Mazhev 21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XXI. 1 Evel ma tostaent ouz Jerusalem, ha pa oant deuet da Vethfage, tost da Venez Olived, Jesus a gassaz daou ziskibl, o lavaret dezhe: 2 It d’ar villajen a zo dirazoc’h; kavout a refot eno kerkent eun azenes stag, hag he eubeul ganthi; distagit anezhe hag ho digassit d’in. 3 Ha mar lavar unan‐benag eun dra‐benag deoc’h, livirit da hennes hen deuz an Aotrou ezom anezhe, ha rag‐tal ho lezo da zond. 4 Hogen, kement‐man holl a c’hoarvezaz evit ma vije accomplisset ar c’homzou‐man lavaret gant ar profet: 5 Livirit da verc’h Sion: Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo. 6 An diskibien a ieaz eta, hag a reaz evel ma oa bet gourc’hemenet dezhe gant Jesus; 7 digas a rejont an azenes hag he eubeul, hag o veza lakeat ho dillad varnezhe, e lakejont anezhan da azeza var‐c’horre. 8 Neuze tud e niver braz a astenne ho dillad var an hent; ha darn all a droc’he brancou gwez, hag ho zaole var an hent; 9 hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie, en eur lavaret: Hozanna da Vab David! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou! Hozanna en huella euz an envou! 10 Ha pa oe antreet en Jerusalem, ar gear holl a oe mantret, hag e lavarent: Piou eo he‐man? 11 Hag ar bobl a lavare: He‐man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile. 12 Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe: 13 Scrivet eo: Va zi a vezo galvet eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron. 14 Neuze tud dall, ha tud kam a zeuaz d’he gavoud ebarz en templ, hag hen ho iac’heaz. 15 Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar Scribed ar burzudou hen doa great, hag ar vugale pere a grie en templ, hag a lavare: Hozanna da Vab David! 16 e savaz drouk enhe, hag e leverjont dezhan: Ha klevet a rez‐te ar pez a lavar ar re‐man? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ia. Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet biskoas ar c’homzou‐man: Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vron. 17 Hen ho lezaz neuze, hag o veza eat kuit euz ar gear‐ze e teuaz da Vethani, leac’h ma tremenaz an noz. 18 Ha d’ar mintin, pa oa o tistrei en kear, e teuaz naon dezhan; 19 hag o velet eur vezen‐fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep‐ken, hag e lavaraz dezhi: Ra na zeui biken frouezen e‐bed ouzid; ha rag‐tal ar vezen‐fiez a zec’haz. 20 Pa velaz an diskibien kement‐se, e oent souezet, hag e leverjont: Penaos eo deuet ar vezen‐fiez‐ze da veza seac’h en eun taol? 21 Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz, ha mar na zouetjec’h ket, n’e ket ar pez a zo bet great d’ar vezen‐fiez a rajec’h hep‐ken; mes memeus ma lavarjec’h d’ar menez‐man; Sav alese, hag en em daol er mor, kement‐se a erruje. 22 Ha kement tra a c’houlennot, en eur bedi, mar credet, hen recevfot. 23 Ha pa oe deuet en templ, prinsed ar veleien ha Senatourien ar bobl a dostaaz outhan, e‐pad ma oa o kelen, hag e leverjont dezhan: Dre be otorite e rez‐te an traou‐ze? Ha piou hen deuz roet d’id an otorite‐ze? 24 Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h‐hu, ha mar livirit anezhan d’in, e livirin ive deoc’h‐hu dre be otorite e ran an traou‐ze. 25 Euz a beleac’h e teue badiziant Ian? euz an env, pe euz an dud? Hogen, int a rezone enhe ho‐unan, hag a lavare: Mar leveromp: Euz an env, e lavaro deomp: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet enhan? 26 Ha mar leveromp: Euz an dud, hon euz leac’h da gaoud aoun rag ar bobl; rag an holl a gemer Ian evit eur profet. 27 Respont a rejont eta da Jesus: Na ouzomp ket. Ha me, emezhan, na livirin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou‐man. 28 Mes petra a sonjit‐hu deuz an dra‐man? Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan: Va mab, kea da labourat hirio em gwinien. 29 Mes he‐man a respontaz: N’az in ket; mes goude‐ze e teuaz keuz dezhan, hag ez eaz. 30 Dond a reaz neuze etrezeg egile, hag e lavaraz dezhan ar memeus tra. He‐man a respontaz hag a lavaraz: Mond a ran, Aotrou; mes n’ez eaz ket. 31 Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad? Hag e leverjont dezhan: Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h e rouantelez Doue. 32 Rag Ian a zo deuet d’ho kavout en hent ar justis, ha n’hoc’h euz ket credet anezhan; mes ar bublicaned hag ar merc’hed fall ho deuz credet anezhan; ha c’houi, o veza gwelet kementse, n’hoc’h ket distroet goude‐ze da gredi anezhan. 33 Selaouit eur barabolen all: Bez’ e oa eur pen‐tiegez, pehini a blantaz eur winien, hag a reaz eur c’harz en‐dro dezhi; kleuzi a reaz enhi eur waskerez, ha sevel a reaz eun tour; goude‐ze e feurmaz anezhi da labourerien hag ez eaz da ober eur veaj. 34 Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien. 35 Mes ar vererien, o veza croget en he vevelien, a gannaz unan, a lazaz egile, hag a veinaz unan all. 36 Kas a reaz adare mevelien all e niver brassoc’h eged ar re‐genta, hag e rejont dezhe ar memeus tra. 37 Da ziveza e kassaz dezhe he vab, en eur lavaret: Douja a raint va Mab! 38 Mes ar vererien, pa veljont ar mab, a lavaraz etrezhe: Setu aman an heritour; deuit, lazomp anezhan, ha kemeromp he heritach. 39 Hag o veza croget enhan, e taoljont anezhan er meaz euz ar winien hag hen lazjont. 40 Pa vezo eta deuet mestr ar winien, petra a raio‐hen d’ar vererien‐ze? 41 Respont a rejont dezhan: Lakaad a rai an dud fall‐ze da berissa en eur feçon e vezo eun druez ho gwelet, hag e feurmo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer. 42 Jesus a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou‐man: Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn; gant an Aotrou eo bet great kement‐man, hag eun dra souezus eo d’hon daou‐lagad? 43 Rag‐se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi. 44 Piou‐benag a gwezo var ar mean‐ze a vezo brevet; ha friket a vezo piou‐benag a gwezo ar mean‐ze varnezhan. 45 Pa ho doe prinsed ar veleien hag ar Farizianed klevet ar parabolennou‐man, ec’h anavezjont e komze divar ho fen; 46 hag e klaskent cregi enhan; mes aoun ho doa rag ar bobl, rag kemeret a reant Jesus evit eur profet. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society