Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XXIII.

1 Neuze Jesus a gomzaz ouz ar bobl, hag ouz he ziskibien, hag a lavaraz dezhe:

2 Ar Scribed hag ar Farizianed a zo azezet var gador Moises.

3 Mirit eta, ha grit kement a lavaront deoc’h da ober; mes na rit ket hervez ho oberou, rag lavaret a reont, mes ne reont ket.

4 Rag eren a reont bec’hiou pounner, pere na heller ket da zougen, hag e lekeont anezhe var diou‐skoaz an dud; mes na fell ket dezhe lakaad ho biz d’ho finval.

5 Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad;

6 karoud a reont ar plasou kenta er festou, hag ar c’hadoriou kenta er sinagogou;

7 ha beza saludet er plasennou public, ha beza galvet gant an dud: Mestr, mestr.

8 Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr; rag unan hep‐ken eo ho mestr, ar C’hrist; ha c’houi holl a zo breudeur.

9 Ha na c’halvit den var an douar ho tad; rag n’hoc’h euz nemed eun Tad hepken, an hini a zo en envou.

10 Ha na lakit ket gervel ac’hanoc’h doctored; rag n’hoc’h euz nemed eun Doctor hepken, pehini eo ar C’hrist.

11 Mes ra vezo ar brassa en ho touez ho servicher.

12 Rag piou‐benag en em huellaio, a vezo izelleet; ha piou‐benag en em izellaio, a vezo huelleet.

13 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud; na antreit ket ebarz hoc’h‐unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.

14 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma tevorit tiez an intanvezed, ha ma rit evit digarez pedennou hir; evit se e recevfot eur varnedigez vrassoc’h.

15 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag redec a rit dre ar mor ha dre an douar evit ober eun diskibl; hag eur vech great, e rentit anezhan mab d’an ifern diou wech muioch egedoc’h hoc’h‐unan.

16 Malheur deoc’h, renerien dall, pere a lavar: Mar deu unan‐benag da douat dre an templ, an dra‐ze n’ed eo netra; mes an hini a dou dre aour an templ, hennes a rank derc’hel d’he c’her!

17 Tud diskiant ha dall; pehini eo ar brassa, pe an aour, pe an templ dre behini eo santifiet an aour?

18 Ha piou‐benag, eme c’houi, hen deuz touet dre an aoter, an dra‐ze n’eo netra; mes mar hen deuz touet dre an offrans pehini a zo varnezhi, e ranko derc’hel d’he c’her.

19 Tud diskiant ha dall! rag pehini eo ar brassa, pe an offrans, pe an aoter dre behini eo santifiet an offrans?

20 Piou‐benag eta a dou dre an aoter, a dou dreizhi, ha dre gement a zo varnezhi;

21 ha piou‐benag a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an hini a zo o choum enhan;

22 ha piou‐benag a dou dre an env, a dou dre dron Doue, ha dre an hini a zo azezet varnezhan.

23 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag paea a rit an deog var ar menth, var an anet, ha var ar c’houmin, hag e lezit an traou ar muia talvoudec euz al lezen, ar justis, an drugarez hag ar fidelite. An traou‐man a oa dleet da ober, hep tremen ober ar re‐all.

24 Renerien dall, pere a zil eur fubuen, hag a lounk eur c’hanval!

25 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag netaad a rit an diaveaz euz an tas hag euz ar plad, ha c’houi en diabarz a zo leun a laeronsiou hag a zireizded.

26 Farizian dall, neta da genta an diabarz euz an tas hag euz ar plad, evit ma teui ive an diaveaz da veza nêt.

27 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou gwennet, pere a zo kaer da velet en diaveaz, mes pere a zo en diabarz leun a eskern tud varo hag a bep seurt traou brein.

28 Evel‐se c’houi ive, en diaveaz a zeblant d’an dud beza just, mes en diabarz ez oc’h leun a hipocrizi hag a fallagriez.

29 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted, hag ec’h ornit beziou ar re just;

30 Hag e livirit: Mar vijemp bet en amzer hon tadou, na vijemp ket bet en em lakeat ganthe da skuill goad ar brofeted.

31 Evel‐se c’houi a zo testou a‐enep deoc’h hoc’h‐unan, penaos ez oc’h bugale ar re ho deuz lazet ar brofeted.

32 Ha c’houi a laka bar muzur ho tadou.

33 Serpanted, raç an aered‐viber, penaos e tec’hot‐hu diouz barnedigez an ifern?

34 Dre‐ze, setu, e kassan deoc’h profeted, tud fur ha Scribed; c’houi a lazo hag a grucifio lod; a skourjezo lod all en ho sinagogou, hag a bersecuto anezhe deuz an eil kear d’eben.

35 Evit ma kwezo varnoc’h an holl oad just a zo bet skuilliet var an douar, adaleg goad Abel, an den just‐se, bete goad Zakari, mab Barachi, a zo bet lazet ganeoc’h etre an templ hag an aoter.

36 E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement‐se holl a gwezo var ar generation‐man.

37 Jerusalem, Jerusalem, te, pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a vein ar re a vez kasset d’id, na ped gwech n’em euz‐me ket c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapoused dindan he diou‐askel, ha n’eo ket bet fellet deoc’h.

38 Setu, ho ti a ia da veza rentet dezert.

39 Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou!

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan