Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIV.

1 En amzer‐ze Herodes an Tetrark a glevaz ar pez a lavaret divarben Jesus;

2 hag e lavaraz d’he zervicherien: Ian ar Badezour eo hennes; savet eo a‐douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.

3 Rag Herodes hen doa lakeat cregi en Ian, eren anezhan, hag he lakaad er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip he vreur;

4 rag Ian a lavare dezhan: N’eo ket permetet d’id he c’haoud evit greg.

5 C’hoanteet hen divije lakaad anezhan d’ar maro; mes aoun hen doa rag ar bobl, rag Ian a oa kemeret ganthe evit eur profet.

6 Mes da deiz ginidigez Herodes, merc’h Herodias a zansaz dirazhe, hag e plijaz da Herodes;

7 en hevelep doare ma touaz rei dezhi kement a c’houlenje.

8 Hi, o veza bet aliet gant he mam, a lavaraz: Ro d’in aman, en eur plad pen Ian ar Badezour.

9 Hag ar roue a oe glac’haret; koulskoude abalamour d’he le, ha d’ar re a oa ouz taol ganthan, e c’hourc’hemenaz her rei dezhi.

10 Hag e kassaz tud da zibenna Ian er prizon.

11 Hag he ben a oe digasset en eur plad, ha roet d’ar plac’h iaouank; hag hi a gassaz anezhan d’he mam.

12 Hag he ziskibien a zeuaz, hag a gemeraz he gorf, hag e c’henterjont anezhan; hag e teujont d’hen lavaret da Jesus.

13 Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad.

14 Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.

15 Ha diouz an abardaez, he ziskibien a zeuaz d’he gavout, en eur lavaret: Al leac’h‐man a zo dezert ha divezad eo dija; kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er villajennou, ha ma prenint boued.

16 Mes Jesus a lavaraz dezhe: N’eo ket red dezhe mond kuit; roit c’houi da zebri dezhe.

17 Lavaret a rejont dezhan: N’hon euz aman nemed pemp bara ha daou besk.

18 Hag hen a lavaraz: Digassit‐he aman.

19 Ha goude beza gourc’hemenet d’ar bobl azeza var ar yeot, e kemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag en eur zevel he zaou‐lagad etrezeg an env, e rentaz grasou; hag o veza torret anezhe, e roaz ar baraou d’he ziskibien, hag an diskibien, ho roaz d’ar bobl.

20 Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet; hag e tastumjont a damou choumet en ho dilearc’h daouzec panerad leun.

21 Hag ar re ho doa debret a oa var dro pemp mil den, hep counta ar groagez hag ar vugale.

22 Kerkent goude Jesus a reaz d’he ziskibien sevel er vag, ha mond araog dezhan en tu all e‐pad ma vije o kas kuit ar bobl.

23 Ha goude m’hen doe kasset ar bobl, hen a bignaz he‐unan var ar menez evit pedi; hag an noz o veza deuet, e oa eno he‐unan.

24 Hogen ar vag a oa neuze e‐kreiz ar mor, gwall‐gasset gant an tarzou‐mor, rag an avel a oa a‐enep.

25 Ha d’ar bevare veilladen euz an noz, Jesus a ieaz d’ho c’havoud o vale var ar mor.

26 Ha pa velaz an diskibien anezhan o vale var ar mor, e oent troublet, hag e leverjont: Eun teuz eo; hag e crijont gant ar spount.

27 Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret: Ho pezet fizians; me eo, n’ho pezet ket a aoun.

28 Ha Per a respontaz dezhan, o lavaret; Aotrou! mar d’eo te, ro urz d’in da vond d’az kavout var an doureier.

29 Jesus a lavaraz dezhan: Deuz. Ha Per a ziskennaz euz ar vag, hag a valeaz var an dour, evit mond da gavout Jesus.

30 Mes pa velaz e oa krenv an avel, e teuaz aoun dezhan; hag evel ma commanse da anfonsi, hen a griaz, o lavaret: Aotrou! Savetâ ac’hanoun.

31 Ha rag‐tal Jesus, oc’h asten he zorn, a grogaz enhan, hag a lavaraz dezhan: Den a neubeud a feiz, perag ec’h euz‐te douetet?

32 Ha pa oent pignet er vag, an avel a baouezaz.

33 Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret: E gwirionez, te eo Mab Doue.

34 Ha goude m’ho doa treuzet ar mor e teujont e bro Jennezaret.

35 Ha pa ho doe tud al leac’h‐se anavezet anezhan, e kasjont tud dre an holl vro‐ze tro‐var‐dro, hag e tigasjont an holl dud klanv.

36 Hag e pedent anezhan d’ho lezel da douch hep‐ken ouz ar bord euz he zae; ha kement hini a douchaz outhan a oe iac’heet.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan