Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VIII.

1 Pa oe diskennet Jesus divar ar menez, eur foul braz a bobl a heuliaz anezhan.

2 Ha setu, eun den lor a zeuaz hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret: Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad.

3 Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret: Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h‐tu e oe neteet euz he lorgnez.

4 Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.

5 Ha Jesus o veza antreet en Cafernaüm, eur c’hantener a zeuaz d’he gavout, o pedi anezhan, hag o lavaret:

6 Aotrou! va mevel a zo gourvezet er gear klanv gant ar paralizi, hag eman en gwall boan.

7 Ha Jesus alavaraz dezhan: Mond a rin, hag e iac’hain anezhan.

8 Hag ar c’hantener, o respont, a lavaraz: Aotrou! n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo iac’heet.

9 Rag evidoun‐me, petra benag m’az oun dindan otorite tud‐all, em euz dindanoun soudarded, hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag hen her gra. Pa glevaz Jesus kement‐se,

10 e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel.

11 Rag‐se e lavaran deoc’h e teuio kalz euz ar Zao‐heol hag euz ar C’hus‐heol, hag ec’h azezint ouz taol gant Abraham, Isaac ha Jacob, en rouantelez an envou,

12 mes bugale ar rouantelez a vezo taolet en devalijen a ziaveaz; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent.

13 Neuze Jesus a lavaraz d’ar c’hantener: Kea, ha ra vezo great d’id evel ma ec’h euz credet; hag he vevel a oe rentet pare var an heur‐ze.

14 Ha Jesus, o veza deuet en ti Per, a velaz he vam‐gaer var he gwele klanv gant an derzien.

15 Hag hen a douchaz ouz he dorn, hag an derzien a guitaaz anezhi; hag hiazavaz, hag a zervichaz anezhe.

16 Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk‐sperejou dre he c’her; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv;

17 evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel‐hen dre ar profet Izaias: Kemeret hen deuz he‐unan hon infirmiteou, ha douget hen deuz hor c’hlenvejou.

18 Hogen, Jesus, o velet kalz a bobl en‐dro dezhan, a c’hourc’hemenaz tremen en tu‐all d’ar mor.

19 Hag eur Scrib, o tostaad, a lavaraz dezhan: Mestr! me a heulio ac’hanoud e pe leac’h‐benag ma’z i.

20 Ha Jesus a lavaraz dezhan: Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou; mes Mab an den n’hen deuz ket a leac’h evit harpa he ben.

21 Hag eun all euz heziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou! lez ac’hanoun da vond da genta da enteri va zad.

22 Mes Jesus a lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun, ha lez ar re varo da enteri ho re varo.

23 Ha goude m’hen doe pignet er vag, he ziskibien a ieaz var he learc’h.

24 Ha setu e savaz eun tempest braz var ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet a darzou‐mor; mes hen a gouske.

25 Hag he ziskibien a zeuaz, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, saveta ac’hanomp, e momp o vond da goll.

26 Hag hen a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu aoun, tud a neubeud a feiz? Neuze e savaz, hag e c’hourc’hemenaz d’an avelou ha d’ar mor, hag e teuaz eur c’halm braz.

27 Hag an dud‐se a oe souezet, hag e lavarent: Pe seurt den eo he‐man, ma teu an avelou hag ar mor da zenti outhan?

28 Pa oe erruet en tu‐all, en bro ar Jerjezaned, daou zen dalc’het gant drouk‐sperejou a zeuaz d’he zialben; ar re‐man, pere o oa deuet er meaz euz ar beziou, a oa ken furius, ken na grede den tremen dre an hent‐se;

29 en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer?

30 Hogen, beza e oa eur pennad mad diouthe eur vanden vraz a voc’h o peuri.

31 Hag an drouk‐sperejou a bedaz anezhan, en eur lavaret: Mar kassez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vond er vanden voc’h‐se.

32 Hag hen a lavaraz dezhe: It. Hag o veza sortiet, ez ejont er vanden voc’h; ha kerkent an holl vanden voc’h a ieaz, var red, d’en em deurel d’an traon, er mor, hag e varvjont en doureier.

33 Neuze ar re ho diwalle a dec’haz, hag o veza deuet en kear, e tisclerjont pep‐tra, hag ar pez a oa c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an drouk‐sperejou.

34 Ar gear holl a zeuaz rag‐tal etrezeg Jesus; ha kerkent ha ma veljont anezhan, her pedjont d’en em denn kuit euz ho bro.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan