mam d’in‐me. 14 Saludit Asyncritus, Phlegon, Hermas, Patrobas, Hermes, hag ar breudeur pere a zo ganthe. 15 Saludit Philologus ha Julia, Nerea hag he c’hoar, hag Olympia, hag an holl Zent a zo ganthe. 16 En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. Ilizou ar C’hrist a zalud ac’hanoc’h. 17 Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a‐enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe. 18 Rag ar seurt tud‐se na zervichont ket hon Aotrou Jesus‐Christ, mes ho c’hov ho‐unan; ha gant komzou kaer ha meulodiou, e tromplout calonou an dud divalis. 19 Rag anavezet eo gant an holl ez oc’h sentus meurbed; en em rejouissa a ran eta abalamour deoc’h, ha deziroud a ran e vec’h fur e‐kenver ar mad ha pur e‐kenver an drouk. 20 Hep dale an Aotrou a beoc’h a vrevo Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h! Amen. 21 Timoteus, va c’hen‐labourer, ha Lucius, ha Jason, ha Sosipater, va c’herent, a zalud ac’hanoc’h. 22 Me, Tertius, pehini em euz scrivet al lezer‐man, a zalud ac’hanoc’h. 23 Gaius, an hini am receo, hag a receo an Iliz holl en he di, a zalud ac’hanoc’h. Erastus, tenzorier kear, ha Kuartus, hor breur, a zalud ac’hanoc’h. 24 Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h holl! Amen. 25 D’an hini hen deuz ar galloud d’ho krenvaad hervez va Aviel, hag ar pez a zo bet prezeget gant Jesus‐Christ, hervez revelation ar myster, dalc’het kuzet e‐pad meur a gant vloaz, 26 mes a zo breman diskuzet dre Scrituriou ar brofeted, hervez gourc’hemen an Doue eternel, ha discleriet d’an holl Jentiled, evit ma sentint ouz ar feiz; 27 da Zoue, pehini hep‐ken a zo fur, ra vezo rentet, dre Jesus Christ, ar gloar e peb amzer! Amen. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society