Mazhev 9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR IX. 1 Jesus, o veza eat er vag, a dreuzaz ar mor, hag a zeuaz en he gear he‐unan. 2 Hag e tigassjont dezhan eur paralitic gourvezet var eur gwele; ha Jesus, o velet feiz an dud‐se, a lavaraz d’ar paralitic: Va mab, kemer courach, da bec’hejou a zo pardonet d’id. 3 O klevet kement‐man, darn euz ar Scribed a lavare enhe ho‐unan: An den‐man a vlasphem. 4 Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz: Perag e sonjit‐hu fall en ho calonou? 5 Rag pehini eo an ezeta, lavaret: Da bec’hejou a zo pardonet d’id; pe lavaret: 6 Sav, ha bale? Mes, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou: Sav, emezhan neuze d’ar paralitic, doug da vele, ha kea d’az ti. 7 Hag hen, o veza savet, a ieaz d’he di. 8 Ar bobl, o velet kement‐se a oe souezet, hag e veuljont Doue, pehini hen doa roet eun hevelep galloud d’an dud. 9 Hag evel ma’z ea Jesus ac’hane, e velaz eun den hanvet Maze, azezet en bureo ar c’hargou, hag e lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun. 10 Hag e savaz, hag ec’h heuliaz anezhan. Hag evel ma oa Jesus azezet ouz taol en ti Maze, kalz a bublicaned hag a dud a vuez fall a zeuaz, hag en em lakeaz ouz taol gant Jesus ha gant he ziskibien. Pa velaz ar Farizianed kementse, 11 e leverjont d’he ziskibien: Perag e tebr ho mestr gant ar bublicaned hag an dud a vuez fall? 12 Jesus, o veza klevet kement‐se, a lavaraz dezhe: N’eo ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re glanv. 13 Mes it, ha deskit petra a zinifi ar gomz‐man: Mizercord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis; rag n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien. 14 Neuze diskibien Ian a zeuaz da gavout Jesus, en eur lavaret: Perag e iunomp alies, ni hag ar Farizianed, ha da ziskibien ne iunont ket? 15 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha gallout a ra mignoned ar pried en em glac’hari e‐pad ma eman ar pried ganthe? Mes dond a rai an amzer ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint. 16 Den na laka eun tam mezer nevez ouz eur zae goz; rag dond a rafe an tam nevez da zispen ar zae, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. 17 Na leker ket ken neubeut gwin nevez ebarz barikennou koz; anez ar barikennou a freuz, ar gwin a red, hag ar barikennou a vez kollet; mes lakaad a rer ar gwin nevez en barikennou nevez, hag e virer an eil hag egile. 18 Pa oa o lavaret kement‐se dezhe, eur chef a zinagog a dostaaz, hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret: Va merc’h a zo o paouez mervel; mes deuz, astenn da zaouarn varnezhi, hag e vevo. 19 Ha Jesus, o veza savet, a ieaz var he learc’h gant he ziskibien. 20 Hag eur vreg, hag a oa klanv gant a dioada abaoe daouzec vloaz, a dostaaz outhan a‐ziadre, hag a douchaz ouz ar bord euz he zae; 21 rag lavaret a rea enhi he‐unan: Mar touchan hepken ouz he zae e vezin iac’heet. 22 Mes Jesus, o veza troet hag o sellet outhi, a lavaraz: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; hag ar vreg‐se a oe iac’heet adaleg an heur‐ze. 23 Pa oe deuet Jesus e ti ar chef a zinagog, ha pa velaz ar fleüterien hag an dud a rea eun drouz vraz, e lavaraz dezhe: 24 It ac’hann; rag ar plac’h‐iaouank‐man n’eo ket maro, mes kousket eo. 25 Hag int a rea goab anezhan. Ha goude ma oa bet kasset an dud‐se er meaz, hen a antreaz, hag o veza croget en dorn ar plac’h‐iaouank‐se, hi a zavaz. 26 Hag ar vrud euz a gement‐se a ieaz dre an holl vro‐ze. 27 Pa oa Jesus a vond ac’hane, daou zen dall a heuliaz anezhan, en eur grial, hag en eur lavaret: 28 Mab David! kemer truez ouzomp. Ha pa oe deuet en ti, an dud dall‐ze a dostaaz outhan, ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha c’houi a gred ec’h hellan‐me ober kement‐se? Int a lavaraz dezhan: Ia, Aotrou! 29 Neuze hen a douchaz ho daou‐lagad, en eur lavaret: Ra vezo great deoc’h hervez ho feiz. 30 Hag ho daou lagad a oe digoret; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret: Diwallit na ouefe den an dra‐ze. 31 Mes, o veza eat er meaz, ar re‐man a skuliaz ar vrud anezhan dre an holl vro‐ze. 32 Hag evel ma oant o vond er meaz, e oe digasset dezhan eun den mud, dalc’het gant eun drouk‐spered. 33 Ha pa oe kasset kuit an drouk‐spered, an den mud a gomzaz. Hag ar bobl a oe souezet, hag e lavarent: Biskoas n’eo bet gwelet kemend all en Israel. 34 Mes ar Farizianed a lavare: Dre brins an drouk‐sperejou eo e kas kuit an drouk‐sperejou. 35 Ha Jesus a iea tro‐var‐dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e‐touez ar bobl. 36 Hag o velet an holl bobl‐ze, hen doe truez outhe, abalamour ma oant skuiz ha dianket, evel denved hep pastor. 37 Neuze e lavaraz d’he ziskibien: An eost a zo braz, mes al labourerien a zo neubeud anezhe. 38 Pedit eta Aotrou an eost da gas labourerien en he eost. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society