Mazhev 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR V. 1 Hogen, o velet ar bobl, Jesus a bignaz var eur menez; hag o veza azezet, he ziskibien a dostaaz outhan. 2 Hag o tigeri he c’henou, e kelenne anezhe, en eur lavaret: 3 Eürus ar re baour er spered rag rouantelez an envou a zo dezhe. 4 Eürus ar re a zo er glac’har; rag consolet e vezint. 5 Eürus ar re douç; rag int a herito deuz an douar. 6 Eürus ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar justis; rag int a vezo rassaziet. 7 Eürus ar re drugarezus; rag int a gavo trugarez. 8 Eürus ar re bur a galon; rag int a velo Doue. 9 Eürus an dud a beoc’h; rag int a vezo galvet bugale Doue. 10 Eürus ar re a zo persecutet abalamour d’ar justis; rag rouantelez an envou a zo dezhe. 11 Eürus e vefet pa zeui an dud da ober rebechou deoc’h, d’ho persecuti, ha da lavaret e‐gaou pep seurt droug a‐enep deoc’h, abalamour d’in; 12 en em laouenait ha tridit gant ar joa, rag ho recompans a vezo braz en envou; rag evel‐se eo ho deuz persecutet ar brofeted a zo bet araog deoc’h. 13 C’houi eo holen an douar; mes mar koll an holen he vlaz, gant petra e vezo hen sallet? N’eo mui mad da netra, nemed da veza taolet er meaz, ha da veza mac’het gant treid an dud. 14 C’houi a zo sclerijen ar bed: eur gear diazezet var eur menez na hell ket beza kuzet; 15 ha ne alumer ket eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boczel, mes var eur c’hantoleur, hag e ro sclerijen d’ar re holl a zo en ti. 16 Ra sclerio evel‐se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mad‐oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou. 17 Na zonjit ket e ven deuet evit diskar al lezen pe ar brofeted; n’oun ket deuet evit diskar, mes evit accomplissa. 18 Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, bete ma vezo tremenet an env hag an douar, na dremeno euz al lezen eur iota hep‐ken pe eur poentic euz a eul lizeren, ken na vezo accomplisset holl. 19 Piou‐benag eta a doro unan euz ar bihana euz ar goure’hemenou‐man, hag a gelenno evel‐se d’an dud, a vezo galvet ar bihana en rouantelez an envou; mes piou‐benag ho grai hag ho desko d’ar re all, hennes a vezo galvet braz en rouantelez an envou. 20 Rag me a lavar deoc’h: Ma n’ez a ket ho chustis dreist hini ar Scribed hag ar Farizianed, na antreot ket en rouantelez an envou. 21 Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz: Na lazi ket; ha piou‐benag a lazo a vezo punissabl dre ar barnerien. 22 Hogen me a lavar deoc’h penaos piou‐benag en em laka en coler ouz he vreur, hep caoz, a vezo punissabl dre an tribunal; ha piou‐benag a lavaro d’he vreur: Raka (den neant), a vezo punissabl dre ar c’honseil; hag an hini a lavaro dezhan: Diot, a vezo punissabl dre dân an ifern. 23 Rag‐se mar digassez da offrans d’an aoter, ha mar teu sonj d’id eno hen deuz da vreur eun dra‐benag en da enep, lez eno da offrans dirag an aoter, 24 ha kea da genta d’en em reconcilia gant da vreur; ha neuze, deuz hag offr da offrans. 25 En em laka a‐unvan hep‐dale gant da enebour, e‐pad ma’z oud en hent ganthan, gant aoun na zeufe da livra ac’hanoud d’ar barner, hag he‐man da vinistr ar justis, ha na vez taolet er prizon. 26 E gwirionez hen lavaran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza liard. 27 Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz: 28 Na ri ket a avoultriach. Mes me a lavar deoc’h penaos kement hini hag a zell ouz eur vaouez gant c’hoantegez anezhi, hen deuz dija great avoultriach ganthi en he galon. 29 Mar ra d’id da lagad deo kweza er pec’hed, difram anezhan, hag hen taol kuit pell diouzid; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern. 30 Mar ra d’id da zorn deo kweza er pec’hed troc’h‐hen hag hen taol kuit pell diouzid; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern. 31 Lavaret eo bet ive: Piou‐benag a gasso kuit he vreg, a ranko rei dezhi eur scrid a zivors. 32 Mes me a lavar deoc’h penaos piou‐benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach e ve, a ra dezhi avoultri; ha piou‐benag a zimezo d’ar vreg kasset kuit, a ra avoultriach. 33 Klevet hoc’h euz c’hoas eo bet lavaret d’ar re goz: Na doui ket en faoz, mes derc’hel a ri e‐kenver Doue d’al le az pezo great. 34 Mes me a lavar deoc’h: Na douit ket a‐grenn, na dre an env, rag trôn Doue eo; 35 na dre an douar, rag scabel he dreid eo; na dre Jerusalem, rag kear ar Roue braz eo. 36 Na dou ket ken neubeut dre da ben; rag na hellez ket ober da eur vleven beza gwenn pe zu. 37 Mes ra vezo ho ker: ia, ia, nann, nann; rag kement a lavarer ouz‐pen a zeu euz an drouk‐spered. 38 Klevet hoc’h euz eo bet lavaret: Lagad evit lagad, ha dant evit dant. 39 Mes me a lavar deoc’h: Na stourmit ket ouz an hini drouk; mes mar sko unan‐benag ac’hanoud var da jod deo, tro e‐ben ive outhan. 40 Ha mar fell da unan‐benag ober proces ouzid ha kemeret da zae, lez c’hoas da vantel ganthan. 41 Ha piou‐benag a oblijo ac’hanoud da vond eul leo ganthan, kea diou. 42 Ro d’an neb a c’houlen diganez, ha na dro ket kein d’an hini a fell dezhan empresta diganez. 43 Klevet hoc’h euz eo bet lavaret: Karoud a ri da nessa, hag e kasai da enebour. 44 Mes me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a daol malloz varnoc’h; grit vad d’ar re ho deuz kas ouzoc’h, ha pedit evit ar re a outrach hag a bersecut ac’hanoc’h; 45 evit ma veot bugale ho Tad pehini a zo en envou; rag hen a ra d’he heol sevel var ar re fall ha var ar re vad, hag a ra d’ar glao kweza var ar re just ha var ar re injust. 46 Rag mar na garit nemed ar re ho kar, pe seurt recompans ho pezohu? Ar bublicaned ha na reont‐hi ket ive kement‐se? 47 Ha mar na zigemerit nemed ho preudeur, petra a rit‐hu dreist ar re all? Ar bublicaned ho‐unan ha na reont‐hi ket ive kement‐se? 48 Bezit eta parfet, evel ma’z eo parfet ho Tad pehini a zo en envou. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society