Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Romaned 15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XV.

1 Ni eta, pere a zo krenv, a dle supporti sempladurez ar re febl, eleac’h en em blijoud enomp hon‐unan.

2 Ra zeui kentoc’h pep hini ac’hanomp da glask plijoud d’he nessa, er pez a zo mad, evit an edification;

3 rag ar C’hrist ive n’eo ket en em blijet enhan he‐unan; mes evel ma’z eo scrivet: Dismegansou ar re a ra dismegans d’id, a zo kwezet varnoun‐me.

4 Hogen, kement tra a zo bet scrivet gwech all, a zo bet scrivet evit hor c’helenadurez, evit ma hor bezo esperans, dre ar batianted hag ar gonsolation a zeu euz ar Scrituriou.

5 Gras deoc’h da gaoud digant an Doue a batianted hag a gonsolation ar memeus santimanchou an eil e‐kenver egile, hervez Jesus‐Christ;

6 evit gallout gant ar memeus calon hag ar memeus genou, renta gloar da Zoue, pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus‐Christ.

7 Rag‐se en em digemerit an eil egile, evel ma’z omp bet digemeret gant ar C’hrist evit gloar Doue.

8 Lavaret a ran eta penaos Jesus‐Christ a zo bet ministr ar circoncision, evit diskouez ar fidelite a Zoue, en eur accomplissa ar promessaou great d’an tadou;

9 hag evit ma teui ar Jentiled da c’hlorifia Doue abalamour d’he drugarez, hervez ar pez a zo scrivet: Abalamour d’an dra‐man me a rento d’id meulodi e‐touez ar Jentiled, hag e canin canticou d’az hano.

10 Lavaret eo bet c’hoas: En em rejouissit, Jentiled, gant he bobl.

11 Ha c’hoas: Nationou, meulit holl an Aotrou, ha c’houi poblou, celebrit anezhan holl.

12 Izaias a lavar ive: Dond a rai euz a Jesse eur c’hrizien hag a zavo evit gouarn ar Jentiled; hag ar Jentiled a espero enhan.

13 Ra zeui eta an Doue a esperans d’ho karga a bep seurt joa ha peoc’h, er feiz, evit ma creskot en esperans, dre c’halloud ar Spered‐Santel.

14 Evidoun‐me, va breudeur, em euz ar greden ez oc’h leun a vadelez, karget a bep anaoudegez, ha capabl ive d’en em exhorti an eil egile.

15 Koulskoude, breudeur, em euz scrivet deoc’h gant mui a hardiegez marteze, evit digas da zonj deoc’h, euz an traou‐man, hervez ar c’hras a zo bet roet d’in gant Doue,

16 da veza ar ministr euz a Jesus‐Christ ekenver ar Jentiled, ha da accomplissa an deveriou santel euz a garg Aviel Doue, evit ma vezo kavet mad an offrans euz ar Jentiled, o veza santifiet gant ar Spered‐Santel.

17 Bez’ em euz eta leac’h d’en em c’hlorifia dre Jesus‐Christ, en traou a zell ouz Doue.

18 Rag na gredfen komz a netra, ha ne vez bet great dreizoun gant ar C’hrist, dre ar gomz ha dre an oberou, evit lakaad ar Jentiled da zenti outhan;

19 dre c’halloud ar miraclou hag ar burzudou; dre c’halloud ar Spered a Zoue; en hevelep doare ma em euz prezeget dreholl Aviel ar C’hrist, adaleg Jerusalem hag ar broiou trovar‐dro, beteg an Illyria.

20 Hag evel‐se em euz lakeat va holl zourci da brezeg an Aviel, eleac’h ne oa ket bet c’hoas klevet hano ar C’hrist, gant aoun ne zeufen da vatissa var fondamant eun all;

21 hervez ma’z eo scrivet: Ar re da bere ne oa ket bet annonset her gwelo, hag ar re n’ho doa ket klevet komz anezhan, a glevo.

22 Abalamour da ze ive oun bet harzet alies da vond beteg enoc’h.

23 Mes evel n’em euz ken breman affer e‐bed er vro‐man, ha ma em euz eur c’hoant vraz abaoe meur a vloaz da vond d’ho kwelet,

24 ez in d’ho kavout, pa vezin en hent evit mond d’ar Spagn; rag esperoud a ran ho kwelet, en eur dremen, ha beza ambrouget ganeoc’h en hent varzu eno, goude m’am bezo da genta contantet eun neubeud ar c’hoant em euz da veza ganeoc’h.

25 Mes breman ez an da Jerusalem, da gas d’ar Zent eun tam sicour.

26 Rag ar re euz a Vacedonia hag euz a Akaia ho deuz kavet mad rei lod euz ho madou d’ar beorien a zo e‐touez Sent Jerusalem.

27 Kement‐se ho deuz kavet mad, hag evit‐gwir, dleourien e oant ive dezhe; rag, mar ho deuz bet ar Jentiled lod euz ho madou spirituel, e tleont dond ive d’ho zicour en traou temporel.

28 Goude eta m’am bezo great kement‐se, ha m’am bezo roet dezhe gant fidelite ar pez a zo da rei, e tremenin dre ho pro, en eur vond d’ar Spagn.

29 Hogen, gouzoud a ran, pa zeuin d’ho kavoud, e teuin karget euz benedictionou Aviel ar C’hrist.

30 Ho pidi a ran eta, breudeur, dre hon Aotrou Jesus‐Christ, ha dre garantez ar Spered, da gombati assambles ganen er pedennou a reot evidoun da Zoue;

31 evit ma vezin delivret euz an dud difeiz euz ar Jude, hag evit ma vezo va c’harg en Jerusalem digemeret mad gant ar Zent;

32 evit ma’z in d’ho kavout gant joa, dre volontez Doue, ha ma c’hallin kaoud eun tam repos en ho touez.

33 Ra vezo Doue ar peoc’h ganeoc’h holl! Amen.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan