Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XVIII.

1 En heur‐ze an diskibien a dostaaz ouz Jesus, hag a lavaraz: Piou eo ar brassa en rouantelez an envou?

2 Ha Jesus, o veza galvet eur bugel bihan da zond d’he gavout, a lakeaz anezhan en ho c’hreiz, hag a lavaraz:

3 E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou.

4 Piou‐benag eta en em izelaio he‐unan evel ar bugel bihan‐man, hennes eo ar brassa e rouantelez an envou.

5 Ha piou‐benag a receo eur bugel evel he‐man em hano, a receo ac’hanoun.

6 Mes piou‐benag a roio gwall‐exempl da unan euz ar re vihan‐ze hag a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet e gweled ar mor.

7 Malheur d’ar bed abalamour d’ar gwall‐exempl; red eo, evit gwir, e c’hoarvezfe gwall‐exempl; koulskoude malheur d’an den dre behini e teu ar gwall‐exempl!

8 Mar ro d’id da zorn pe da droad leac’h na bec’hi, troc’h anezhan, ha taol anezhan pell diouzid; rag gwell eo d’id mond er vuez monz pe gam, eget kaout daou zorn, pe daou droad, ha beza taolet e tân eternel.

9 Ha mar ro da lagad leac’h d’id da bec’hi, difram anezhan, ha taol anezhan pell diouzid; rag gwell eo d’id mond er vuez o kaoud eul lagad hep‐ken, eget kaout daou‐lagad, ha beza taolet e tân an ifern.

10 Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.

11 Rag Mab an den a zo deuet da zavetei ar pez a oa kollet.

12 Petra a zeblant deoc’h? Mar hen deuz eun den kant danvad, ha mar deu unan anezhe da veza dianket, daoust ha na lez ket eno an naontec ha pevar‐ugent all, evit mond er meneziou da glask an hini a zo dianket?

13 Ha mar c’hoarvez dezhan hen kavoud, e gwirionez hen lavaran deoc’h, beza hen deuz muioc’h a joa divarben he‐man, eged divarben an naontec ha pevar‐ugent ha na oant ket bet dianket.

14 Evel‐se n’eo ket bolontez ho Tad, pehini a zo en envou, e vez kollet hini euz ar re vihan‐man.

15 Mar hen deuz da vreur pec’het en da enep, kea ha diskouez dezhan he faot etre te hag hen hep‐ken; mar selaou ac’hanoud, e pezo gounezet da vreur.

16 Mes mar na zelaou ket, kemer c’hoas ganez unan pe zaou, evit ma vezo reglet an affer var ger daou pe dri dest.

17 Mar na zelaou ket anezhe, lavar kement‐se d’an Iliz; ha mar na fell ket dezhan selaou an Iliz, kemer anezhan evel eur payan hag eur publican.

18 E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement tra a liammot var an douar, a vezo liammet en env; ha kement tra a ziliammot var an douar, a vezo diliammet en env.

19 Lavaret a ran c’hoas deoc’h: mar deu daou ac’hanoc’h d’en em glevet var an douar da c’houlen eun dra‐benag assambles, kement‐se a vezo roet dezhe gant va Zad pehini a zo en envou.

20 Rag el leac’h m’az euz daou pe dri assamblet em hano, me a zo eno en ho c’hreiz.

21 Neuze Per a dostaaz outhan, hag a lavaraz: Aotrou, ped gwech e rankin‐me pardoni d’am breur, pa hen devezo pec’het a‐enep d’in? Bete seiz gwech?

22 Jesus a respontaz dezhan: Na lavaran ket d’id bete seiz gwech, mes bete deg ha tri‐ugent gwech seiz gwech.

23 Abalamour da ze, rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a fellaz dezhan ober count gant he zervicherien.

24 Pa hen devoe commanset da ober count, e oe digasset dezhan unan pehini a dlie dezhan deg mil talant;

25 mes dre n’hen doa ket peadra da baea, he aotrou a c’hourc’hemenaz hen gwerza, hen, he vreg, he vugale, ha kement hen doa, evit paea he c’hle.

26 Hag ar zervicher‐ze, oc’h en em deurel d’an douar, a bede anezhan en eur lavaret: Aotrou, kemer patianted em c’hever, hag e paein d’id kement a glean.

27 Neuze aotrou ar zervicher‐ze, o kaout truez outhan, a lezaz anezhan da vond kuit, hag a bardonaz dezhan he c’hle.

28 Mes ar zervicher‐ze, o veza eat er meaz, a gavaz unan euz he gen‐zervicherien hag a dlie dezhan kant diner, hag, o veza croget enhan, e vouge anezhan en eur lavaret: Pae d’in‐me ar pez a dleez d’in.

29 Hag he gen‐zervicher, oc’h en em deurel d’he dreid, a bede anezhan, en eur lavaret: Kemer patianted em c’hever, hag e paein d’id kement a glean.

30 Mes he‐man na fellaz ket dezhan, hag, o veza eat kuit, e lakeaz hen teurel er prizon ken hen divije paet he c’hle.

31 He gen‐zervicherien, o velet kementse, a oe glac’haret braz, hag e teujont da lavaret d’ho aotrou kement a oa c’hoarvezet.

32 Neuze he aotrou, o veza galvet anezhan, a lavaraz dezhan: Servicher fall, pardonet em boa d’id da holl c’hle, dre ma ez poa va fedet;

33 ha na dliezte ket kaout truez ive ouz da gen‐zervicher, evel ma em boa bet truez ouzid?

34 Hag he aotrou, o veza drouk enhan, a livraz anezhan da vinistred ar justis, ken na baeje kement a dlie dezhan.

35 Evel‐se ive e rai deoc’h va Zad celestiel, mar na bardon ket pep hini ac’hanoc’h a greiz he galon d’he vreur.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan