Mazhev 24 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XXIV. 1 Pa oa Jesus o sortial euz an templ hag o vont kuit, he ziskibien a dostaaz outhan evit diskouez dezhan al labouriou kaer euz an templ. 2 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha na velit‐hu ket an holl draou‐ze? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret. 3 Ha pa oe azezet var menez Olived, he ziskibien a dostaaz outhan a‐du, hag a lavaraz dezhan: Lavar deomp peur e c’hoarvezo kement‐se, ha pehini a vezo ar sin euz da zonedigez hag euz a fin ar bed. 4 Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. 5 Rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag e tromplint kalz a dud. 6 Klevet a refot komz euz a vrezelliou hag euz a vrud‐brezel; likit evez na vec’h troublet, rag red eo d’an holl draou‐ze c’hoarvezoud; mes ar fin na vezo ket c’hoas. 7 Rag eur bobl a zavo a‐enep eur bobl all, hag eur rouantelez a‐enep eur rouantelez all; ha beza e vezo kernez, ha bossen ha krennamant douar e meur a leac’h. 8 Mes kement‐se holl na vezo nemed commansamant ar poaniou. 9 Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hano. 10 Neuze ive kalz a vezo scandalizet, hag en em drahissint an eil egile, hag ho devezo kassoni an eil deuz egile. 11 Ha meur a fals‐profet a zavo, hag a dromplo kalz a dud. 12 Ha dre ma cresko ar fallentez, ar garantez a ienao e calon kalz a dud. 13 Mes an neb a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. 14 Hag an aviel‐man euz ar rouantelez a vezo prezeget dre ar bed holl, en testeni d’an holl nationou; ha neuze e teuio ar fin. 15 Pa velot eta el leac’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra daolo‐plet an hini a lenno anezhan), neuze, ar re a vezo er Jude, 16 ra dec’hint er meneziou; 17 an hini a vezo var gorre an ti, diwallo da zisken evit kemeret tra e‐bed euz he di; 18 hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he giz evit kemeret he zillad. 19 Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze! 20 Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv, nag en deiz ar sabbat; 21 rag bez’ e vezo neuze eun affliction vraz, evel n’euz ket bet adaleg commansamant ar bed bete vreman, ha na vezo biken. 22 Ha ma na vije ket bet diveret an deiziou‐ze, na vije bet den saveteet; mes diveret e vezint abalamour d’ar re a zo choazet. 23 Neuze, mar lavar unan‐benag deoc’h: Ar C’hrist a zo aman; pe: A‐hont ema; na gredit ket. 24 Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan. 25 Setu c’houi avertisset breman. 26 Rag‐se mar bez lavaret deoc’h: Ema ar C’hrist en dezert; n’az it ket: Ema er c’hambchou distro, na gredit ket. 27 Rag, evel ma teu al luc’heden euz ar Zavheol ha ma sclera beteg ar C’huz‐heol, evel‐se ive e vezo donedigez Mab an den. 28 Rag en pe leac’h‐benag ma vezo ar c’horf maro, eno en em zastumo an egled. 29 Rag‐tal goude an affliction euz an deiziou‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen, hag ar stered a gwezo euz an env, ha puissansou an envou a vezo bransellet. 30 Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz. 31 Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all. 32 Hogen deskit eur barabolen dre ar vezen‐fiez: Pa gommans he brancou beza tener hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h penaos eo tost an hanv. 33 Evel‐se ive c’houi, pa velot kement‐se holl, gouezit ervad ema tost Mab an den hag ema e‐kichen an nor. 34 E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar generation‐man na dremeno ket ken na vezo c’hoarvezet an holl draou‐ze. 35 An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou‐me na dremenint ket. 36 Mes den ne anavez an deiz nag an heur‐ze, nag an êlez euz an env ken‐neubeud, n’euz nemed va Zad hag ho anavez. 37 Hag evel ma c’hoarvezaz en amzer Noe, evel‐se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den; 38 rag, evel en deiziou araog an diluj, e oant o tibri hag oc’h eva, o timezi hag o rei da zimezi, beteg an deiz ma’z eaz Noe ebarz an arc’h; 39 hag evel na ouient netra ken a zeuaz an diluj d’ho c’has holl ganthan; evel‐se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den. 40 Neuze, deuz daou a vezo er park, unan a vezo kemeret hag egile lezet; 41 deuz diou a vezo o vala en eur vilin, unan a vezo kemeret hag e‐ben lezet. 42 Beillit eta; rag na ouzoc’h ket da be heur e tle dond hoc’h Aotrou. 43 Hogen gouezit an dra‐man, penaos ma ouefe ar pen‐tiegez da be boent euz an noz e tle al laër dond, e veillfe ha na lezfe ket toulla he di. 44 Rag‐se c’houi ive en em zalc’hit prest; rag Mab an den a zeuio d’an heur ha na sonjit ket. 45 Piou eo eta ar servicher fidel ha fur a zo bet lakeat gant he aotrou da vestr var he diegez, evit rei d’he vevelien ho boued d’ar poent? 46 Eürus ar servicher‐ze mar kav he aotrou anezhan oc’h ober evel‐se pa erruo. 47 E gwirionez hen lavaran deoc’h, he lakaad a raio da gommandi var he holl vadou. 48 Mes mar d’eo eur servicher fall, hag a lavar en he galon: Dale a ra va aotrou da zond; 49 ha mar en em laka da skei gant he gen‐servicherien, da zibri ha da eva gant mezverien; 50 aotrou ar servicher‐ze a zeuio d’an deiz na vezo ket ouz he c’hortoz, ha d’an heur na ouvezo ket; 51 hag e tispartio anezhan diouz ar re all, hag e roio dezhan he lod gant an hipocrited: eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society