Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 17 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XVII.

1 C’houec’h devez goude Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes, ha Ian, he vreur, hag ho c’hassaz a‐gostez var eur menez huel.

2 Hag e oe transfiguret dirazhe; he vizach a zeuaz lugernuz evel an heol, hag he zillad skeduz evel ar sclerijen.

3 Er memeus amzer e veljont Moises hag Elias, pere a gomze ganthan.

4 Neuze Per o komz, a lavaraz da Jesus: Aotrou, mad eo deomp choum aman; mar fell d’id, greomp aman teir danten; unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias.

5 Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan.

6 An diskibien, o klevet ar vouez‐ze, a gwezaz var ho bizach, spouronet‐holl.

7 Mes Jesus o tostaad a douchaz outhe, hag a lavaraz dezhe: Savit, ha n’ho pezet ket a aoun.

8 Hag o veza savet ho daou‐lagad, na veljont den nemed Jesus he‐unan.

9 Ha pa oant o tisken divar ar menez, Jesus a reaz outhe an difen‐man: Na livirit da zen ar pez hoc’h euz gwelet, ken a vezo savet Mab an den a‐douez ar re varo.

10 Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan: Perag eta e lavar ar Scribed e tle Elias dond da genta?

11 Ha Jesus a respontaz dezhe: Gwir eo e tlie Elias dond da genta, ha dressa pep tra.

12 Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, ha n’ho deuz ket anavezet anezhan; mes great ho deuz dezhan kement a felle dezhe; evel‐se ive eo e tle Mab an den souffr euz ho ferz.

13 Neuze an diskibien a gomprenaz hen doa komzet outhe divarben Ian ar Badezour.

14 Ha pa oent deuet etrezeg ar bobl, e tostaaz outhan eun den pehini en em daolaz d’an daoulin dirazhan, en eur lavaret:

15 Aotrou bez truez ouz va Mab, rag loarec ha gwall‐dourmantet eo; alies e kwez en tân, hag alies en dour.

16 Hag hen digasset em euz d’az diskibien, ha n’ho deuz ket gallet gwellaad anezhan.

17 Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz: O raç difeiz ha fallagr, bete pegeit e vezin‐me ganeoc’h? bete pegeit ec’h andurin‐me ac’hanoc’h? Digassithen aman d’in.

18 Ha Jesus a c’hourdrouzaz an drouk‐spered, hag he‐man a zortiaz euz ar bugel; ha divar an heur‐ze ar bugel a oe iac’heet.

19 Neuze an diskibien a zeuaz da gavout Jesus en eul leac’h distro, hag e leverjont dezhan: Perag n’hon euz‐ni ket gallet kas an drouk‐spered‐se kuit?

20 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Abalamour d’ho neubeud a feiz eo; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez‐man: Kerz ac’hann du‐hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h.

21 Mes ar seurt drouk‐sperejou n’ed eont kuit nemed dre ar beden hag ar iûn.

22 Hogen pa oent distro en Galile, Jesus a lavaraz dezhe: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud;

23 ha lakaad a raint anezhan d’ar maro; mes resussita a rai an drede deiz. Hag an diskibien a oe glac’haret meurbed.

24 Ha pa oent erruet en Cafarnaüm, ar re a receve an didrakmou (arc’hant an taillou), a dostaaz ouz Per, hag a lavaraz dezhan: Daoust hag ho mestr na bae ket ive an didrakmou?

25 He‐man a respontaz: Eo. Ha pa oe eat en ti, Jesus a zialbennaz anezhan, en eur lavaret: Petra a gav d’id, Simon? digant piou e kemer rouane an douar an taillou pe ar gwiriou? Digant ho bugale ho‐unan, pe digant an estranjourien?

26 Per a lavaraz: Digant an estranjourien. Jesus a respontaz dezhan: Ar vugale ’ta a zo kuit d’ho faea.

27 Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan