Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XV.

1 Neuze Scribed ha Farizianed a zeuaz euz a Jerusalem da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan:

2 Perag e tor da ziskibien‐te tradition ar re goz? rag ne walc’hont ket ho daouarn pa zebront ho frêd.

3 Mes hen a respontaz dezhe: Ha c’houi, perag e torrit‐hu gourc’hemen Doue dre ho tradition?

4 Rag Doue hen deuz roet ar gourc’hemen‐man: Henor da dad ha da vam; ha c’hoas: Piou‐benag a lavaro malloz var he dad pe var he vam, ra vezo lakeat d’ar maro.

5 Mes c’houi a lavar: Piou‐benag a lavaro d’he dad pe d’he vam: Kement am euz evit gallout da zicour a zo eun donezon consacret da Zoue, hennes na ranko ket henori he dad pe he vam.

6 Hag evel‐se c’houi hoc’h euz diskaret gourc’hemen Doue gant ho tradition.

7 Hipocrited! profetiset mad hen deuz Izaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret:

8 Ar bobl‐man a dosta ouzin gant ho genou, hag a henor ac’hanoun gant ho muzelou; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin.

9 Mes en vên eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou hag a zo gourc’hemenou tud.

10 Hag o veza galvet ar bobl, hen a lavaraz dezhe: Klevit ha comprenit an dra‐man:

11 N’eo ket ar pez a ia er genou co a souil an den; mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, setu eno ar pez a souil an den.

12 Neuze he ziskibien a dostaaz hag a lavaraz dezhan: Ha n’ec’h euz‐te ket anavezet eo bet scandalizet ar Farizianed pa ho deuz klevet ar pez ec’h euz lavaret?

13 Mes hen a respontaz: Kement planten ha n’eo ket bet plantet gant va Zad celestiel, a vezo dic’hriziennet.

14 Lest anezhe; ar re ze a zo renerien dall o rên ar re dall; hogen mar bez eun den dall o rena eun den dall e kwezint ho daou er poull.

15 Neuze Per, o komz outhan, a lavaraz: Displeg deomp ar barabolen‐ze.

16 Ha Jesus a lavaraz: Daoust ha c’houi ive a zo c’hoas hep intentamant?

17 Ha na gomprenit‐hu ket c’hoas penaos kement a ia er genou a zisken er c’hov, hag a vez taolet el leac’hiou distro.

18 Mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, a zeu euz ar galon, hag an traou‐ze eo ar re a souil an den.

19 Rag euz ar galon eo e teu ar sonjezonou fall, al lazerezou, an avoultriajou, al libertinach, al laeronsiou, ar fals testeniou, ar blasphemou.

20 Setu eno an traou a souil an den; mes debri hep beza gwalc’het he zaouarn na souil ket an den.

21 Ha Jesus a ieaz ac’hane, hag en em dennaz e costeziou Tir a Sidon.

22 Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou‐ze, a griaz, o lavaret dezhan: Aotrou, mab David! bez truez ouzin! va merc’h a zo gwall‐dourmantet gant an drouk‐spered.

23 Mes hen na respontaz ger e‐bed dezhi. Hag he ziskibien a dostaaz, hag a bedaz anezhan, en eur lavaret: Kas anezhi kuit, rag crial a ra var hon learc’h.

24 Hag hen a respontaz: N’oun bet kasset nemed etrezeg an denved kollet euz a di Israel.

25 Neuze hi a dostaaz, hag en em brosternaz, en eur lavaret: Aotrou! sicour ac’hanoun.

26 Hen a respontaz: N’eo ket mad kemeret bara ar vugale, hag hen teurel d’ar chass bihan.

27 Mes hi a lavaraz: Gwir eo, Aotrou! koulskoude ar chass bihan a zebr ar bruzun a gwez divar daol ho mistri.

28 Neuze Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Greg! da feiz a zo braz; ra vezo great d’id evel ma c’hoanteez. Hag he merc’h a oe iac’heet var an heur‐ze.

29 Jesus, o veza eat ac’hane, a zeuaz tost da vor Galile; hag o veza pignet var eur menez, ec’h azezaz eno.

30 Ha bandennou braz a dud a zeuaz d’hen kavout, o tigas ganthe re gam, re dall, re vud, re vac’haniet, ha kalz a glanvourien all, hag e lekejont anezhe e c’harz treid Jesus; hag hen ho iac’heaz.

31 En hevelep doare ma oe ar bobl en admiration, o velet an dud mud o komz, an dud vac’haniet pareet, ar re gam o vale, hag ar re dall o velet; hag e c’hlorifient Doue Israel.

32 Neuze Jesus a c’halvaz d’he gavoud he ziskibien, hag a lavaraz dezhe: Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo emaint ganen, ha n’ho deuz netra da zibri; ha na fell ket d’in ho c’has kuit var iûn, gant aoun ne vankfe ho nerz dezhe en hent.

33 Hag he ziskibien a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h helfemp‐ni kaoud awalc’h a vara er vro dezert‐man evit contanti kement a dud?

34 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ped bara hoc’h euz‐hu? Hag e leverjont: Seiz, hag eun neubeut peskedigou.

35 Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar.

36 Hag e kemeraz ar seiz bara hag ar pesked, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien, hag an diskibien ho roaz d’ar bobl.

37 Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet; hag e testumjont seiz panerad a damou choumet en ho dileac’h.

38 Hogen, ar re ho doa debret a oa pevar mil den anezhe, hep counta ar groagez hag ar vugale.

39 Goude beza kasset kuit ar bobl, Jesus a bignaz en eur vag, hag e teuaz var douarou Magdala.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan