Mazhev 27 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XXVII. 1 Kerkent ha ma oe deiz, holl brinsed ar veleien ha re Ancien ar bobl en em guzuliaz a‐enep Jesus evit hen lakaad d’ar maro. 2 Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons‐Pilat, ar gouarner. 3 Neuze Judas, pehini hen doa trahisset anezhan, o velet e oa condaonet, a zeuaz keuz dezhan hag a zigassaz an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha d’ar re Ancien, en eur lavaret: 4 Pec’het em euz; trahisset em euz ar goad innosant. Mes int a lavaraz: Petra a ra an dra‐ze deomp‐ni? Kement‐se a zell ouzidte. 5 Neuze, goude m’hen doe sklapet ar peziou arc’hant en templ, e sortiaz ac’hane, hag o veza eat kuit, en em grougaz. 6 Prinsed ar veleien, o veza kemeret ar peziou arc’hant, a lavaraz: N’eo ket permetet lakaad anezhe ebarz an tenzor, rag an arc’hant‐se eo priz ar goad. 7 Ha goude m’ho doe en em guzuliet, e prenjont park eur poder, evit interri an estranjourien. 8 Abalamour da ze ar park‐se a zo c’hoas kanvet hirio Park ar goad. 9 Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre Jeremi, ar profet, en eur lavaret: Kemeret ho deuz an tregont pez arc’hant, priz an hini a zo bet lakeat he priz, euz an hini a zo bet lakeat he priz gant bugale Israel, 10 hag ho deuz roet anezhe evit park ar poder, hervez ma oa bet kemennet d’in gant an Aotrou. 11 Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret a rez. 12 Ha pa oe tamallet gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien, na respontaz netra. 13 Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Ha na glevez‐te ket pegement a draou a desteniont a‐enep d’id? 14 Mes Jesus na respontaz ket eur ger dezhan; en hevelep doare ma oa souezet meurbed ar gouarner. 15 Hogen, ar gouarner hen doa ar c’hustum, bep gwech ma teue gouel Pask, da leuskel d’ar bobl unan euz ar brizonierien, an hini a c’hoantaent kaoud. 16 Ha neuze ho doa eur prizonier gwall‐vrudet, a c’halvet Barabbas. 17 Evel ma oant assamblet, Pilat a lavaraz dezhe: Pe hini a fell deoc’h a laoskfen ganeoc’h, Barabbas, pe Jesus a c’halver Christ? 18 Rag gouzoud a rea dre jalouzi e oa ho doa livret anezhan. 19 Hogen e‐pad ma oa azezet var he dribunal, he vreg a gassaz eur re‐benag da lavaret dezhan: Diwall da zourcial deuz ar pez a zell ouz an den just‐se; rag eun huvre em euz bet hirio divar he ben hag hen deuz great kalz a boan d’in. 20 Mes prinsed ar veleien hag ar re Ancien a reaz d’ar bobl goulen Barabbas, ha lakaad koll Jesus. 21 Hag ar gouarner, o komz adare, a lavaraz dezhe: Pe hini anezhe ho daou a fell deoc’h a laoskfen deoc’h? Hag e respontjont: Barabbas. 22 Pilat a lavaraz dezhe: Petra a rin‐me eta euz a Jesus a c’halver Christ? Holl e leverjont dezhan: Ra vezo crucifiet. 23 Hag ar gouarner a lavaraz: Mes pe seurt drouk hen deuz‐han great? Neuze e crijont c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret: Ra vezo crucifiet. 24 Pa velaz Pilat penaos na c’houneze netra, mes e creske an trubuil, e kemeraz dour, hag e walc’haz he zaouarn dirag ar bobl, en eur lavaret: Me a zo net euz a voad an den just‐se; ouzoc’h‐c’houi e sell kement‐se. 25 Hag ar bobl holl a respontaz: Ra gwezo he voad varnomp‐ni, ha var hor bugale! 26 Neuze e laoskaz ganthe Barabbas, ha goude m’hen doa lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan dezhe da veza crucifiet. 27 Neuze ar zoudarded a gassaz Jesus da balez ar gouarner, hag e tastumjont var he dro an holl vanden soudarded. 28 Ha goude beza divisket anezhan, e lekejont en‐dro dezhan eur vantel bourpr. 29 Hag o veza great eur gurunen gant spern, e lekejont anezhi var he ben, gant eur gorzen en he zorn deô, hag o plega ho glin dirazhan, e rent goab anezhan, en eur lavaret: Salud roue ar Judevien. 30 Hag o cranchat outhan, e kemerent ar gorzen, hag e skoent ganthan var he ben. 31 Goude m’ho doe great goab anezhan evel‐se, e tennjont ar vantel divarnezhan, hag e wiskjont anezhan gant he zillad he‐unan, hag e kasjont anezhan evit hen crucifia. 