Mazhev 22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XXII. 1 Jesus a gomzaz c’hoas outhe dre barabolennou, hag a lavaraz: 2 Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a reaz eured he vab; 3 hag e kassaz he vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured; mes ne fellaz ket dezhe dond. 4 Kas a reaz adare mevelien all en eur lavaret dezhe: Livirit d’ar re a zo pedet: Va lein em euz preparet: va eujened ha va loened lard a zo lazet, ha pep tra a zo prest; deuit d’an eured. 5 Mes int na rejont van e‐bed euz a gement‐se, hag ez ejont kuit, unan d’he vereri, hag eun all d’he drafic. 6 Hag ar re all a grogaz en he vevelien, ho gwall‐dretaz, hag ho lazaz. 7 Pa glevaz ar roue kement‐se, e savaz drouk enhan, hag o veza kasset he zoudarded di, e tistrujaz ar vuntrerien‐ze, hag e tevaz ho c’hear. 8 Neuze e lavaraz d’he vevelien: An eured a zo prest, mes ar re a oa pedet ne oant ket dign. 9 It eta er c’hroaz‐hentchou, ha pedit d’an eured ar re holl a gavfot. 10 Hag he vevelien, o veza eat dre an hentchou, a zastumaz kement a gavjont a dud, mad ha fall, ha sal an eured a oe karget a dud pere a oa ouz taol. 11 Hag ar roue, o veza eat ebarz evit gwelet ar re a oa ouz taol, a velaz eno eun den ha n’hen doa ket gwisket eur zae a eured. 12 Hag e lavaraz dezhan: Va mignon, penaos oud‐de antreet aman hep kaoud eur zae a eured? Hag he‐man a choumaz serret he c’henou. 13 Neuze ar roue a lavaraz d’ar vevelien: Ereit he zaouarn hag he dreid, kassit anezhan kuit, ha taolithen en devalijen a‐ziaveaz; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent. 14 Rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet. 15 Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou. 16 Hag e kasjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud. 17 Lavar deomp eta petra a zeblant did euz an dra‐man: Ha permetet eo, pe n’hen d’eo ket, paea an taillou da Cezar? 18 Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz: Hipocrited ma’z oc’h! perag e tentit‐hu ac’hanoun? 19 Diskouezit d’in ar pez arc’hant gant pehini e paer an taillou. Hag int a ziskouezaz dezhan eun diner. 20 Hag hen a lavaraz dezhe: Imach piou, hag hano piou eo ar re‐man. 21 Int a lavaraz dezhan: Euz a Cezar. Neuze e lavaraz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. 22 Pa glevjont kement‐se e oent souezet; hag o veza lezet anezhan, ec’h ejont kuit. 23 En deiz‐ze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag e rejont ar goulen‐man outhan: 24 Mestr, Moises hen deuz lavaret: Mar marv unan‐benag hep bugale, he vreur a zimezo d’he intanvez, hag a zavo lignez d’he vreur. 25 Hogen, bez’ e oa en hon touez seiz breur, hag ar c’henta, goude beza bet dimezet, a varvaz; hag o veza n’hen doa ket a vugale, e lezaz he vreg gant he vreur. 26 Evel‐se a reaz ive an eil, an trede, beteg ar seizved. 27 Goude ar re‐man holl, ar vreg a varvaz ive. 28 Er resurrection eta, da behini euz ar seiz e vezo‐hi greg, rag int holl ho deuz bet anezhi? 29 Mes Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: En errol emoc’h, o veza na anavezit ket ar Scrituriou, nag ar galloud euz a Zoue. 30 Rag er resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez a briejou, mes beza e vezint evel elez Doue en env. 31 Hag evit ar pez a zell resurrection ar re varo, n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a zo bet lavaret deoc’h gant Doue: 32 Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob? Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo. 33 Hag ar bobl, o klevet kement‐se a oa souezet braz euz he gelennadurez. 34 Ar Farizianed, o veza klevet hen doa serret ho genou d’ar Saduseed, en em assamblaz. 35 Hag unan anezhe, eun doctor euz al lezen, a c’houlennaz diganthan evit hen amprouv: 36 Mestr, pehini eo ar gourc’hemen braz euz al lezen? 37 Jesus a lavaraz dezhan: Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, hag euz da holl ene, hag euz da holl spered. 38 Hennes eo ar c’henta hag ar gourc’hemen braz. 39 Ha setu aman an eil hag a zo henvel outhan: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan. 40 Euz an daou c’hourc’hemen‐ze e talc’h an holl lezen hag ar brofeted. 41 Hag ar Farizianed, o veza en em assamblet, Jesus a c’houlennaz diganthe: 42 Petra a zeblant deoc’h euz ar C’hrist? Da biou ez eo mab? Int a respontaz dezhan: Da Zavid. 43 Hag hen a lavaraz dezhe: Penaos eta e c’halv David anezhan, dre ar Spered, he Aotrou, en eur lavaret: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: 44 Azez a‐zeo d’in, bete ma lakain da inimied da scabel dindan da dreid? 45 Mar galv eta David anezhan he Aotrou, penaos ec’h hell hen beza mab dezhan? 46 Ha den na hellaz respont eur ger dezhan; hag adaleg an devez‐ze den na gredaz ken hen interroji. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society