Mazhev 25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XXV. 1 Neuze rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried. 2 Hogen, pemp anezhe a oa fur, ha pemp a oa foll. 3 Ar re foll, en eur gemeret ho lampou, na gemerjont ket a eôl ganthe. 4 Mes ar re fur a gemeraz eôl en ho vesselliou gant ho lampou. 5 Hag evel ma talee ar pried da zond, e voredjont holl hag e choumjont kousket. 6 Hogen var‐dro hanter‐noz, e oe klevet tud o crial: Setu erru ar pried, deuit er meaz da rancontr anezhan. 7 Neuze an holl werc’hezed a zavaz, hag a breparaz ho lampou. 8 Hag ar re foll a lavaraz d’ar re fur: Roit deomp euz hoc’h eôl, rag mouga a ra hon lampou. 9 Mes ar re fur a respontaz, en eur lavaret: Gant aoun n’hor be ket awalc’h evidomp hag evidoc’h, it kentoc’h da gavoud ar re a verz, ha prenit evidoc’h hoc’h‐unan. 10 Mes, e‐pad ma’z eent da brena, ar pried a zeuaz; hag ar re a oa prest a antreaz ganthan e sal an eured, hag e oe serret an nor. 11 Goude‐ze, e teuaz ive ar gwerc’hezed all, hag e lavarjont: Aotrou, Aotrou, digor deomp! 12 Mes hen a respontaz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’hoc’h anavezan ket. 13 Beillit eta, rag na ouzoc’h nag an deiz nag an heur ma teuio Mab an den. 14 Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond da eur vro bell, a c’halvaz he vevelien hag a lekeaz he vadou etre ho daouarn. 15 Ha da unan e roaz pemp talant, da eun all daou, ha da eun all unan; da bep hini hervez he c’halloud; hag ez eaz en hent rag‐tal. 16 Neuze, an hini hen doa bet ar pemp talant a ieaz, hag a drafikaz ganthe; hag a c’hounezaz pemp talant all. 17 Er memeus feçon, an hini hen doa bet daou, a c’hounezaz ive daou all. 18 Mes an hini n’hen doa bet nemed unan, a ieaz hag a doullaz en douar, hag a guzaz arc’hant he aotrou. 19 Pell goude, aotrou ar vevelien‐ze a zistroaz, hag a reaz dezhe renta count. 20 An hini hen doa bet pemp talant a zeuaz eta, hag a zigassaz pemp talant all, en eur lavaret: Aotrou, pemp talant ez poa roet d’in; setu aman pemp talant all em euz gounezet ouz‐pen. 21 He aotrou a lavaraz dezhan: Ervad, servicher mad ha fidel; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz; antren e joa da Aotrou. 22 An hini hen doa bet daou dalant a zeuaz ive, hag a lavaraz: Aotrou, daou dalant ez poa roet d’in; setu aman daou dalant all em euz gounezet ouzpen. 23 He aotrou a lavaraz dezhan: Ervad, servicher mad ha fidel; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz; antren e joa da aotrou. 24 Mes an hini n’hen doa bet nemed eun talant, a zeuaz hag a lavaraz: Aotrou, gouzoud a rean penaos ez oud eun den criz, hag a vêd eleac’h n’ec’h euz ket hadet, hag a zastum eleac’h n’ec’h euz ket skulliet; 25 ha dre ma’m boa aoun araz’oud, ez oun eat hag em euz kuzet da dalant en douar; setu aman d’id ar pez a zo d’id. 26 Mes he Aotrou a respontaz dezhan: Servicher fall ha didalvez, te a ouie penaos e vedan eleac’h n’em euz ket hadet, ha penaos e tastu‐man eleac’h n’em euz ket skulliet, 27 neuze ’ta e tliez rei va arc’hant d’ar var c’hadourienarc’hant, ha pa vijen deuet em bije tennet ar pez a zo d’in gant an interest. 28 Lammit eta an talant diganthan; ha roit‐han d’an hini hen deuz dek talant. 29 Rag d’an hini hen deuz, e vezo roet c’hoas, hag hen devezo muioc’h; mes digant an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet memeus ar pez hen deuz. 30 Taolit eta ar servicher didalvoudec‐se en devalijen a ziaveaz; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent. 31 Hogen, pa zeui Mab an den en he c’hloar, hag an holl elez santel ganthan, neuze ec’h azezo var an tron euz he c’hloar. 32 Hag an holl nationou a vezo dastumet dirazhan, hag hen a zispartio an eil diouz egile, evel ma tisparti ar mesaer an denved diouz ar bouc’hed. 33 Hag e lakaio an denved a‐zeô dezhan, hag ar bouc’hed a‐gleiz. 34 Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vezo a‐zeô dezhan: Deuit, c’houi pere a zo benniget gant va Zad, da bossedi en heritach ar rouantelez a zo bet preparet deoc’h abaoe crouidigez ar bed; 35 rag naoun am euz bet, ha c’houi hoc’h euz roet da zibri d’in; sec’hed am euz bet, ha c’houi hoc’h euz roet da eva d’in; estranjour oun bet, ha c’houi hoc’h euz va digemeret; 36 noaz e oann, ha c’houi hoc’h euz va gwisket; klanv e oann, hag hoc’h euz va bizitet; er prizon e oann, hag ez oc’h deuet d’am gwelet. 37 Neuze ar re just a responto dezhan: Aotrou, pegoulz hon euz‐ni da velet o kaout naoun, hag hon euz roet da zibri d’id; pe o kaout sec’hed, hag hon euz roet da eva d’id? 38 Ha pegoulz hon euz‐ni da velet estranjour, hag hon euz da zigemeret; pe noaz, hag hon euz da wisket? 39 Ha pegoulz hon euz‐ni da velet klanv pe er prizon, hag ez omp deuet d’az kavout? 40 Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, dre ma hoc’h euz great kement‐se da unan euz ar re vihana‐man euz va breudeur, hoc’h euz hen great d’in‐me va‐unan. 41 Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez; 42 rag naoun am euz bet, ha n’hoc’h euz ket roet da zibri d’in; sec’hed am euz bet, ha n’hoc’h euz ket roet da eva d’in; 43 estranjour e oann, ha n’hoc’h euz ket va digemeret; noaz e oann, ha n’hoc’h euz ket va gwisket; klanv e oann hag er prizon, ha n’hoc’h euz ket va bizitet. 44 Ar re‐man a responto ive: Aotrou, pegoulz hon euz‐ni da velet o kaout naoun, pe sec’hed, pe o veza estranjour, pe en noaz, pe klanv, pe er prizon, ha n’hon euz‐ni ket da zicouret? 45 Hag hen a responto dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, pa n’hoc’h euz ket great kement‐se da unan euz ar re vihana‐man, n’hoc’h euz ket hen great d’in‐me va‐unan. 46 Hag ar re‐man az ai kuit d’ar poaniou eternel; mes ar re just az ai er vuez eternel. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society