Mazhev 26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XXVI. 1 Goude m’hen doe Jesus peur‐lavaret an holl gomzou‐ze, e lavaraz d’he ziskibien: 2 Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet. 3 Neuze prinsed ar veleien, ar Scribed ha re Ancien ar bobl en em assamblaz e pales ar beleg‐braz, galvet Caiphas, 4 hag en em guzuljont evit tapout Jesus dre finesse hag hen lakaad d’ar maro. Mes lavaret a reant: 5 Arabad e ve e‐pad ar gouel, gant aoun na zavfe trouz e‐touez ar bobl. 6 Hogen pa oa Jesus en Bethani, en ti Simon, an den lôr, 7 e teuaz d’he gavoud eur vaouez, ha ganthi eur vessel alabastr leun a eôl a c’houez‐vad ha precius meurbed, hag her skulliaz var he ben pa oa ouz taol. 8 He ziskibien, o velet kement‐se, a oe indiniet, hag e leverjont: Da betra ar c’holl‐ze? 9 Rag gallet e vije bet gwerza ker an eôl‐ze, ha rei an arc’hant d’ar beorien. 10 Mes Jesus, o c’houzoud an dra‐ze, a lavaraz dezhe: Perag e rit‐hu poan d’ar vaouez‐ze? rag eun dra vad he deuz great em c’henver. 11 C’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h, mes n’ho pezo ket bepred ac’hanoun‐me; 12 ha ma he deuzhi skulliet an eôl‐ze var va c’horf, he deuz hen great evit va sebelia. 13 E gwirionez hen lavaran deoc’h, en pe leac’h‐benag er bed holl ma vezo prezeget an Aviel‐man, e vezo lavaret ive en memor anezhi, ar pez he deuz great. 14 Neuze unan euz an daouzec, hanvet Judas Iscariot, a ieaz da gavoud prinsed ar veleien, 15 hag e lavaraz dezhe: Petra a rofethu d’in‐me, hag e livrin anezhan deoc’h? Hag e countchont dezhan tregont pez arc’hant. 16 Ha divar neuze e klaske eun occasion vad‐benag d’hen livra. 17 Hogen, d’an deiz kenta euz a ouel ar bara hep goell, an diskibien a zeuaz da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan: En peleac’h e fell d’id e preparfemp d’id evit dibri pred ar Pask? 18 Hen a respontaz: It en kear da gavoud hen‐ahen, ha livirit dezhan: Ar mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask en da di gant va diskibien. 19 Hag an diskibien a reaz evel m’hen doa Jesus gourc’hemenet dezhe, hag e preparjont ar Pask. 20 Pa oe deuet an abardaez, en em lakaad a reaz ouz taol gant an daouzec. 21 Ha pa oant o tibri, e lavaraz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. 22 Hag int glac’haret braz, en em lekeaz, pep hini anezhe, da lavaret dezhan: Aotrou, ha me eo? 23 Mes hen a respontaz: An hini a laka he zorn ganen er plad, hennes eo am zrahisso. 24 Mab an den evit gwir a ia kuit evel ma’z eo bet scrivet divar he ben; mes malheur d’an hini gant pehini e vezo trahisset Mab an den; gwell e vez d’an den‐ze na vije ket bet ganet. 25 Ha Judas, pehini hen trahisse, o komz outhan, a lavaraz: Mestr, ha me eo? Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret ec’h euz. 26 Hag evel ma oant o tibri, Jesus a gemeraz bara, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz d’he ziskibien, en eur lavaret: Kemerit, debrit, he‐man eo va c’horf. 27 Neuze e kemeraz ar c’halir, hag o veza rentet grasou, hen roaz dezhe, en eur lavaret: Efit holl euz anezhan; 28 rag he‐man eo va goad, goad an allians nevez, pehini a zo skulliet evit kalz evit remission ar pec’hejou. 29 Hogen, lavaret a ran deoc’h penaos na evin mui euz ar frouez‐se euz ar winien, beteg an deiz‐ze en pehini ec’h evin anezhan nevez ganeoc’h en rouantelez va Zad. 30 Ha goude beza canet ar c’hantic, ez ejont er meaz da Venez Olived. 31 Neuze Jesus a lavaraz dezhe: En noz‐man e vezin caoz deoc’h holl da gweza; rag scrivet eo: Skei a rin ar pastor, hag ar vanden denved a vezo disperset. 32 Mes, goude ma vezin resussited, ez in araog deoc’h en Galile. 33 Ha Per, o komz, a lavaraz dezhan: Ha pa gavfe an holl leac’h enoud da gweza, evidoun‐me na gwezin biken. 34 Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez e lavaran d’id penaos, en noz‐man, araog ma cano ar c’hilloc, em nac’hi teir gwech. 35 Per a lavaraz dezhan: Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag an diskibien holl a lavaraz evel‐t’han. 36 Neuze Jesus a ieaz ganthe da eul leac’h hanvet Gethsemane; hag e lavaraz d’he ziskibien: Azezit aman e‐pad ma’z in a‐hont da bedi. 37 Hag o veza kemeret ganthan Per ha daou vab Zebede, e commansaz beza trist ha gwall ankeniet. 38 Hag e lavaraz dezhe: Va ene a zo trist beteg ar maro; choumit aman ha beillit ganen. 39 Hag o veza eat eun neubeut pelloc’h, e kwezaz var he vizach, o pedi hag o lavaret: Va Zad, mar d’eo possubl ma’z ai ar c’halir‐ze pell diouzin . . . . Koulskoude, n’eo ket evel ma fell d’in, mes evel ma fell d’id. 40 Neuze o tond etrezeg he ziskibien, e kavaz anezhe kousket; hag e lavaraz da Ber: Petra, ha n’hoc’h euz‐hu ket gallet beillia eun heur ganen! 