Romaned 11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XI. 1 Goulen a ran eta: Daoust ha Doue hen deuz taolet he bobl diouthan? Pell a ze; rag me va‐unan a zo euz a Israel, euz a lignez Abraham, euz a dribu Benjamin. 2 Doue n’hen deuz ket taolet diouthan he bobl pehini hen deuz anavezet a‐ziagent. Ha na ouzoc’h‐hu ket petra a lavar ar Scritur divarben Elias, penaos e reaz klem ouz Doue a‐enep Israel, en eur lavaret: 3 Aotrou, lazet ho deuz da brofeted, ha diskaret ho deuz da aoteriou; ha me a zo choumet va‐unan, hag emaint o klask lemmel va buez diganen. 4 Mes pe seurt respont a reaz Doue dezhan? Miret em euz evidoun va‐unan seiz mil den, pere n’ho deuz ket pleget ho glin dirag Bahal. 5 Beza ez euz eta ive en amzer‐man eur rum tud hag a zo bet miret, hervez ar choaz euz he c’hras. 6 Hogen mar d’eo dre ar c’hras int bet choazet, n’eo ket mui dre an oberou; anez ar c’hras ne vije mui eur c’hras; a‐hendall, mar d’eo dre an oberou, neuze n’eo mui dre ar c’hras; anez an oberou ne vijent mui oberou. 7 Petra eta? Israel n’hen deuz ket kavet ar pez a glaske, mes ar re choazet ho deuz hen kavet, hag ar re all a zo bet kaledet, 8 hervez ma’z eo scrivet: Doue hen deuz roet dezhe eur spered a bounner‐gousk, daou‐lagad ha na velont ket, ha diou‐skouarn ha na glevont ket, beteg an devez‐man. 9 Ha David a lavar: Ra vezo ho zaol evithe eur roued hag eur pech, eun occasion da gweza, hag ho recompans; 10 ra vezo ho daou‐lagad tenvaleet evit na velint ket, ha ra vezo ho c’hein daoubleget da viken. 11 Her goulen a ran eta: Daoust hag assoupi ho deuz great evit kweza? Doue ra viro! mes dre ho lam eo deuet ar zilvidigez d’ar Jentiled, evit lakaad ar jalouzi da zevel enhe. 12 Hogen, mar d’eo bet ho lam pen‐caoz da binvidigez ar bed, hag ho c’holl pen‐caoz da binvidigez ar Jentiled, pegement mui e vezo conversion ar bobl holl? 13 Rag me a lavar deoc’h‐hu, Jentiled: O veza ma’z oun abostol ar Jentiled, e c’hlorifian va c’harg, 14 o klask, mar gallan, lakaad an dud euz va goad da c’hoantaad beza par d’ar re all, ha da zavetei unan‐benag anezhe. 15 Rag mar d’eo deuet ar bed da veza unanet gant Doue, dre ma’z eo bet ar re‐man taolet a‐gostez, pa vezint galvet a‐nevez, petra a vezo kement‐se, nemed eur resurrection euz a varo? 16 Hogen, mar d’eo santel ar c’henta frouez, ar rest euz ar frouez a zo santel ive; ha mar d’eo santel ar c’hrizien, ar brancou a zo santel ive. 17 Mes mar d’eo bet diskolpet unan‐benag euz ar brancou, ha te, gwezen olivet sauvach, mar d’oud bet greffet en ho flas, ha mar d’oud deuet da gaoud lod er c’hrizien hag er mêl euz ar vezen olivet, 18 n’ed a ket da denna gloard’id da‐unan divar goust ar brancou; pe mar grez, bez sonj n’eo ket te a zoug ar c’hrizien, mes ar c’hrizien, eo a zoug ac’hanoud. 19 Mes te a lavaro: Ar brancou a zo bet diskolpet, evit ma vijenme greffet. 20 Mad; diskolpet int bet abalamour ne gredent ket; mes te a choum stard dre ar feiz; diwall d’en em huellaad, mes bez var da aoun. 21 Rag mar n’hen deuz ket Doue espernet ar brancou naturel, laka evez gant aoun na espernfe ket ac’hanoud‐de ken neubeud. 22 Sell eta ouz ar vadelez hag ouz ar garventez a Zoue; he c’harventez e‐kenver ar re a zo kwezet, mes he vadelez en da genver‐te, mar kendalc’hez en he vadelez; anez, te ive a vezo diskolpet. 23 Hag evit ar pez a zell ar re‐ze, mar na choumont ket en discredoni, e vezint greffet a‐nevez; rag Doue hen deuz ar galloud d’ho greffa adare. 24 Rag mar d’oud bet troc’het euz ar vezen olivet sauvach, ha mar d’oud bet, er c’hontrol d’an natur, greffet var eur vezen olivet vad; pegement kentoc’h na vezo ket ar re a zo ar brancou naturel greffet var ho gwezen olivet ho‐unan? 25 Rag ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h ar myster‐man, evit na veot ket fur dirag ho taou‐lagad hoc’h‐unan; penaos eul loden euz a Israel a zo kwezet en dallentez, bete ma vezo holl bobl ar Jentiled antreet en Iliz. 26 Hag evel‐se Israel holl a vezo salvet, hervez ma’z eo scrivet: Al liberatour a zeui euz a Sion, hag a bellaio euz a Jacob peb impiete; 27 hag houman eo an allians a rin ganthe, pa lammin kuit ho fec’hejou. 28 Gwir eo penaos, e‐kenver an Aviel ez int enebourien, abalamour deoc’h; mes e‐kenver ar choaz a Zoue, ez int karet abalamour d’ho zadou, 29 rag donezonou ha galvedigez Doue ne hellont ket beza torret. 30 Hag evel ma’z oc’h bet ive gwech‐all dizent ouz Doue, ha m’hoc’h euz koulskoude kavet breman trugarez dre ho dizentidigez; 31 evel‐se, ez int deuet breman da veza dizent, evit ma ho devezo trugarez, dre an drugarez a zo bet great deoc’h. 32 Rag Doue hen deuz lakeat an holl da veza assambles en dizentidigez, evit ober trugarez d’an holl. 33 O dounder euz ar binvidigez, hag euz ar furnez, hag euz ar wiziegez a Zoue! Pegen incomprenabl eo he varnedigeziou, pegen dies da anaoud he henchou! 34 Rag piou hen deuz anavezet sonj an Aotrou, pe piou hen deuz roet eun ali‐benag dezhan? 35 Pe c’hoas, piou hen deuz roet eun dra‐benag dezhan da genta, hag e vezo rentet dezhan adare? 36 Rag an holl draou a zo diganthan, ha dreizhan, hag evithan: Dezhan ar gloar da viken! Amen! |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society