Mazhev 6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VI. 1 Likit evez na rafac’h hoc’h aluzen dirag an dud, evit beza gwelet ganthe; anez n’ho pezo ket a recompans digant ho Tad pehini a zo en envou. 2 Rag‐se pa ri aluzen, na laka ket sôn an drompil en da raog, evel ma ra an hipocrited er sinagogou hag er ruiou, evit beza meulet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans. 3 Mes pa rez aluzen, gra ma na ouezo ket da zorn kleiz ar pez a ra da zorn deo; 4 evit ma vezo da aluzen great e‐kuz; ha da Dad pehini a vel an traou kuzet, hen rento d’id dirag an holl. 5 Ha pa bedi, na ra ket evel an hipocrited; rag int a gar pedi en ho za er sinagogou hag e corn ar ruiou, evit beza gwelet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans. 6 Mes te, pa bedez, antren en da gambr, hag o veza serret an nor, ped da Dad pehini a zo el leac’h secret‐se; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl. 7 Hogen, pa bedit, n’en em zervichit ket a adlavariou didalvez, evel ma ra ar baianed; rag int a gred eo dre galz a gomzou e vezint selaouet. 8 Na vezit ket eta henvel outhe; rag ho Tad a oar petra hoc’h euz ezom, araog ma c’houlennit diganthan. 9 C’houi eta pedit evel‐hen: Hon Tad pehini a zo en envou, da hano bezet santitiet; 10 deuet da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env; 11 ro deomp hirio hor bara pemdeziec; 12 pardon deomp hon pec’hejou, evel ma pardonomp ive d’ar re ho deuz hon offanset; 13 ha n’hon lez ket da gweza en dentation; mes delivr ac’hanomp diouz an droug. Rag d’id eo ar rouantelez, ar galloud, hag ar gloar da viken. Amen! 14 Rag mar pardonit d’an dud ho offansou, 15 ho Tad celestiel a bardono ive deoc’h. Mes mar na bardonit ket d’an dud ho offansou, ho Tad na bardono ket ken neubeut deoc’h hoc’h offansou. 16 Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans. 17 Mes te, pa iunez, eol da ben ha gwalc’h da visach; 18 evit na vezo ket gwelet gant an dud emoud o iun, mes gant da Dad hep‐ken pehini a zo el lec’h secret; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl, 19 Na zastumit ket a denzoriou evidoc’h var an douar, e pe leac’h e vez kollet pep tra gant ar prenved hag ar merkl, hag e pe leac’h e teu al laeron da doulla, hag e laeront; 20 mes dastumit tenzoriou evidoc’h en env, e pe leac’h na vez kollet netra, na gant ar prenved, na gant ar merkl, hag e pe leac’h ne doul ket al laeron, ha ne laeront ket; 21 rag el leac’h ma eman da denzor, eno e vezo ive da galon. 22 Sclerijen ar c’horf eo al lagad: rag‐se mar d’eo sclear da lagad, da holl gorf a vezo sclerijennet; 23 mes mar d’eo fall da lagad, da holl gorf a vezo teval. Mar d’eo eta tevalijen ar sclerijen a zo enoud, peger brazan devalijen‐ze! 24 Den e‐bed na hell servicha daou vestr; rag, kasaad a rai unan, hag e karo egile; pe en em attacho ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon. 25 Abalamour da ze hen lavaran deoc’h: Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra a zebrot, ha petra a evot; nag evit ho corf, petra a wiskot. Ha n’ed eo ket ar vuez muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad? 26 Sellit ouz lapoused an env; rag ne hadont ket, ne vedont ket, ha ne zastumont ket er c’hreunielou, koulskoude ho Tad celestiel a vag anezhe. Ha n’och‐hu ket kalz talvoudusoc’h egethe? 27 Ha piou ac’hanoc’h‐hu gant he zourci a helfe creski he vent euz a eun ilinad hepken? 28 Ha perag oc’h‐hu en sourci divarben ar wiskamant? Deskit penaos e cresk lili ar parcou; na labouront ket, na nezont ket. 29 Koulskoude me a lavar deoc’h penaos Salomon he‐unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe. 30 Mar gwisk eta Doue er giz‐se yeot ar parcou, pehini a zo hirio, hag a vezo varc’hoas taolet er forn, ha na wiskohen ket ac’hanoc’h‐hu kalz kentoc’h o tud a neubeud a feiz? 31 Na vezit ket eta en sourci, o lavaret: Petra a zebrimp‐ni? pe, petra a evimp‐ni? pe, gant petra en em wiskimp‐ni? 32 Rag ar baianed eo a glask an holl draou‐ze; hag ho Tad celestiel a oar hoc’h euz ezom euz an holl draou‐ze. 33 Mes klaskit da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an holl draou‐ze a vezo roet deoc’h ouzpen. 34 Rag‐se na vezit ket en sourci gant an deiz varlearc’h; rag an deiz varlearc’h hen devezo soagn euz ar pez a zell outhan. Da bep devez ez eo awalc’h he boan. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society