41 Beillit ha pedit, gant aoun ne zeufec’h da gweza en dentation; rag ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl. 42 Mond a reaz adare eun eil gwech, hag e pedaz, en eur lavaret: Va Zad, ma na hell ar c’halir‐ze mond pell diouzin hep ma c’hevin anezhan, ra vezo great da volontez. 43 Hag e teuaz, hag ho c’havaz kousket adare; rag ho daou‐lagad a oa pounereet. 44 Hag o veza kuiteet anezhe, ez eaz adare hag e pedaz evit an derved gwech, en eur lavaret ar memeus komzou. 45 Neuze e teuaz da gavoud he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: Kouskit c’hoas ha kemerit ho repos! Setu deuet an heur, ha Mab an den a ia da veza livret etre daouarn ar bec’herien. 46 Savit; deomp; setu, an hini a drahis ac’hanoun a dosta. 47 Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a‐berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl. 48 Hag an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin‐man: An hini a bokin dezhan, hennes eo, crogit enhan. 49 Ha rag‐tal e tostaaz ouz Jesus, hag e lavaraz dezhan: Salud, Mestr; hag e pokaz dezhan. 50 Mes Jesus a lavaraz dezhan: Va mignon, da betra oud‐de deuet aman? Neuze o tostaad, e lekejont ho daouarn var Jesus, hag e crogjont enhan. 51 Ha setu, unan euz ar re a oa gant Jesus, oc’h astenn he zorn, a dennaz he gleze, hag o skei gant eur servicher d’ar beleg braz, e troc’haz he skouarn dezhan. 52 Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka anevez da gleze en he blas; rag ar re holl a gemero ar c’hleze a berisso dre ar c’hleze. 53 Ha sonjal a rez‐te na helfen‐me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag‐tal ouzpen daouzec lejion a elez? 54 Penaos eta e vefe neuze accomplisset ar Scrituriou, pere a lavar ez eo red e c’hoarvezfe an traou‐man holl. 55 Neuze e lavaraz Jesus d’an dud‐se: C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel varlerc’h eul laër, da gemeret ac’hanoun; bemdez e oann azezet en ho touez, o kelen en templ ha n’hoc’h euz ket croget enoun. 56 Mes an holl draou‐man a zo c’hoarvezet, evit ma vije accomplisset ar pez ho deuz scrivet ar brofeted. Neuze an diskibien holl hen dilezaz, hag a dec’haz kuit. 57 Mes ar re ho doa kemeret Jesus a gassaz anezhan da Gaiphas, ar beleg‐braz, en peleac’h e oa assamblet ar Scribed hag ar re Ancien. 58 Ha Per a heuliaz anezhan a‐ziabell, bete lez ar beleg‐braz, hag, o veza eat ebarz, ec’h azezaz e‐touez ar zervicherien, evit gwelet ar fin. 59 Hogen, prinsed ar veleien, ar re Ancien, hag an holl Sanhedrin a glaske eun desteni faoz benag a‐enep Jesus, evit hen lakaad d’ar maro. 60 Mes na gavent ket; ha petra‐benag ma teuaz kalz a destou faoz ne gavent hini e‐bed. Mes er fin e teuaz daou dest faoz, hag a lavaraz: 61 He‐man hen deuz lavaret: Me a hell diskar templ Doue, hag hen adsevel en tri deiz. 62 Neuze ar beleg‐braz a zavaz hag a lavaraz dezhan: Ne respontez eta netra? Petra a lavar ar re‐ze a‐enep d’id? 63 Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue? 64 Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret ec’h euz; mes c’hoas me a lavar deoc’h, penaos divarvreman e velot Mab an den azezet a‐zeô da c’halloud Doue, hag o tond var goabrennou an env. 65 Neuze ar beleg‐braz a rogaz he zillad, en eur lavaret: Gwall‐gomzet hen deuz; daoust hag ezom hon euz‐ni c’hoas a destou? Klevet hoc’h euz breman he wall‐gomz. 66 Petra a zeblant deoc’h? Int a respontaz: Meritout a ra ar maro! 67 Neuze e cranchjont ouz he vizach, hag e rojont taoliou‐dorn dezhan, ha re all a skoe anezhan gant ho bizier, en eur lavaret: 68 Christ, difin gant piou oud bet skoet. 69 Hogen Per a oa azezet en diaveaz ebarz ar porz, hag eur vatez a dostaaz outhan hag a lavaraz dezhan: Te a oa ive gant Jesus a C’halile. 70 Mes hen nac’h a reaz dirag an holl, en eur lavaret: Na ouzon ket petra a leverez. 71 Hag evel ma oa o vond er meaz dre an nor, eur vatez all a velaz anezhan, hag a lavaraz d’ar re a oa eno: He‐man a oa ive gant Jesus a Nazaret. 72 Per hen nac’haz adare gant le‐douet, en eur lavaret: Ne anavezan ket an den‐ze. 73 Eun neubeud amzer goude, ar re a oa eno a dostaaz hag a lavaraz da Ber: Adra zur te a zo ive euz an dud‐se; rag da anaoud a rer diouz da langach. 74 Neuze e commansaz da zrouk‐pedi ha da douat, en eur lavaret: Ne anavezan ket an den‐ze; ha rag‐tal ar c’hilloc a ganaz. 75 Hag e teuaz sonj da Ber euz a c’her Jesus, pehini hen doa lavaret dezhan: Araog ma cano ar c’hilloc, ez pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat er meaz, e welaz c’houero. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society