32 Pa oent o tond er meaz, e kavjont eun den euz a Ziren, hanvet Simon, hag e rejont dezhan dougen croaz Jesus. 33 Hag o veza erruet en eul leac’h galvet Golgotha, da lavaret eo, leac’h ar pen‐maro, e rojont dezhan da eva gwin‐egr mesket gant ar vestl; 34 mes pa hen doe he danveet, na fellaz ket dezhan eva. 35 Ha goude m’ho doe staget anezhan ouz ar groaz, e rejont partach var he zillad, en eur denna d’ar sort varnezhe; evit ma vije accomplisset ar pez a zo bet lavaret dre ar profet: Partajet ho deuz va dillad etrezhe, ha tennet ho deuz d’ar sort var va zae. 36 Hag o veza azezet, e tiwallent anezhan eno. 37 Lakaad a rejont ive a‐uz d’he ben eur scrid evit rei da anaoud ar sujet euz he gondaonation: he‐man eo jesus roue ar judevien. 38 Crucifiet e oe assambles ganthan daou laër, unan a‐zeô, hag egile a‐gleiz. 39 Hag ar re a dremene a zrouk‐komze diouthan en eur hija ho fen, hag e lavarent: 40 Te pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan en tri devez, en em zaveta da‐unan; mar d’oud Mab Doue, disken euz ar groaz. 41 Er memeus doare ive prinsed ar velein, ar Scribed hag ar re Ancien, a rea goab anezhan en eur lavaret: 42 Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he‐unan. Mar d’eo roue Israel, ra ziskenno eta breman euz ar groaz, ha ni a gredo enhan. 43 Lakeat hen deuz he fizians en Doue; mar kar Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret: Me eo Mab Doue. 44 Al laeron pere a oa bet crucifiet assembles ganthan, a rea dezhan an hevelep rebechou. 45 Hogen, adaleg ar c’houec’hved beteg an naoved heur, e oa goloet an douar holl a devalijen. 46 Hag e‐tro an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Eli, Eli, lama sabachthani? da lavaret eo: Va Doue, va Doue, perag ec’h euz‐te va dilezet? 47 Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan a lavaraz: He‐man a c’halv Elias. 48 Ha rag‐tal unan anezhe a redaz, hag a gemeraz eur spoue, hag o veza he leuniet a win‐egr, hel lekeaz e pen eur gorzen, hag e roaz dezhan da eva. 49 Mes ar re all a lavare: Lest, gwelomp ha dond a raio Elias d’he zavetei. 50 Neuze Jesus, o veza criet adare gant eur vouez krenv, a rentaz he spered. 51 Er memeus amzer ar voal euz an templ en em rogaz en daou hanter, adaleg an neac’h beteg an traoun, an douar a grenaz, hag ar rec’hier a fraillaz, 52 ar beziou a zigoraz, ha kalz a gorfou zent, pere a oa maro, a resussitaz; 53 hag o veza deuet er meaz euz ho beziou goude he resurrection, ez ejont er gear zantel, hag e oent gwelet gant kalz a dud. 54 Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz: E gwirionez, he‐man a oa Mab Doue. 55 Bez’ e oa eno kalz a c’hragez pere a zelle a‐ziabell, hag ho doa heuliet Jesus adaleg ar C’halile oc’h he zervicha; 56 en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede. 57 Ha diouz an abardaez, e teuaz eun den pinvidic euz a Arimathe, hanvet Josef, pehini a oa bet ive diskibl da Jesus; he‐man a ieaz da gavout Pilat hag a c’houlennaz corf Jesus; 58 ha Pilat a c’hourc’hemenaz hen rei dezhan. 59 Goude m’hen doa Josef kemeret ar c’horf, e lienaz anezhan gant eul linsel wenn, 60 hag e lekeaz anezhan en eur bez nevez hen doa great toulla er roc’h evithan he‐unan; ha goude beza ruliet eur mean braz ouz dor ar bez, ez eaz kuit. 61 Ha Mari Magdalen, hag ar Mari all, a oa azezet eno dirag ar bez. 62 An deiz varlerc’h, da lavaret eo, an deiz goude preparation ar sabbat, prinsed ar veleien hag ar Farizianed a ieaz assambles da gavout Pilat, hag e leverjont dezhan: 63 Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler‐ze a lavare pa oa beo: A‐ben tri devez me a resussito. 64 Gourc’hemen eta ma vezo diwallet‐mad ar bez beteg an trede deiz, gant aoun na zeufe he ziskibien en noz da laerez anezhan, ha na lavarfent d’ar bobl: Savet eo a‐douez ar re varo. An dromplerez diveza‐man a vez gwassoc’h eget ar c’henta. 65 Pilat a lavaraz dezhe: Bez’ hoc’h euz gwarded; it, ha diwallit anezhan evel ma karfet. 66 Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sur ar bez, en eur siella ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society