Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Romaned 14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIV.

1 An hini a zo febl er feiz, digemerit anezhan gant madelez, heb disput var an opinionou.

2 Unan a gred ec’h hell dibri euz a bep tra; hag an hini a zo febl na zebr nemed legumach.

3 An hini a zebr a bep seurt, ra ziwallo da zisprijoud an hini na zebr ket a bep seurt; hag an hini na zebr ket a bep seurt, ra ziwallo da varn an hini a zebr a bep seurt; rag Doue hen deuz he zigemeret.

4 Piou oud‐de, te pehini a gondaon servicher eun all? D’he vestr he‐unan eo barn anezhan, mar choum en he za, pe mar deu da gweza; mes choum a rai en he za, rag Doue a zo galloudus evit rei nerz dezhan.

5 He‐man a istim eun devez dreist eun devez all; hennes a istim an holl deveziou an eil kement hag egile; ra hen devezo pep den en he spered eur greden barfet eo mad ar pez e ra.

6 An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue.

7 Rag, hini ac’hanomp na vev evithan he‐unan, hag hini ac’hanomp na varv evithan he‐unan.

8 Mar bevomp, evit an Aotrou eo e vevomp; ha mar marvomp, evit an Aotrou eo e varvomp; evel‐se ’ta, daoust pe beva, pe vervel a reomp, ez omp d’an Aotrou.

9 Rag evit se eo marvet ar C’hrist, ha resussitet, hag hen deuz kemeret adare ar vuez, evit dond da ren var ar re veo ha var ar re varo.

10 Mes te, perag e varnez‐te da vreur? Ha te ive, perag e tisprijez‐te da vreur? pa’z eo gwir e vezimp lakeat holl dirag tribunal ar C’hrist.

11 Rag scrivet eo: Evel ma’z oun beo, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazoun, ha pep teod a rento gloar da Zoue.

12 Evel‐se ’ta pep hini ac’hanomp a rento count da Zoue evithan he‐unan.

13 N’en em varnomp mui eta an eil egile; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e‐bed d’hor breur.

14 Me a oar, hag a zo sur mad dre an Aotrou Jesus, penaos n’euz netra souillet anezhan he‐unan; koulskoude an hini a sonj dezhan ez eo souillet eun dra, an draze a zo souillet evithan.

15 Mes ma vez da vreur glac’haret ganez abalamour da eur boued‐benag, n’en em gomportez mui hervez ar garantez. Ne laka ket da vond da goll, dre da voued, an hini evit pehini eo marvet ar C’hrist.

16 Diwallit eta ne vez drouk‐komzet divarben al liberte hoc’h euz.

17 Rag rouantelez Doue n’ema ket en dibri nag en eva, mes er justis, er peoc’h, hag er joa dre ar Spered‐Santel.

18 An neb a zervich ar C’hrist en doareze, a blij da Zoue, hag a vez kavet mad gant an dud.

19 Klaskomp eta an traou a gas d’ar peoc’h, hag a hell hon edifia an eil hag egile.

20 N’ed a ket da zistruj œuvr Doue evit eun tam boued. Gwir eo penaos pep tra a zo pur, mes eun dra fall eo d’an den ho dibri, en eur rei scandal.

21 Mad eo choum heb dibri kig, nag eva gwin, hag en em viret euz a gement a helfe lakaad da vreur da stronsa, pe da gweza, pe da zinerza.

22 Beza ec’h euz‐te ar feiz‐ze? dalc’h anezhi enoud da‐unan dirag Doue. Eürus an hini n’en em gondaon ket he‐unan er pez a gav mad.

23 Mes an hini hen deuz douetans divarben eun tam boued, a zo condaonet mar tebr anezhan, abalamour n’hen gra ket gant feiz; hogen kement tra n’ed eo ket great gant feiz, a zo pec’hed.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan