Mazhev 20 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XX. 1 Rag rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pentiegez hag a ieaz er meaz beure‐mad da c’hopra labourerien evit he winien. 2 Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien. 3 Mond a reaz c’hoas er meaz var‐dro an trede heur, hag e velaz darn all pere a oa var ar blasen hep ober netra, hag e lavaraz dezhe: 4 It ive c’houi d’am gwinien, hag e roin deoc’h ar pez a vezo just. 5 Hag ec’h ejont d’ar winien. Mond a reaz er meaz adare e‐tro ar c’houec’hved, hag an naoved heur, hag e reaz ar memeus tra. 6 Hag o veza eat er meaz e‐tro an unecved heur, e kavaz re all hag a oa dilabour, hag e lavaraz dezhe: Perag e choumit‐hu aze hed an deiz hep ober netra? 7 Int a respontaz dezhan: Dre n’eo deuet den e‐bed da c’hopra ac’hanomp. Hag hen a lavaraz dezhe: It ive c’houi d’am gwinien, hag e recevot ar pez a vezo just. 8 Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz: Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta. 9 Ar re a oa bet gopreet e‐tro an unecved heur o veza deuet, e recevjont peb a ziner. 10 Pa zeuaz ar re genta, e sonje dezhe e recevjent muioc’h; mes ar re‐man a recevaz ive peb a ziner. 11 Ha pa ho doe recevet anezhan e vurmurent a‐enep ar pentiegez, en eur lavaret: 12 Ar re ziveza‐ze n’ho deuz labouret nemed eun heur, hag ec’h euz lakeat anezhe ingal deomp‐ni, pere hon euz douget ar beac’h euz an deiz hag euz an domder. 13 Mes hen, o respont, a lavaraz da unan anezhe: Va mignon, na ran gaou e‐bed ouzid; ha n’ec’h euz‐te ket great marc’had ganen evit eun diner? 14 Kemer ar pez a zo d’id, ha kea kuit. Felloud a ra d’in rei d’an diveza‐man kement ha d’id. 15 Daoust ha n’eo ket permetet d’in ober ar pez a garan gant ar pez a zo d’in? Pe daoust ha da lagad‐te a zo fall, abalamour m’az oun‐me mad? 16 Evel‐se ar re ziveza a vezo ar re genta, hag ar re genta ar re ziveza; rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet. 17 Ha Jesus, o pignad da Jerusalem, a gemeraz he zaouzec diskibl a‐gostez var an hent, hag a lavaraz dezhe: 18 Setu ni o pignat da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, 19 hag e livrint anezhan d’ar Jentiled, evit ober goab anezhan, hen skourjeza, hag hen crucifia; mes an drede deiz e resussito. 20 Neuze mam mibien Zebede a dostaaz outhan, gant he mibien, hag en em brosternaz da c’houlen eun dra‐benag diganthan. 21 Hag hen a lavaraz dezhi: Petra a fell d’id? Hi a lavaraz dezhan: Lavar ma vezo azezet an daou vab‐man d’in, unan a‐zeo d’id, hag egile a‐gleiz, en da rouantelez. 22 Mes Jesus a respontaz hag a lavaraz: Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Gallout a hellit‐hu eva ar c’halir ez anme da eva, pe beza badezet gant ar vadiziant, a behini e tlean‐me beza badezet? Int a lavaraz dezhan: Gallout a reomp. 23 Hag hen a lavaraz dezhe: Gwir eo ec’h evfot va c’halir, hag e veot badezet gant ar vadiziant a behini e vezin badezet; mes evit beza azezet a‐zeo hag a‐gleiz d’in, n’eo ket d’in‐me hen rei; kement‐se na vezo roet nemed d’ar re da bere ez eo destinet gant va Zad. 24 Pa glevaz an deg all an dra‐ze e kemerjont kâs ouz an daou vreur‐ze. 25 Ha Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe: Gouzoud a rit penaos prinsed an nationou a zo mestr varnezhe, ha penaos ar re vraz a c’houarn anezhe gant otorite. 26 Mes n’e ket evel‐se eo e tle beza en ho touez; er c’hontrol, piou‐benag a fello dezhan beza braz en ho touez, ra vezo servicher deoc’h. 27 Ha piou‐benag a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, ra vezo esclav deoc’h, 28 evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud. 29 Hag evel m’az eant kuit euz a Jerico, eur bobl vraz a ieaz var he lerc’h. 30 Ha setu daou zen dall, pere a oa azezet var bord an hent, o klevet e oa Jesus o tremen, a gommansaz da grial, en eur lavaret: Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp! 31 Hag ar bobl a c’hourdrouze anezhe evit ober dezhe tevel; mes int a grie c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret: Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp! 32 Ha Jesus a choumaz en he za, hag o veza galvet anezhe, e lavaraz dezhe: Petra hoc’h euz c’hoant e rafen deoc’h? 33 Hag e leverjont dezhan: Aotrou, ra vezo digoret hon daou‐lagad deomp. 34 Ha Jesus, o kaout truez outhe, a douchaz ouz ho daou‐lagad, ha kerkent e veljont sclear, hag ec’h heuljont anezhan. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society