Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 28 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XXVIII.

1 Pa oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez.

2 Ha setu eur c’hrennamant douar braz a oa bet, rag eun eal a‐berz an Aotrou a oa diskennet euz an env, hag o tostaad, hen doa ruliet kuit ar mean a‐zirag an nor hag azezet varnezhan.

3 He visach a oa evel eul luc’heden, hag he zae gwenn evel an erc’h.

4 Ha gant ar spount ar gwarded ho doa krenet hag a oa deuet da veza evel tud varo.

5 Hogen an eal, o komz outhe, a lavaraz d’ar gragez: Evidoc’h‐hu, n’ho pezet ket a aoun, rag gouzoud a ran penaos e klaskit Jesus pehini a zo bet crucifiet.

6 N’ema ket aman, rag resussited eo, hervez m’hen doa lavaret. Deuit, ha gwelit al leac’h e pehini e oa gourvezet an Aotrou; hag it buhan da lavaret d’he ziskibien penaos eo resussitet a‐douez ar re varo; ha setu,

7 ema o vond araog deoc’h en Galile; eno e velot anezhan, hen lavaret em euz deoc’h.

8 Neuze ez ejont buhan er meaz euz ar bez, gant spount ha gant eur joa vraz,

9 hag e redjont da ziscleria kement‐man d’he ziskibien. Mes, pa oant o vond da ziscleria kement‐man dezhe, setu Jesus a zeuaz d’ho dialben, en eur lavaret: Me ho salud. Hag int a dostaaz, hag a bokaz d’he dreid, hag a adoraz anezhan. Neuze Jesus a lavaraz dezhe:

10 N’ho pezet ket a aoun; it, ha livirit d’am breudeur mond en Galile, hag eno e velint ac’hanoun.

11 Pa oent eat kuit, eur re‐benag euz ar gwarded a zeuaz en kear, hag a ziscleriaz da brinsed ar veleien kement a oa c’hoarvezet.

12 Ar re‐man en em assamblaz kerkent gant ar re Ancien, ha goude beza en em guzuliet, e rojont eur som braz a arc’hant d’ar zoudarded.

13 Hag e leverjont dezhe: Livirit evel‐hen: He ziskibien a zo deuet e‐pad an noz, hag ho deuz laeret he gorf pa oamp kousket.

14 Ha mar deu ar gouarner da glevet kement‐se, ni a c’hounezo anezhan hag e tennimp ac’hanoc’h a boan.

15 Ar zoudarded, o veza kemeret an arc’hant, a reaz evel ma oant bet kelennet; hag ar vrud‐se hen deuz redet e‐touez ar Judevien beteg hirio.

16 Hogen an unnec diskibl a ieaz en Galile, var ar menez a oa bet merket dezhe gant Jesus.

17 Ha pa her gweljont, ec’h adorjont anezhan; mes bez’ e oe darn hag a zouetaz.

18 Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,

19 o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered‐Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h;

20 ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan